Klask
« kraou »
Frazennoù kavet : 49
-
👂 🔗 ar Graouenn ya, Kraouenn, me 'meus bet klevet komz deus Kraouenn met n'on ket petra e sinifi, ah ! Kraouenn marteze ya ! Kraouenn kentoc'h ya, Kraouenn ya, Kraouenn marteze ! se zo... se.. muioc'h rezonapl a vije se kwa, pelec'h emañ Kraoñ, Kraoñ ? pelec'h emañ ? ah, Kraouenn ya ! oh, ya ! Kraoñ, Kraouenn... Kraou#... Kraouenn ya, ça c... c'est plutôt Kraouenn ya
[ˈgɹaˑwən ja - ˈkɹ̥aˑwən - ... ˈkɹ̥aˑwən ... - a - ˈkɹ̥ɛˑwən ... - ˈkɹ̥ɛˑwən ... - ˈkɹ̥ɛˑwən ja - ˈkɹ̥ɛˑwən ... - ... - ... - ... - ... ˈkɹ̥a͡õ - ˈkɹ̥a͡õ - ... - a ˈkɹ̥aˑwən ja - o ja - ˈkɹ̥a͡õ - ˈkɹ̥aˑwən - ... - ˈkɹ̥ɛˑwən ja - ... ˈkɹ̥ɛˑwən ja]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Katou, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Peurid / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 ha goude e vije... e vije... vije an tumporelloù, an tumporelloù, hag a vije diskarget tout eu... ar patatez gant ul liñsel, aze 'h ae ar pataz betek an terrest, me 'meus soñj, gwelet a ran an treuchoù amañ, an treuchoù amañ evel-se, ha 'ba an ti kozh, 'ba kraou ar saout, e oa pataz, betek... betek an treuchoù, bourret...
[... - ... - ... nimˈpɔˑɣo - ə nimˈpɔˑɣo - ... - ... - ... ˈbekə ˈntɛɣəs - ... - ... - ... - ... - ...]
et après il y avait... il y avait... avait les tombereaux, les tombereaux, et on déchargeait toutes euh... les patates avec un drap, là les patates allaient jusqu'au plafond, moi je me souviens, je vois les poutres ici, les poutres ici comme ça, et dans la vieille maison, dans l'étable des vaches, il y avait des patates, jusque... jusqu'aux poutres, bourrées...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hag an Almanted eu... hag eu... an daou barachutist 'na kousket 'ba... 'ba... 'ba ar c'hrignol a-us d'ar saout, gant... war... war... war... war... war ar foenn, war ar foenn. Ha... ha... ha... ha 'ma... 'ma lâret dezhe « me... a rañseigno ac'hanoc'h, emezon-me, memes en noz, ma vez un dra bennak. » Ha pa 'dant sellet gant jumellennoù, da-gaout an douar, e-kreiz-etre an Uhelañ hag an Enez Maodez, zo mor, tri gilometr hanter. Zo tri gilometr hanter duzh an douar d'arriout war... war penn an Enez Maodez. Ha goude out arri war penn an Enez Maodez, 'teus c'hoazh c'hwec'h kant metr d'ober, evit mont... lec'h emañ an ti, hag ar m... hag ar m... hag ar menaj. Hag... peogwir e oa ur menaj 'ba ar mo... 'ba an Enez Maodez. Kraou ar saout ha kraou kezeg ha kraou ar moc'h.
[nyˈœlɑ̃ - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et les Allemands euh... et euh... les deux parachutistes avaient dormi dans... dans... dans le grenier au-dessus des vaches, avec... sur... sur... sur... sur... sur le foin, sur le foin. Et... et... et... et j'avais... je leur avais dit « moi... je vous renseignerai, dis-je, même la nuit, s'il y a quelque chose. » Et quand ils avaient regardé avec des jumelles, en direction du continent, entre an Uhelañ et an Enez Maodez, il y a la mer, trois kilomètres et demi. Il y a trois kilomètres et demi du continent pour arriver sur... sur le bout de an Enez Maodez. Et après arrivé au bout de an Enez Maodez, tu as encore six cent mètres à faire, pour aller... là où est la maison, et la f... et la f... et la ferme. Et... puisqu'il y avait une ferme dans la me... sur an Enez Maodez. Une étable à vache et une étable à chevaux et une soue à cochons.
