Klask
« koñseilherez »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 amañ e oa... Kerwilzig, met goude eo bet laeret an anv dimp, hag unan a oa koñseilherez aze 'dea lâret din, 'glejen ket bet lesket laerezh an anv, e oa laket... eo laket d'ober ur... ur ru amañ ma kerez, e-krec'h, an hent, a glejen bet kaset eu... bet o welet ar maer, bet kaset ul lizher rekomandet da lâret dezhañ 'oan ket dakor, ha 'ma ket... oh, d'ar c'houlz-se e oan en aktivite ! 'oan ket okupet gant traoù evel-se, gwelet a rez, hag e vijes... e vijes okupet gant da venaj hag a-wechoù evel-henn hag evel-hont...
[... - kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ar Buto zo amañ ya, bremañ eo laket... Hent Plistin, ur fakteur a oa... e oa ar Buto 'ba en Plistin ivez, hag ar c'hourrie en em drompe alies, feiz, goude zo lâret lakat anezhe... domaj eo 'vat ! pe miret ar Buto memestra ! me 'meus bet lâret se dezhi goude e oa koñseilherez, « damen e vo ! n'eo ket abalamour e oas fakteur, a lâran dezhi, e oa ret dit cheñch... cheñch anv ! », ah, nann ! krec'h ar bourk aze e oa ar Buto tout ar re-se
[ˈbyto ... - ... ˌe̞nˈplistin - ... - ... ˈbyto ... ˈplistin ... - ... - ... - ... - ... - ... əˈbyto ... - ... - ... - ... - ... ˈbyto ...]
Tremael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)
-
👂 🔗 neuze koñseilherez 'ba eu... Bear
[ˌnœhe kɔ̃sɛˈjeːɹəz bah ə - ˈbeˑaɹ]
alors conseillère à euh... Bear
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan-Mari Goater, ganet e 1939 e Pabu, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Louergad / Gras.
Gwreg Rene RibodDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hañ ! Kerriwallan an hini eo, ouai, Kerriwallan c'est chez Michel Geffroy, c'hoazh e wreg zo koñseilherez
[ɑ̃ - ˌkɛɹiˈwɑlɑ̃n ˌni e̞ - wɛ - ˌkɛɹiˈwɑlɑ̃n ... - ˌhwɑ i ˈwɹek so ˌkɔ̃sɛˈjeɹəs]
ah ! c'est Kerriwallan que c'est, ouai, Kerriwallan c'est chez Michel Geffroy, encore que sa femme est conseillère
Prad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Damani, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kamlez / Berc'hed.Dastumer : Tangi
-
🔗 koñseilherez
[ko̞sɛ'je:ɹəs]
conseillère
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koñseilherez nevez... nevez aet e-barzh
[ˌkɔ̃sɛ'ʎe:ʁəs 'newe 'newe ɛd bɑʁs]
conseillère [municipale] récemment... récemment élue
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi