Klask
« kerc'het »
Frazennoù kavet : 35
Pajennoù : 1 2
-
🔗 kas anezhe ha kerc'het anezhe
kas nèy ha kèhèt nè
[kas nɛj a gɛhɛt nɛ]
les envoyer et aller les chercher
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Aet eo da kerc'het boued.
è dè de kèrhèt bwét.
[ɛ dɛ də kɛʁhɛt bwet]
Il est allé chercher de la nourriture.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha bremañ sell ! 'meus da vont du-hont, hag e vin kerc'het aze sell ! e miz Mae
[...]
et maintenant tiens ! je dois aller là-bas, et l'on viendra me chercher ! au mois de mai
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 hag e vin kerc'het d'abardaez, oh ! lâret 'meus dezhi 'vat « les jours sont longs 'vat, emezon-me hañ ! »
[...]
et on viendra me chercher en soirée, oh ! mais je lui ai dit « les jours sont longs, dis-je hein ! »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha 'na graet e di gant ar pont-se, met 'na ket gallet kerc'het tout ar mein peogwir... 'na kerc'het mein betek an hanter, kar en tu all e oa muioc'h a gourant ha 'na ket gallet tapet anezhe
[a na ˌge̞d i ˈdiˑ gɑ̃n ˈpɔ̃nze - mɛ ˌnɑ kə ˈgɑlə ˈkɛhɛt ˈtud ˌmɛɲ py - na ˈkɛhɛd ˈmɛɲ ˈbekə ˈnɑ̃ntəɹ - kaꝛ ˌtyˈɑl wa ˌmyˑɔɣ ˈguːꝛɑ̃n a ˌnɑ kə ˈgɑlə ˈtɑpə ˌne̞]
et il avait fait sa maison avec ce pont-là, mais il n'avait pas pu aller chercher toutes les pierres parce que... il avait été cherché des pierres jusqu'à la moitié, car de l'autre côté il y avait plus de courant et il n'avait pas pu les prendre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar c'hi bihan a oa aet da heul ivez, ha moarvat e oa arri prest da gaout reoù vihan, hag a-benn ar fin eu... 'dea halet tu bennak 'ba ar park, ha goude e oa bet kerc'het he chas hini-ha-hini, da dont d'ar gêr, da degas anezhe-tout d'ar gêr ha... a-benn e oa... pa oa arri war an diwezhañ, goude e oa marvet, epuizet e oa moarvat
[... - ... - ... - dea ˈɑˑlət ... - ... ˌhiˑni a ˈhiˑni - ... - ... - ... - ... waɹ ˌnˑi diˈweˑɑ̃ ... - ... - ...]
le petit chien avait suivi aussi [le trajet vers Gwengamp], et sans doute était-elle prête à avoir des petits, et finalement euh... 'elle avait mis bas quelque part dans un champ, et après on avait été chercher ses chiots un par un, pour revenir à la maison, pour tous les ramener à la maison et... lorsque... quand elle était arrivée au dernier, après elle était morte, elle était épuisée sans doute
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'na graet ur barti gouren gant ur jañdarm, oc'h esa... oc'h esa kargañ anezhañ e oa, e-fas d'ar farmasi a-hont e oa, « fidambie 'vat, emezañ ! », graet 'na ur c'hrogad gantañ paotr hañ ! eh ! ha gwintet 'na anezhañ ivez ! met... aet e oa ar jañdarmed a-raok, komañset e oa tout an dud da hual anezhañ kompren a rez, Ernest, kompren a rez, a oa bet o kerc'hat un tamm bara, ha neuze feiz, 'na kerc'het un tamm butun, feiz, e oa o vont 'ba e oto, 'na ket... 'nant ket graet prise de sang na mann ebet dezhañ, 'neuint karget anezhañ de force kompren a rez hañ ! lemet 'neuint e bermi gantañ goude, met... aze, tremen kant a dud a oa en em gavet war da blas kêr 'ba ar Roc'h da hual ar jañdarmed, ha 'neuint hastet buan karzhañ kar... doan 'nant da gaout (war o vasoù ?) hañ !