Lanvaodez - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Milin Kraou ar Moc'h, ah ya ! Kraou... bezañ e oa milinoù 'ba Plûned memestra hañ !
[ˌmiˑlin ˌkɣɔw ˈmox - ... - ... - ... ˈplyˑnəd ...]
Plûned
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kraou ar Moc'h on bet eu... ur wech bennaket, d'ar c'houlz-se e oa... ar paotr Hued a oa er skol gant... gant Alain
[ˌkɣɔw ˈmoχ ... - ... - ... - ... ˈhyˑəd ... - ...]
Plûned
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar re-mañ eo kelien-saout, anavezout a ran anezhe, ar reoù all zo brasoc'h, kelien-saout a vije dindan o c'hof, a derc'he... a derc'he da harlinkat anezhe, 'dije peoc'h ebet, geo gant o... gant o lost 'te e raent, neuze e degasent ur vandennad da kraou, kraou saout
[mɛ ˈɣemə he̞ ˌkɛjɛn ˈzɔwt - hɑ̃ˌve ə ɣɑ̃ ˈne̞ - ɣeˈwɑl zo ˈbɣɑsɔx - ˌkɛjɛn ˈzɔwd ˌviʃe diˌnɑ̃ˑn o ˈhoˑf - ˈdɛhɛ ˈdɛhɛ də haꝛˈliŋcə ˈne̞ - ˌdiʒe ˈpœɣ bet - ˌge̞ gɑ̃ o - gɑ̃n o ˈlɔst te ɣɛɲ - ˌnœhe ˈdɛsɛɲ vɑ̃nˈdenəd də kɣɔw - kɣɔw ˈzɔwt]
mais celles-ci ce sont des mouches de vaches, je les reconnais, les autres dont plus grosses, les mouches de vaches étaient sous leur ventre, elles continuaient... elles continuaient de les chatouiller, elles n'avaient jamais la paix, si avec leur... avec leur queue pardi ! elles faisaient, alors elles ramenaient une bande à l'étable, à l'étable
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'oa ket eu... 'oa ket deuet d'ar gêr bev, just e oan arri da gerc'hat bara evel-se peogwir 'h aen div wech ar sizhun en bisikled da gerc'hat bara, ha lâret da Nikol Gwilhou « daon ! n'eus ket mann nevez ebet amañ ? 'ba en Plûned ? » « ah, geo 'vat ! emezi ; ah ! arriet eo... aze zo arri ur maleur adarre emezi ! al Lagadeg emezi, Iv al Lagadeg deus Kraou ar Moc'h zo devet ! » « daonet e vo ma ene ! daon, n'eo ket posupl 'vat ! » « geo ! »
[a ˌwɑ kəd ə - ˌwɑ kə ˌdœ də ˌge̞ˑꝛ ˈbew - ˌʒyz wɑ̃n ˌɑj də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa viˌse pu ˌhe̞n ˈdiw weʒ ˈzyˑn ɛn bisiˈklɛd də ˈgɛhə ˈbɑˑɣa - a ˈlɑˑɣəd də nikɔl ˈgwiju - ˈdɑ̃w ˌnøs kə mɑ̃n ˈnɛwe ˌbed ˈɑ̃mɑ̃ - ma ɛn ˈplyˑnət - a ˈge̞w ha ˌme̞j ˈge̞w - aˑ ˈɑjəd e̞ - ˌɑˑe zo ˌɑj ə ˈmɑˑlœꝛ ˌdɑj ˈme̞j - laˈgɑˑdəg ˌme̞j - ˌiv laˈgɑˑdəg des ˌkɣɔw ˈmoɣ zo ˈdɛwət - ˈdɑ̃wnə vo ma ˈiˑne - ˈdɑ̃w ˌne̞ kə ˈposyp a - ˈge̞w]
