Klask
« huchal »
Frazennoù kavet : 22
Pajennoù : 1 2
-
🔗 Dihopal a-bouez e benn : huchal, kaozeal kreñv.
Tyopeul bwéz i bèn : hucheul, kozéal kré.
[tjopəl bwez i bɛn] [hyʃəl kozeal kʁe]
Crier à tue-tête : crier, parler fort.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Hemañ zo o huchal.
Héman zo hucheul.
[hemã zo yʃəl]
Celui-ci est crieur.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 1. ha 'dea katar war he fenn 2. ah ya ! 1. trousk, 'da bet taolioù bazh war he fenn ken a strinke ar gwad 2. ouh ! ma doue ivez 'ta ! 1. ah ya ! drouk e oa ar skolaerez hañ ! 2. oh, se... se 'vez ket graet hañ ! hola ! 1. hag an deiz war-lerc'h, me n'onn ket pe e oa bet bec'h warni pe betra, met hoñ a oa gant he zud-kozh te ! ar re-seoù 'da ket kredet lâret mann ebet na mann ebet dezhi te ! an deiz war-lerc'h 'meus soñj 'oa ket deut Jeannette d'ar skol 2. ya 1. marteze e oa bet bec'h war ar skolaerez goude pa oa... 2. oh ya moarvat ! 1. ha honnezh a huche, honnezh a huche, Mélanie a gleve anezhi o huchal deus ar gêr 2. ah ya ! ya, sell ! 1. ha sur e vije ret deskiñ hañ !
1. [a ˌdea ˈkɑtəɹ waɹ i ˈve̞n] 2. [a ˌjɑ] 1. [ˈtɾusk - da ˌbe ˈtojo ˈbɑːz waɹ i ˈve̞n ken ə ˈstɾiŋce̞ ˈgwɑːd] 2. [u ma ˈduˑe ˌiˑe ta] 1. [a ˌjɑ - ˈdɾug wa skoˈlɛːɹəz ɑ̃] 2. [o ˈze - ˈze ˌve kə ˈgwɛt ɑ̃ - ola] 1. [a ˌnde waɹˈlɛɹx - ˌme ˈnɔ̃ kə pe wa ˌbe ˈbex ˌwaɹni pe ˌbɹɑ - mɛ ˈhɔ̃ wa gɑ̃n i ˌzytˈkoːs te - ˈzew ˌda kə ˈkɹeːdə ˌlɑˑɹ ˈmɑ̃n bed na ˈmɑ̃n bed ˌde̞j te - ən ˌde waɹˈlɛɹx møs ˌʃɔ̃ˑʒ wa kə ˌdø ʒaˌnɛt tə ˈskoːl] 2. [ˌjɑ] 1. [maˈtehe wa ˌbe ˈbex ˌtɑ̃m waɹ skoˈlɛːɹəz ˌguˑde pə wa] 2. [o ˌjɑ maˈhɑt] 1. [a ˈhɔ̃ˑz a ˈhyʃe̞ - ˈhɔ̃ˑz ə ˈhyʃe̞ - melaˌni ˈglɛwe̞ ˌne̞j ˈhyʃəl dœz ˈge̞ːɹ] 2. [a ˌjɑ - ja ˈsɛl] 1. [a ˈzyˑɹ ˌviʒe ˈɹɛd ˈdiskĩ ɑ̃]
1. et elle avait des croûtes sur la tête 2. ah oui ! 1. des croûtes, elle avait eu des coups de bâton sur la tête tellement que le sang giclait 2. ouh ! mon dieu ! 1. ah oui ! la maîtresse était méchante hein ! 2. oh, ça... ça ne se fait pas hein ! oh la ! 1. et le lendemain, moi je ne sais pas si elle avait été inquiétée ou quoi, mais elle était avec ses grands-parents pardi ! ceux-là n'avaient pas osé dire quoi que ce soit, ni à elle pardi ! le lendemain je me souviens que Jeannette n'était pas venue à l'école 2. oui 1. peut-être que la maîtresse avait été inquiétée après quand elle était... 2. oh oui sans doute ! 1. et elle criait, elle criait, Mélanie l'entendait crier de chez elle 2. ah oui ! oui, tiens ! 1. et sûr qu'il fallait apprendre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Jeanne... Jeanne a oa bet kollet ivez 'ba ur garg foenn ur wech, e oa dindan boutelloù foenn, met kouezhet ar garg foenn, oh ya ! homañ a oa chomet... 2. an han... 1. peogwir e oa chomet... 2. an hanter deus ar garg 1. n'houlle ket dont en traoñ diwar ar c'harr, ha... war... 'ba... 'ba... 'ba Rumodu du-hont er penn all, e oant o tont, 'na douar du-hont, e oa o tont gant ar garg foenn, 'oa ket kalz, hag e oa chomet war ar c'harr, ha rampet eu... rampet ar bern kwa, hag ar c'harr en traoñ, ha Jeanne dindan, hag Aogust oc'h arriet 'ba ar gêr, o lakat ur skeul, o vont 'ba an ti d'evañ ur bannac'h chistr ha... « met oc'h ober petra 'h out ivez, emezi ? », ha neuze pa oa deut er-maez, klevet 'na huchal, 'wele den ebet, neuze e oa aet en tu all d'ar c'harr, met 'oa ket foenn 'ba an tu all 2. nann ! Gilbert... 1. ha neuze e oa aet war e giz, n'eo ket ? n'onn ket penaos 'neuint kavet anezhi 2. aet... aet e oa gant an oto, etrenek Rumodu goude, ha 'deuint kavet Jeanne 'ba an touflez, gant ar foenn 1. dindan ar foenn, bet 'na chañs, pas bezañ mouget 2. ya ! 1. ha torret he vrec'h, n'eo ket ?