[ˈhẽ na gwe̞ ˌbɑꝛti ˈguːꝛən gɑ̃n ʒɑ̃ˈdɑꝛm - ˈhɛsa ˈhɛsa ˈkɑꝛgɑ̃ ˌneˑɑ̃ wa - ˈvɑs tə faꝛmaˈsi ˌɑˑɔ̃n wa - fidɑ̃mˈduˑe ˌhɑ ˈmeˑɑ̃ - ˌgwe̞d na ˈhɣoːga ˈgɑ̃ntɑ̃ ˌpo̞d ɑ̃ - ɛ - a ˈgwintə na ˈneˑɑ̃ ˌiˑe - mɛ - ˌe̞d wa ʒɑ̃ˈdɑꝛmə ˈɣoːk - ko̞mɑ̃sə wa ˈtun ˌdyt ˈhyˑal ˈneˑɑ̃ gɔ̃mˌpɣe̞ˑs - ɛꝛˈnɛs gɔ̃mˌpɣe̞ˑs wa ˌbe ˈkɛhɛ tɑ̃m ˈbɑːꝛa - a ˌnœhe ˌfe na ˈkɛhɛ tɑ̃m ˈbytyn - ˌfe wa ˌvɔ̃n ba i ˈoto ˈnɑ kət - ˌnɑ̃ɲ cə ˌgwɛd ... na ˈmɑ̃n bet ˌteˑɑ̃ - nɑ̃ɲ ˈkɑꝛgə ˈneˑɑ̃ ... kɔ̃mˌpɣe̞ˑz ɑ̃ - ˈlɛmɛ nœɲ i ˈbɛꝛmi ˌgɑ̃tɑ̃ ˌguˑde - mɛ - ˌɑhe ˈtɣemen ˈkɑ̃n dyd wa nɔ̃n ˌgɑˑd ə ˌblɑs ˈke̞ːꝛ bah ˈɣɔx tə ˈhyˑal ʒɑ̃ˈdɑꝛmət - a nœɲ ˈhɑstə ˈbyˑən ˈkɑꝛzɑ̃ kaꝛ - ˈdwɑ̃ːn nœɲ də ˈgɑˑd o ˈvɑso ɑ̃]
il avait fait une partie de lutte bretonne avec un gendarme, il essayait... il essayait de l'embarquer, en face de la pharmacie là-bas que c'était, « mais bon sang, dit-il ! », il en avait fait un de ces combats avec lui mon gars hein ! eh ! et il l'avait culbuté aussi ! mais... les gendarmes étaient partis, tous les gens commençaient à le huer tu comprends, Ernest, tu comprends, avait été chercher un peu de pain, et alors ma foi, il avait été chercher un peu de tabac, ma foi, il allait rentrer dans sa voiture, il n'avait pas... ils ne lui avaient pas fait de prise de sang ni rien, ils l'avaient embarqué de force tu comprends hein ! ils lui ont retiré son permis après, mais... là, il y avait plus de cent personnes qui s'étaient retrouvées sur la place de la ville à ar Roc'h pour huer les gendarmes, et ils s'étaient dépêchés de détaler car... ils avaient peur de prendre (sur leur face ?) hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Michel, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Peurid, tud bet ganet e Langoad / Peurid.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. an Ti Bihan, deus Kervenou, ah ya ! eñ eo ti Herviou 2. ah eñ a oa ti Herviou neuze ! a-dreuz ar park eno 1. ya, e-tal ar Min Toull 2. ya, eñ a oa masoner 1. ya, e-tal ar Min Toull, ar Min Toull a vez graet lec'h e oa bet graet ur park a-hont 2. zo ur c'hoad eno 1. hag e vez kerc'het tout an traoù ennañ hag ar Min Toull ya, se zo arri stok Sant-Telar goude, eu... ya, ar Min Toull eo an anv hañ ! met eno 'oa ket nemet ur vengleuz, ha neuze egile goude... 2. ya met 'oa den ebet o chom 'ba ar Min Toull 1. ya met aze 'h out 'ba... 'ba al limit Tregrom Sant-Telar, Normandi xxx ( ?) Sant-Telar 2. Sant-Telar, eñ zo e Sant-Telar 1. ya, ac'hanta, eñ zo stok-ha-stok, ar Min Toull zo stok da Normandi
1. [ti ˈbiˑən - dœs kɛɹˈveːno - a ˌjɑ - ˌhẽ he̞ ti hɛɹˈviˑo] 2. [a ˌhẽ wa ti hɛɹˈviˑo ˌnœhe - ˌdɹœˑz ə ˈpɑɹg ˌeˑno] 1. [ˌjɑ - tal ˌmiˑn ˈtul] 2. [ˌjɑ - ˌhe̞ wa maˈsɔ̃ːnəɹ] 1. [ˌjɑ - tal ˌmiˑn ˈtul - ˌmiˑn ˈtul ve ˌgɛt le̞x wa be ˌgɛt ˈpɑɹk ˌɑˑɔ̃n] 2. [zo ə ˈhwɑd ˌeˑno] 1. [a ve ˈkɛɹhət tun ˈtɾɛw ˌenɑ̃ a ˌmiˑn ˈtul ja - ˌze zo ɑj ˌstɔk zɑ̃ˈteːləɹ ˌguˑde - ə ˌjɑ - ˌmiˑn ˈtul he̞ ˈnɑ̃ːno ɑ̃ - mɛ ˌeˑno ˌwa kə mɛ ə ˈvɛŋgləɹ - a ˌnœˑe eˈgiːle ˌguˑde] 2. [ˌjɑ mɛ wa ˈdeˑnəˌbe ʃo̞m bah ˌmiˑn ˈtul] 1. [ˌjɑ mɛ ˌɑhe hut bah bah ˈlimit tɹeˈgɹɔm zɑ̃ˈteːləɹ - nɔɹˈmɑ̃ndi ? zɑ̃ˈteːləɹ] 2. [zɑ̃ˈteːləɹ - ˌhẽ zo zɑ̃ˈteːləɹ] 1. [ˌjɑ - ˌhɑ̃nta ˌhẽ zo ˌstɔkaˈstɔk - ˌmiˑnˈtul zo ˌstɔg də nɔɹˈmɑ̃ndi]