et il n'était pas euh... il n'était pas revenu chez lui vivant, juste quand j'étais revenu d'avoir été chercher le pain comme ça puisque j'allais deux fois par semaine en bicyclette pour chercher du pain, et [j'avais] dit à Nicole Guillou « dame ! il n'y a rien de neuf ici ? à Plûned ? » « ah, mais si ! dit-elle ; ah ! il est arrivé... là il y a de nouveau un malheur d'arrivé ! Le Lagadec dit-elle, Yves Le Lagadec de Kraou ar Moc'h est brûlé ! » « damné soit mon âme ! dame, mais ce n'est pas possible ! » « si ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket soñj eu... met ar feunteunioù... gortoz 'ta ! eu... neuze e vije e-kichen eu... ur machin da lakat an dour kwa, petra a vije graet deus se ? amañ zo unan aze e-fas da... e vije gant ar moc'h gwechall, ha me 'meus stouvet... 'meus laket dour e-barzh evit al loened, evit eu... an evned bihan, ha hennezh a vije 'ba krev... kraou ar moc'h, met ur machin evel-se a vije evit an dour, hag e deue an dud da glask an dour benniget-se evit so... pep... a-bep-sort e vije 'ba eu... ha 'oa ket ar memestra partout hañ !
[ˌmøs kə ˌʒɔ̃ˑʒ ə - mɛ ə vœ̃ˈtœ̃ɲo - ˈgɔto̞s ta ə - ˌnœhe ˌviʒe ˌkiʃən ə - maˌʃiˑn də ˈlɑkə ˈduːɹ kwa - ˌpɹɑ viʒe ˌgɛt tœs ˌse - ˌɑ̃mɑ̃ zo ˈyˑn ˌɑhe ˌvɑs tə - ˌviʒe gɑ̃n ˈmox gweˌʒɑl - a ˌme møs ˈstuːvəd - møz ˈlɑkəd ˈduːɹ ˌbɑɹz wid ˈlwẽ̞ːnəd - wid ə - ˌnẽ̞wnət ˈpiˑən - a ˌhẽˑz viʒe bah kɹɛw kɹo̞wˈmox - mɛt maˌʃiˑn vəˌse̞ viʒe wid ən ˈduːɹ - a de̞ ən ˈdyd də ˈglɑsk ə ˌduˑɹ biˈniːɟət se wit sw - pop bobˈsɔɹd viʒe bah ə - a ˌwa kə ˌmo̞məsˈtɹɑˑ paɹˌtud ɑ̃]
je ne me souviens pas euh... mais les fontaines... attends donc ! euh... alors c'était à côté euh... un machin pour mettre de l'eau quoi, comment on appelait ça ? ici il y en à un là en face de... elle était avec les cochons autrefois, et moi je l'ai bouchée... j'ai mis de l'eau dedans pour les animaux, pour euh... les petits oiseaux, et ça c'était dans la crê... la soue à cochons, mais un machin comme ça c'était pour l'eau, et les gens venaient chercher cette eau bénie-là pour soi... toute... toutes sortes de choses qu'il y avait dans euh... et ce n'était pas pareil partout hein !
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'on ket ganet amañ peogwir amañ e oa kraou ar c'hezeg, met 'ba ar penn all aze, 'oa ket evel-se ivez evel-just, divalavoc'h e oa evit n'eo bremañ met añfin bepred evel-se e oa !