1. [ˌʒɑn - ˌʒɑn wa be ˈko̞ləd ˌiˑe bah gɑɹg ˈvwɛn ə ˈweʃ - wa diˌnɑ̃ˑn buˌtelo ˈvwɛn - mɛ ˈkweˑt ˌkɑɹg ˈvwɛn - o ˌjɑ - ˌho̞mɑ̃ wa ˌʃo̞mə] 2. [ˈnɑ̃] 1. [pyˌgyˑɹ wa ˌʃo̞mə] 2. [ˈnɑ̃təɹ dœz ˈgɑɹk] 1. [nuˈlɛ kə dɔ̃n ˌtɹo̞w diwaɹ ˈhɑɹ - aː - waɹ bah bah - bah ɹyˈmoːdy ˈdyˑɔ̃n pe̞nˈɑl - wɛɲ ˌtɔ̃n - na ˈduˑaɹ ˌdyˑɔ̃n - wa ˌtɔ̃n gɑ̃n ˌgɑɹg ˈvwɛn - ˌwa kə ˈkɑls - a wa ˌʃo̞mə waɹ ˈhɑɹ - a ˈɹɑ̃mpəd ə - ˈɹɑ̃mpəd ˈbɛɹn kwa - a ˈhɑɹ ˌtɹo̞w - a ˌjɑn diˌnɑ̃ˑn - a ˌoˑgys ˈhɑjə bah ˈge̞ːɹ - ˈlɑkə ˈskøːl - a ˌvɔ̃n bah ˈtiˑ ˌdeˑvə bɑ̃x ˈʃist a - mɛd ˌho̞ˑɹ ˈbɹɑ hud ˌiˑe mɛj - a ˌnœhe pe wa ˌdœd ˈme̞ːs - ˈklɛwə na ˈhyʃəl - ˌwe̞ˑle̞ ˈdeˑnˌbet - ˌnœhe wa ˌɛt tyˈɑl də ˈhɑɹ - mɛ ˌwa kə ˈvwɛn bah tyˈɑl] 2. [ˌnɑ̃n - ...] 1. [a ˌnœhe wa ɛd waɹ i ˈgiːs - ˌne̞ kə - ˌnɔ̃ kə pəˌnɔ̃ˑz nœɲ ˌkɑˑd nɛj] 2. [ˌɛd ˌɛd wa gɑ̃n ˈnoto - ˌtɹœːnəg ɹyˈmoːdy ˌguːde - a dœɲ ˌkɑˑd ˈʒɑn ban ˈtufle - gɑ̃n ˈvwɛn] 1. [diˌnɑ̃ˑn ˈvwɛn - ˌbe na ˈʃɑ̃ːs - paz ˌbeˑɑ̃ ˈmuːgət] 2. [ˌjɑ] 1. [a ˈtɔɹəd i ˈvɹex - ˌne̞ kə]
1. Jeanne... Jeanne avait été perdue aussi dans un chargement de foin une fois, elle était sous des bottes de foin, mais le chargement de foin était tombé, oh oui ! elle était restée... 2. la moi... 1. puisqu'elle était restée... 2. la moitié du chargement 1. elle ne voulait pas descendre de la charrette, et... sur... à... à... à Rumodu là-bas de l'autre côté, ils revenaient, il avait des terres là-bas, il revenait avec son chargement de foin, il n'y avait pas beaucoup, et elle était restée dans la charrette, et ça avait glissé euh... le tas avait glissé quoi, et la charrettée en bas, et Jeanne en-dessous, et Auguste d'arriver à la maison, de mettre une échelle, d'aller à la maison pour boire un coup de cidre et... « mais qu'est-ce que tu es en train de faire aussi, dit-elle ? », et alors quand il était sorti, il avait entendu crier, il ne voyait personne, alors il était allé de l'autre côté de la charrette, mais il n'y avait pas de foin de l'autre côté 2. non ! Gilbert... 1. et alors il était revenu sur ses pas, non ? je ne sais comment ils l'avaient retrouvée 2. il était allé... allé en voiture, vers Rumodu après, et ils ont trouvé Jeanne dans le fossé, avec le foin 1. sous le foin, elle avait eu de la chance, de ne pas être étouffée 2. oui ! 1. et elle s'était cassé le bras, non ?