1. an Ti Bihan, de Kervenou, ah oui ! ça c'est chez Herviou 2. ah ça c'était chez Herviou alors ! à travers champs là-bas 1. oui, à côté de ar Min Toull 2. oui, il était maçon 1. oui, à côté de ar Min Toull, ar Min Toull qu'on disait là où on avait fait un champ là-bas 2. il y a un bois là-bas 1. et on va extraire toutes les choses dedans et ar Min Toull oui, ça c'est à proximité de Sant-Telar après, euh... oui, ar Min Toull c'est le nom hein ! mais là-bas il n'y avait qu'une carrière, et alors l'autre aussi... 2. oui mais il n'y avait personne à habiter à ar Min Toull 1. oui mais là tu es à... à la limite Tregrom Sant-Telar, Normandi xxx ( ?) Sant-Telar 2. Sant-Telar, ça c'est à Sant-Telar 1. oui, eh bien, ça c'est à proximité, ar Min Toull est à proximité de Normandi
Tregrom
Gant :
– Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
– Solañj ar Bras, ganet e 1936 e Tregrom, o chom e Louergad (Sant Eler).Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ne vije ket graet d'ar vugale evel bremañ, bremañ e vezont kaset ha kerc'het
[də ’huls:e viʒe kə gwɛt tə vy’gɑ:le wɛl ’bomɑ̃ ’bomɑ̃ veɲ ’kɑsət a ’kɛʁhət]
à cette époque-là on ne s'occupait pas des enfants comme maintenant, maintenant ils emmenés et cherchés
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar moc'h a vije kerc'het dit
[mox viʒe 'kɛʁhə dit]
on venait chercher tes cochons [pour les emmener à l'abattoir]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kerc'het e vijent dit
['kɛʁhɛɲ viʃɛɲ dit]
on venait te les prendre [veaux pour l'abattoir]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, ma voisin zo bet o kerc'het ganin, 'meus aon div
[fe: ma ’vwɑ:zɛ̃ zo be ’kɛɾhə gə’nĩ mœz ’o̞wən diw]
ma foi, mon voisin est venu m'en chercher, deux je crois
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa merenn hag e oa ar sort-se hag e oan en em gavet fall hag e oa bet renket kerc'het ur medesin war ma dro
[wa mɛɹn a wa sɔɹse a wɑ̃n nɔ̃n 'gɑwə vɑl a wa be 'ɹɛŋkə 'kɛɹhə mœ'dœsin waɹ mə dɾo:]
c'était le déjeuner et il y avait de cette sorte-là [coquilles saint jacques] et je m'étais senti mal et on avait dû aller chercher un médecin pour s'occuper de moi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze kerc'het ur vriad ha neuze...
[viʒe 'kɛʁhə 'vʁi:ət a 'nœ:he]
on allait chercher une brassée et alors...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 al laezh euh... al laezh a vez kerc'het bep eil devezh
[le̞:z ə le̞:z ve 'kɛʁhə bob ɛʎl 'dewəs]
le lait euh... le lait on vient le chercher tous les deux jours
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Gwezhall e vije kerc'het goemon da lakat 'ba an douar.
[gwe'ʒal viʒe 'kɛʁhɛt 'gwemõn də 'lakə ban 'du:aʁ]
Autrefois on allait cherche du goémon pour nourir la terre.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 e veze degaset, darc'het an dumporell war he revr, hag e veze graet... ha goude e veze kerc'het un dumporellad delioù
[viʒe 'djɛsəd 'dɑʁhəd nym'pɔl waʁ i ʁɛ:ʁ a viʒe gwɛt a 'gu:de viʒe 'kɛʁhəd nym'pɔləd 'dɛʎo]
on apportait, basculait la charrette en arrière, et on faisait... et après on allait chercher une charretée de feuilles
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ne oarez ket petra a oa ar saout ? oh, e klejen bezañ kerc'het un damm bennaket deoc'h
[a 'wɑ:rɛs kə prɑ wa zɔwt ɔ 'kleʃɛn be 'kɛrχɛd dɑ̃m mə'nɑkət tɑh]
et tu ne sais pas ce que c'était que [surveiller] les vaches, j'aurai dû aller vous chercher quelque chose
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, kerc'het petra ?
[ja 'kɛrhɛ pra]
oui, cherché quoi ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuze ne vo ket kerc'het
['nœhe vo kə 'kɛrhət]
alors on n'ira pas en chercher
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2