[... kɣɔw ˈheˑzɛk - ... - ... - ... - divaˈlɛwɔχ wa ... - ...]
je ne suis pas née ici puisque ici c'était l'étable des chevaux, mais de l'autre côté là, ce n'était pas comme ça bien sûr non plus, c'était plus rustique que ça n'est aujourd'hui mais enfin ! toujours est-il que c'était comme ça !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ e oamp minapl, minapl e oamp 'ba ar skol amañ, hag eu... ar c'hartieroù etreze, Sant Yened, Kraou ar Moc'h amañ, ni eu... ni a vije graet « moc'h Kraou ar Moc'h » diouzhimp, boñ ! « petra 'teus lâret-te ? » ale, fisel dezhi 'hat paotr ! eu... se... se 'oa ket ezhomm da lâret dimp kwa, « moc'h Kraou ar Moc'h »
[ˈɑ̃mɑ̃ wɑ̃m ˈmiːnəp - ˈmiːnəb wɑ̃m bah ˈskoːl ˌɑ̃mɑ̃ - ag ə - ə haɹˈtʲeːɹo ˈtɹeˑe̞ - zɑ̃n ˈjeːnət - kɹo̞wˈmox ˌɑ̃mɑ̃ - nim ə - nim ˌviʒe gwɛd ˌmox kɹo̞wˈmox dəˈwim - bɔ̃ - pɹa tøz lɑːt te - ˈɑːle ˈfisəl dɛj ha po̞t - ə ze - ze wa kem də ˈlɑˑɹ dim kwa - ˌmox kɹo̞wˈmox]
ici nous étions abominables [enfants se bagarrant], nous étions abominables à l'école ici, et euh... les quartiers entre eux, Sant Yened, Kraou Moc'h ici... nous euh... on nous appelait « les cochons de Kraou Moc'h », bon ! « qu'est-ce que tu as dit ? » allez, baston mon gars ! euh... ça... ça il ne fallait pas nous le dire quoi, « cochons de Kraou Moc'h »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah met réglementaire e oa ar jeu hañ ! eu... gwelet a rez eu... ma vijemp-ni eu... amañ, « moc'h Kraou ar Moc'h » amañ, alies e vijemp c'hoari gant... gant eu... eu... paotred eu... « gleskered Sant Yened » a vije graet deus ar reoù all, hag eu... e vije bec'h etrezomp alies kwa, met eu... n'ae ket unan bras 'skeiñ war unan bihan, unan eu... tout an ekip a vije oc'h en em lardañ hañ ! hag ar reoù vras gant ar reoù vras, met an hini bihan a vije unan bihan gantañ ivez kwa, ha bazhad dezhi 'ha paotr ! ha goude e vijemp kamaradoù adarre
[a mɛ ... wa ˈʒœː ɑ̃ - ə ˈgwe̞ːl ə ɹe̞z ə - ma ˌviʃɛm nim ə - ˈɑ̃mɑ̃ ˌmox kɹo̞w ˈmox ˌɑ̃mɑ̃ - aˈliˑɛz ˌviʒɛm ˈhwɑj gɑ̃n - gɑ̃n ə - ə - ˈpo̞tɹəd ə - glesˈkeːɹə zɑ̃n ˈjeːnəd ˌviʒe gwɛ dəz ɹewˈɑl - ag ə - ˌviʒe ˈbex ˌtɹeˑɔ̃m aˈliˑɛs kwa - mɛd ə - ˌnɛ kəd ˌyn ˈbɹɑːs ˌskɛˑĩ waɹ ˌyn ˈbiːən - yn ə - ˌtud ˈnekip viʃe nɔ̃n ˈlɑɹdɑ̃ ɑ̃ - a ˌɹew ˈvɹɑːs viʃe gɑ̃n ˌɹew ˈvɹɑːs - mɛ ˌnːi ˈbiːən ˌviʒe ˌyn ˈbiːən ˈgɑ̃tɑ̃ ˈie kwa - a ˈbɑhad dɛj ha po̞t - a ˈguː viʒɛm kɑ̃məˈɹɑːdo ˈɑe]
ah mais le truc était réglementaire hein ! euh... tu vois euh... si nous étions euh... ici, « les cochons de Kraou Moc'h » ici, souvent nous nous affrontions avec... avec euh... euh... les gars euh... « les grenouilles de Sant Yened » qu'on appelait les autres, et euh... c'était souvent la bagarre entre nous quoi, mais euh... un grand n'allait pas taper sur un petit, un euh... toute l'équipe se battait hein ! et les grands avec les grands, mais le petit avait un petit aussi quoi [pour se battre], et en avant la bagarre mon gars ! et après nous étions de nouveau camarades
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « tad kozh ha mamm-gozh o c'hoari boulloù 'ba Kraou ar Moc'h ! » a vije lâret, pa vije kurun met...
