Klask
« kaozioù »
Frazennoù kavet : 37
Pajennoù : 1 2
-
🔗 1. pemzek vloaz eo yaouankoc'h eviton, ha me 'oaran ket pet vloaz 'meus 2. naontek vloaz eo yaouankoc'h eviton, se n'eo ket sañset... 1. ha te zo c'hwec'h vloaz koshoc'h eviton 2. kozh c'hoazh eu... 1. met aze e ran kaozioù ! 2. hoñ... hoñ a oa kat da gonduiñ c'hoazh
[...]
1. elle est quinze ans plus jeune que moi, et moi je ne sais pas quel âge j'ai 2. elle est dix-neuf ans plus jeune que moi, ça en principe ce n'est pas... 1. et toi tu es six ans plus âgé que moi 2. vieux encore euh... 1. mais là je dis des bêtises ! 2. elle... elle est encore capable de conduire
Gant :
– Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
– Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. hag a-wechoù e vez... « me n'onn ket oc'h ober petra 'h on amañ ? emezi » 2. ah ya ! kaozioù... kaozioù fall ! 1. ha pa arri aze a-wechoù gant... he mab 2. « me eo fin din ! me 'meus ezhomm da lesken plas gant ar re yaouank, emezi »
1. [a ˌweˑʒo ve - me ˌnɔ̃ kə ho̞ɹ ˌpɹɑ hɔ̃ ˌɑ̃mɑ̃ me̞j] 2. [a ˌjɑ - ˌkoˑʒo - ˌkoˑʒo ˈvɑl] 1. [a pa ˌhɑj ˈɑhe ˌweˑʒo gɑ̃n - i ˈmɑːp] 2. [ˌme he̞ ˈfiːn dĩ - ˌme møz ˈem də ˈlɛskən ˈplɑz gɑ̃n ɹe ˈjo̞wɑ̃ŋg me̞j]
1. et parfois elle est... « moi je ne sais pas ce que je suis en train de faire ici ? dit-elle » 2. ah oui ! des paroles... des paroles pessimistes ! 1. et quand elle arrive là parfois avec... son fils 2. « c'est la fin pour moi ! moi je dois laisser la place aux jeunes, dit-elle »
Gant :
– Daniel Yekel, ganet e 1957 e Sant-Laorañs, o chom e Sant-Laorañs.
– Mari ar Gov, ganet e 1928, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2025, tud bet ganet e Plounevez Moedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se n'eo ket kaozioù !
[ze ˌne̞ kə ˈkoːʒo]
ça ce ne sont pas des bêtises !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 euzhiñ a ran o klevet kozh kaozioù
['œ:zĩ ʁɑ̃ 'klɛwət kos'ko:ʒo]
je m'horrifie en entendant des balivernes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ma lâret dezhañ « ah ben ya, kez di ! aze e klevi un toullad kaozioù »
[a ma 'lɑ:ʁəd deɑ̃ a bɛ̃ ja kɛz di 'ɑ:he 'glɛwi 'ntulə 'ko:ʒo]
et je lui avais dit « eh bien oui, va là-bas ! là-bas tu entendras pas mal d'histoires »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sell aze ur regennad kaozioù drol 'hat hañ ?
regennad [ʁi'ɟɛnət]
En voilà une série [litt. rangée] de paroles bizarres, hein ?
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Manuel a anavez ur bern kaozioù evel-se
[mɑ̃'ny:əl 'hɑ̃nve bɛʁn 'ko:ʒo vi'sɛ]
Manuel connaît plein de paroles comme ça
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar patron a oa mezv hag e terc'he da drailhañ kaozioù
[’patɾɔ̃:n wa mɛw a ’dɛʁhɛ də ’dɾɑʎɑ̃ ’ko:ʒo]
le patron était ivre, et il continuait de baragouiner
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 serr da c'henou gant kaozioù evel-se !
[zɛʁ də 'he:no gɑ̃n 'ko:ʒo vise]
tais-toi avec des paroles comme ça !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kozh kaozioù
koz kojo
[koz koʒo]
paroles qui ne sont pas belles
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 kozh kaozioù
koz kojo
[koz koʒo]
commérages, balivernes
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Neus ket kalz kaozioù gantañ.
Neus keu kals kojo gantan.
[nøs kø kals koʒo gãtã]
Il n'est pas bavard.
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Hemañ zo garv, hemañ a lâr kaozioù.
Héman zo gaw, hém lar kojo.
[hemã zo gaw, hem laʁ koʒo]
Il est dur dans ses paroles, il dit des choses.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 en ur derc'hen da gontañ kaozioù ec'h arri an nen da gaout sec'hed
[nɔ̃n ’dɛrhɛn də ’gɔ̃ntɑ̃ ’ko:ʒo ɑj ne:n də gɑ:d ’zehɛt]
en continuant de bavarder, on arrive à avoir soif
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 N'eo ket kat an nen d'ober tout an traoù asambles ivez o kontañ kaozioù...
[ne̞ ’ka ə’neːn ’dɔʁ tun’tʁɛw ’sãmbəz ie ’kõntã ’koːʒo]
On ne peut pas tout faire et bavarder en même temps.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 kaozioù savant
[’ko:ʒo ’zɑ:vən]
des paroles, des mots savants
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se, ar vugale ne vije... ne vijent ket lakat da selaou kaozioù-se, a-benn neuze 'h int boutet er-maez
[də 'hulse by'gɑ:le viʒɛɲ cə 'lɑkə də 'ʒilɛw 'ko:ʒo se bɛn 'nœhe hiɲ 'butə me̞:s]
à cette époque-là, on ne faisait pas écouter aux enfants ces conversations-là, pour alors on les mettait dehors
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 kaozioù gros
['ko:ʒo gro:s]
des paroles grossières
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a blije dimp kontañ tammoù kaozioù e-giz-se kwa, pa vije graet koñvers surtout
[nim 'bi:ʒe dim 'kɔ̃ntɑ̃ 'tɑ̃mo 'ko:ʒo gi'se kwa ɛ̃ pe viʒe gwɛt 'kɔ̃:vɛrs syr'tut]
nous aimions bien déconner quoi hein, quand on faisait du commerce [faire affaire] surtout
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket kaozioù int hañ
[nɛ kə 'ko:ʒo iɲ ɑ̃]
ce ne sont pas des bobards hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2