Gant :
– Daniel Yekel, ganet e 1957 e Sant-Laorañs, o chom e Sant-Laorañs.
– Mari ar Gov, ganet e 1928, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2025, tud bet ganet e Plounevez Moedeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 o huchal e oant
['gyʃəl wɑ̃ɲ]
ils étaient en train de crier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 jabadao 'da graet, graet 'deva las, huchal ha skeiñ traoù war an douar
[ʒaba'dɑw da gwɛt gwɛd deva lɑs 'hyʃəl a 'skɛĩ tʁɛw waʁn 'du:aʁ]
ils avaient fait du raffut, ils avaient mis le bordel, crier et jeter des choses à terre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Paouez da huchal !
Powz hucheul !
[powz hyʃəl]
Arrête de crier !
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 hag ar charreter a veze oc'h huchal
[a ʃa'retər 'viʒe 'hyʃəl]
et le charretier criait
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met bepred e kleve ac'hanon o huchal. Pa 'mije poan, me a huche quoi. Ha e kleve ac'hanon oc'h ober.
[mɛ 'bɔpə 'glɛwe ãw 'huʃal – pe miʒe 'pwãːn mə 'hyʃe kwa – a 'glɛwe ãw 'hɔːʁ]
Mais en tout cas, il m'entendait crier. Puisque j'avais mal, je criais. Et il m'entendait le faire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Fur. Ah ya, se, ne vez ket klevet o lavaret mann ebet. Nann, ne vez ket klevet. Na o huchal war e vamm na war e dad na mann ebet. Ah nann, nann nann, ne vez ket klevet.
[vyːʁ – a ja ze ve kə 'klɛwə 'lɑːt mãn'bet – nãn ve kə 'klɛwət – na 'hyʃəl waʁ i 'vãm na waʁ i 'dɑːd na mãn'bet – a nãn nãn nãn ve kə 'klɛwət]
Sage. Ah oui, ça, on ne l'entend pas dire quoi que ce soit. Non, on ne l'entend pas crier sur sa mère ni sur son père ni rien. Ah non, on ne l'entend pas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 oh, eñ da huchal warnon paotr
[ɔ: ẽ̞: də 'hyʃəl warnɔ̃ pot]
oh, lui de me héler mon gars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 darn a vez renket huchal warne a-gri-forzh evit lakat anezhe da vont er-maez pe pa veze kousket e vezent diwezhat oc'h arriet da gousket ha...
[dɑrn ve 'rɛŋkə 'hyʃəl warnɛ gri'vɔrs wid 'lɑkə nɛ: dɔ̃n me̞:z pe pe viʒe 'kuskəd viʒɛɲ di'weɛ 'hɑjəd də 'guskəd a]
certain on doit leur crier dessus très fort pour les faire sortir ou quand on dormait ils étaient tard à venir dormir et...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 huchal
['hyʃəl]
crier [pour appeler quelqu'un]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 huchal gant ar boan
['hyʃəl gɑ̃n bwɑ̃:n]
hurler de douleur
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ...e veze ar reoù all o huchal
['viʒe rew al 'hyʃəl]
...les autres criaient
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 huchal a ra
[hyʃ ə ra]
elle crie, gueule
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da huchal war ar chas
[də 'hyʃəl war ʃɑ:s]
pour crier sur les chiens
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne dalveze ket ar boan huchal warne oh... ar vugale zo bet bev ordin
['dɑ:lɛ kə bwɑ̃:n 'hyʃəl warnɛ] by'gɑ:le zo be bew ɔr'din]
ce n'était pas la peine de crier dessus oh... les enfants ont toujours été vifs
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan bennaket a renken huchal warnañ a-wezhioù
[yn bə'nɑkə 'rɛŋkɛn 'yʃəl warnɑ̃ 'we:ʒo]
je devais en gronder quelques-uns parfois
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh, oc'h huchal evel-se e vez e-pad an deiz ?
[o: ’hyʃəl vi’se ve pa:an ’de:]
oh, il crie comme ça toute la journée ? [bébé]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2