[ˌtɑtˈkoˑz a ˌmɑ̃mˈgoˑz ˌhwaj ˈbulu ma ˌkɣɔw ˈmox ˌviˑʒe ˈlɑˑɣɛt - pa ˌviʃe ˈkyˑɣyn mɛ]
« grand-père et grand-mère qui jouent aux boules à Kraou ar Moc'h ! » qu'on disait, quand il y avait du tonnerre mais...
Plûned
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-raok Kraou ar Moc'h zo... zo ar Groaz Kozh, lec'h... lec'h e oa ma zintin Frañsin, en tu-mañ da Graou ar Moc'h ivez, ar Groaz Kozh eo hennezh
[ˌɣo̞ˑk kɣɔw ˈmoɣ so - zo ˌgwɑˑs ˈkoˑs - ˌgwɑˑs ˈkoˑs - ˌle̞ɣ - ˌle̞ɣ wa ˌbed ma ˈzintin vɣɑ̃ˌsiˑn - ˈtymə də ˌgɣɔw ˈmoɣ ˌiˑe - ˌgwɑˑs ˈkoˑs e̞ ˈhẽˑs]
avant Kraou ar Moc'h c'est... c'est ar Groaz Kozh, là... là où était ma tante Francine, de ce côté-ci de Kraou ar Moc'h aussi, ar Groaz Kozh que c'est ça
Plûned
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude eo... Kraou ar Moc'h 'ma lâret dit, amañ e oa... en tu-mañ e oa... eñ... eñ... peogwir ar reoù Prijant a oa deut deus ar Pellem, d'ar C'hrec'h Baelan, ar C'hrec'h Baelan 'ba en Plûned
[a ˌguˑde he̞ - ˌkɣɔw ˈmoɣ ma ˌlɑˑɣə ˈdit - ˌɑ̃mɑ̃ wa - ˈtymɑ̃ wa - ˈhẽ ˈhẽ - pəˌguˑꝛ ɣew ˈpɾiˑʒən wa dœd des ˈpɛlɛm - də ˌhɣe̞ɣ ˈbe̞jlən - ˌhɣe̞ɣ ˈbe̞jlən ma ˈnplyˑnət]
et après c'est... Kraou ar Moc'h que je t'avais dit, ici c'était... de ce côté-ci c'était... ça... ça... puisque les Prigent étaient venus de ar Pellem, à ar C'hrec'h Baelan, ar C'hrec'h Baelan à Plûned
Plûned / Tregrom
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deus Kraou ar Moc'h, ac'hanta ya ! lec'h e oa... lec'h e oa Jañ ar Bozeg du-hont ha lec'h e oa Mari... Hued
[des ˌkɣɔw ˈmox - ta ˌjɑ - ˌle̞ɣ wa ˌle̞ɣ wa ʒɑ̃ ˈboˑzəg ˌdyˑən a ˌle̞ɣ wa maɣi - hyˌɛt]
de Kraou Moc'h, eh bien oui ! là où était... là où était Jean Le Bozec là-bas et là où était Marie... Huet
Plûned
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude emañ... Porzh ar Gov neuze ha Kraou ar Moc'h
[ˌguˑde mɑ̃ - ˌpɔꝛz ˈgoˑ ˌnœhe a ˌkɣɔw ˈmox]
après il y a... Porzh ar Gov alors et Kraou ar Moc'h
Plûned
Gant : Mari Ollier, ganet e 1935 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Tregrom / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ! ar Vilin eu... Kraou ar Moc'h a vije graet diouti, hag e oa Aogust... Wazhdoue o terc'hel anezhi da diwezhañ
[ˌjɑ - ˌviˑlin ə - ˌkɣɔw ˈmox ˌviˑʒe ˌgwe̞ ˈtɔ̃ti - a wa oˌgys - wazˈduˑe ˈtɛhɛl ˌne̞j də diˈweˑɑ̃]
