Frazenn n° 91244
-
👂 🔗 amañ e oa... Kerwilzig, met goude eo bet laeret an anv dimp, hag unan a oa koñseilherez aze 'dea lâret din, 'glejen ket bet lesket laerezh an anv, e oa laket... eo laket d'ober ur... ur ru amañ ma kerez, e-krec'h, an hent, a glejen bet kaset eu... bet o welet ar maer, bet kaset ul lizher rekomandet da lâret dezhañ 'oan ket dakor, ha 'ma ket... oh, d'ar c'houlz-se e oan en aktivite ! 'oan ket okupet gant traoù evel-se, gwelet a rez, hag e vijes... e vijes okupet gant da venaj hag a-wechoù evel-henn hag evel-hont...
[... - kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)