oui ! ar Vilin euh... Kraou ar Moc'h qu'on l'appelait, et c'était Auguste... Goasdoué qui l'exploitait en dernier
Plûned
Gant : Mari Ollier, ganet e 1935 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Tregrom / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ba Porzh ar Gov ! lec'h e oa ma dud o chom, e-tal Kraou ar Moc'h
[ba ˌpɔꝛz ˈgoˑ - ˌle̞ɣ wa mə ˈdyt ˌʃo̞m - tal ˌkɣɔw ˈmox]
à Porzh ar Gov ! là où habitait mes parents, à côté de Kraou ar Moc'h
Plûned
Gant : Mari Ollier, ganet e 1935 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Tregrom / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar c'hraou... kraou saout eu... ar skol agrikultur zo war Plasenn Hayen
[ˈhɣo̞w - ˌkɣɔw ˈzɔwd ə - ˌskoˑl ... zo waɹ - ˌplɑsəˈnɑjən]
l'étable... l'étable euh... de l'école d'agriculture est à Plasenn Hayen
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Bernard ar Mañcheg, ganet e 1937 e Peurid, o chom e Runan, tud bet ganet e Peurid / ar Roc'h.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a oa bet eu... saovetaet grâce à pezh 'meump graet, met Marsel Simon a oa rezistant ivez, ha 'ba lec'h e vije graet kraou ar moc'h, e oa un nor 'ba un tu, goût a ran peogwir on bet e-barzh, hag eu... an nor-se aze 'h ae... a oa Kermatamant Vras, bremañ emañ tout a-dammoù moarvat, me 'oaran ket da biv eo, hag e c'hallez mont dre hennezh da Germatamant Vihan, lec'h e oa bet ma mamm-ioù-kozh, a soñj ganin
[ˌnim wa ˌbed ə - zo̞vəˈtɑˑd ˌgɹɑs a ˌpeˑz mœm ˌgɛt - mɛt ˌmaɹsɛl ˈsimɔ̃n wa ɹeˈzisˈtɑ̃n ˌiˑə - a bah ˌle̞x viʒe ˌgɛt kɹɔwˈmox - wa ˈnoːɹ bah ən ˈty - ˌguˑd ə ɹɑ̃ py hɔ̃ ˌbed ˈbɑɹs - ag ə ˈnoːɹ ze ˌɑhe̞ he̞ - wa ˌkɛɹmatəmɑ̃n ˈvɹɑːs - ˌbo̞mɑ̃ mɑ̃ tud ə ˈdɑ̃mo maˌhɑd - ˌme waˌɹɑ̃ kə də ˈbiw e̞ - ag ə ˌhɑle̞z ˌmɔ̃n dɹe ˌhẽˑz də ˌgɛɹmatmɑ̃n ˈviˑən - ˌle̞x wa ˌbed mə mɑ̃ˌmiɟo ˈkoːz ˌʒɔ̃ˑʃ kɑ̃ˌnĩ]
nous avions été euh... sauvés grâce à ce que nous avions fait, mais Marcel Simon était résistant aussi, et là où avait été faite la soue à cochons, il y avait une porte dans un côté, je sais puisque j'ai été dedans, et euh... cette porte menait... il y avait Kermatamant Vras, maintenant c'est tout en morceaux certainement, moi je ne sais pas à qui c'est, et tu peux aller par celui-là pour aller à Kermatamant Vihan, là où avait été mon arrière-grand-mère, il me semble
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi