Klask
« kroget »
Frazennoù kavet : 42
-
🔗 Kroget eo.
Krogeu dè.
[kʁogə dɛ]
C'est accroché.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 kroget
krogeut
[kʁogət]
accroché
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 an deiz all 'ma bet trouz, me 'ma kroget... 'ma kroget... evel-se, laket mikrobed 'ba ar volenn !
[...]
l'autre jour je m'étais faite réprimander, moi j'avais saisi... j'avais saisi... comme ça, [ayant] mis des microbes dans le bol !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ma ket bet nemet unan, ha eo gant ma genitervez 'ma bet anezhi, hoñ 'na leun, hoñ... hoñ... hoñ neuze 'oa ket 'ba hom renk tamm ebet, ha fidedoulle 'na roet unan din-me, met me o c'hoari gantañ ivez, e oan aet da dommañ e dreid dezhañ, ha kroget an tan en ennañ ! non de diou ! ha devet ma boupig, ha sell aze ! oh, e lâran dit-te ! ya, ya, hañ ! truez 'ma bet dezhañ ivez 'vat !
[... - ... - ... - ˌhɔ̃ ˈwɑ kə bah ɔ̃m ˌɣɛŋˤ ˈtɑ̃m bet - ... - ... - ... - ...]
je n'en avais eu qu'une [poupée pour jouer], et c'est avec ma cousine que je l'avais eu, elle en avait plein, elle... elle... elle alors n'était pas du tout de notre rang social, et sapristi ! elle m'en avait donné une, mais moi de jouer avec aussi, et j'étais allée lui chauffer les pieds, et le feu avait pris dedans ! non de diou ! et mon bébé avait brûlé, et voilà ! oh, je te dis ! oui, oui, hein, j'en avais eu pitié !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'na chaviret e benn ha... ur voazinez 'na ha... 'na bet c'hoanteet da dostaat diouti a gredan, hag e oan bet ur wech eno, ha 'na lâret an hini gozh Karolin « Paol, klevet 'peus ? » « n'onn ket ! » « oh, sur a-walc'h 'peus klevet hañ, petra zo arri amañ ? » « n'onn ket hañ ! » « ben, renket zo sevel Soaig, kas anezhañ da Dinam, soñjit 'ta ! kroget ar c'hoant-plac'h en ennañ 'ba an oad 'na ! »
[...]
et il avait perdu la tête et... il avait une voisine et... il avait voulu se rapprocher d'elle [la draguer] je crois, et j'avais été une fois là-bas, la vieille Caroline avait dit « Paul, vous avez entendu ? » « je ne sais pas ! » « oh, sans doute que vous avez entendu hein, ce qui est arrivé ici ? » « je ne sais pas hein ! » « ben, il a fallu lever François, l'emmener à Dinan, imaginez donc ! il avait voulu se faire une femme, à son âge ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha... hag eu... hag e dreniemp anezhe. Gant... gant... gant... gant... gant... peogwir ur gazeg, keit hag e vije... a-raok d'ar gazeg-limon, e vije kroget ur c'hrog war pep... pep... pep brec'h-karr, pep brec'h-karr. E grogemp ur c'hrog war... war pep machin houarn, hag eu... hag e dreniemp anezhe d'ar c'hostez. D'ar c'hostez ha 'ba ar c'hostez. Kostez an aod e vije ar c'harr. Ha tri bevar... tri bevar a dud... a garge anezhe 'ba... ha ni... ni a drenie anezhe du...
[...]
Et... et euh... et nous les trainions. Avec... avec... avec... avec... avec... puisqu'un cheval, tant qu'il était... devant le cheval de tête, on accrochait un crochet sur chaque... chaque... chaque brancard, chaque brancard. Nous accrochions un crochet sur... sur chaque machin métallique, et euh... et nous les trainions sur le côté. Sur le côté et de côté. Du côté de la côte il y avait une charrette. Et trois quatre... trois ou quatre personnes... les chargeaient dans... et nous... nous les trainions de...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Hag un devezh e oan deut d'ober saotiñ... ar min aze. Ha... ha... ni a oa... oa o chom, 'ba an ti-forn, lec'h emañ Pierrot Gwilhou. Ha Jeann... ha Jeann... ma wreg o lâret da... da hemañ : « Kez da lâret d'an tad 'ta, emezi, dont... dont da... dont d'e verenn ! ». Ha 'ma alumet ar vechenn. Hag aet... aet da goach 'ba ar park aze, a-dreñv ar c'hleuz. Ha me o welet hemañ o sellet e-kichen... e-kichen ar min. Ha na oa ket... na oa ket okupet... o welet moged o tont duzh... duzh ar be... duzh ar bern fagod. Pa 'ma gwelet... pa 'ma klevet anezhañ o krial « Papa ! Papa ! deus da... deus... deus da... deus da debriñ, deus da debriñ, emezañ ! ». Ha 'wele ket ac'hanon, 'ouie ket pelec'h e oan. Ha... ha 'ma lampet duzh ar park, kroget en e golier, ha sachet anezhañ 'ba ar park. « Boum ! » eme ar min.
Et un jour j'étais venu faire sauter... la mine là. Et... et... nous étions... habitions dans le fournil, là où est Pierrot Guillou. Et Jeann... et Jeann... ma femme de dire à... à celui-ci [mon fils] : « Va dire au père tiens, dit-elle, de venir... de venir au... de venir déjeuner ! ». Et j'avais allumé la mèche. Et [j'étais] allé... allé me cacher dans le champ là, derrière le talus. Et moi de voir celui-ci en train de regarder à côté... à côté la mine. Et il n'était pas... il n'était pas préoccupé... en voyant la fumée venir de... du ta... du tas de fagots. Quand j'avais vu... quand je l'avais entendu crier « Papa ! Papa ! Viens... viens... viens... viens manger ! viens manger ! dit-il ». Et il ne me voyait pas, il ne savait pas où j'étais. Et... et j'avais sauté du champ, [je l'avais] attrapé par le col et tiré du champ. « Boum ! » que la mine avait faite.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn ar fin... e oa bet tapet, gwechall, evit ampich ar brini da dont war eu... an ed, nevez-hadet, e vije lakeet... stignet eu... du lin ! des fils de lin, hag evit chaseal anezhe, 'na chaseet anezhe, 'da ket vizet mat e fuzuilh, ha 'na torret teir gostezenn, teir gostezenn, div a oa... ya ! div a oa kroget, an deirvet... a oa gangrenet, hag e oa marvet e-skeud-se, ha ma vamm 'da ket nemet tri bloaz hanter !
[...]
pour finir... il avait été victime d'un accident, autrefois, pour empêcher les corbeaus de venir sur euh... le blé, récemment semé, on mettait... installait euh... du lin ! des fils de lin, et pour les chasser, ils les avaient chassé, son fusil n'avait pas bien visé, et il s'était cassé trois côtes, trois côtes, deux avaient... oui ! deux avaient pris, la troisième... avait gangrené, et il était mort ainsi, et ma mère n'avait que trois ans et demi !
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 mallozh ma doue ! te 'badi ket pell met... bet 'ma chañs, ma vije kroget honnezh 'ba ma gar, met 'ma xxx ( ?) peotramant on barrek da bezañ skoet un taol morzhol, war ma gar ivez, me n'onn ket, met strakal a rae he dent 'vat paotr !
[ˌmɑləz ma ˈduˑe - ˌte baˈdi kə ˈpɛl mɛ - ˌbe ma ˈʃɑ̃ˑs - ma ˌviˑʒe ˈkɣɔˑgə ˈhɔ̃ˑz ba mə ˈgɑˑꝛ - mɛ ma ? pəˈtɑ̃mɑ̃n ɔ̃ ˈbɑɣɛg ˈbeˑə ˈskoˑə ˌntoˑl ˈmɔꝛʒɔl - waꝛ ma ˈgɑˑꝛ ˌiˑe - me ˈnɔ̃ kət - mɛ ˈstɣɑkal ɣe̞ i ˈdɛn ha ˌpo̞t]
malédiction de dieu ! toi [belette] tu ne feras pas long feu mais... j'avais eu de la chance, si elle m'avait mordu à la jambe, mais j'avais xxx ( ?) ou sinon je peux lui mettre un coup de marteau, sur ma jambe aussi, je ne sais pas, mais elle (montrait les dents ?) mon gars !
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ya, gwelet a rez, e oa chomet da direvrvañ gwez, xxx ( ?), hag e oa poultr ha traoù gantañ 'ba e... 'ba e borpant, gwelet a rez, hag a greiz-tout evel-se, hag e oa chimik e-barzh ivez, 'ba e c'hodell ivez, hag e oa kroget an tan en ennañ 2. ya ! 1. ya 'vat ! ken... 2. e vije klevet o krial deus n'onn ket pelec'h 1. ya ! devet e votchoù warnañ
1. [ja - ˈgwe̞ˑl ə ɣes - wa ˌʃo̞m diˈɣɛꝛvə ˈgwẽˑ - ? - a wa ˈpul a ˈtɣɛw ˌgɑ̃tɑ̃ bah i - bah i ˈbɔꝛpən - ˈgwe̞ˑl ə ɣes - a gɣɛjsˈtud vəˌse - a wa ʃiˈmig ˌbɑꝛz ˈiˑe - bah i ˈhoˑl ˌiˑe - a wa ˈkɣo̞ˑgə ˈtɑ̃ˑn ˌnenɑ̃] 2. [ja] 1. [ja ha - ken] 2. [ˌviˑʒe ˈklɛwə ˈkɣiˑəl dœz ˌnɔ̃ kə ˈple̞x] 1. [ja - ˈdɛwɛd i ˈvɔtʃo ˌwaꝛnɑ̃]
1. oui, tu vois, il était resté défoncer des souches d'arbres, xxx ( ?), et il avait de la poudre et tout sur lui dans son... dans son manteau, tu vois, et soudainement comme ça, et il y avait des allumettes aussi dedans, dans sa poche aussi, et le feu avait pris sur lui 2. oui ! 1. mais oui ! tellement que... 2. on l'entendait crier de je ne sais où 1. oui ! ses bottes ayant brûlé sur lui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.
– Janin Tremael, ganet e 1933 e Mantallod, o chom e Peurid, tud bet ganet e Kemperven / kemperven.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eo poultr... « minorga », da saotiñ revrioù gwez, eñ a oa petra ? « minorga » a vije graet dioutañ met... petra a vije graet deus ar machin-se ? eñ... eñ a oa ur machin da deviñ louzoù, ar poultr-se, ha xxx ( ?), gwelet a rez eu... hag e lakes ur vechenn e-barzh ha... e stardes... e raes un toull 'ba ar wezenn, hag e stardes anezhañ e-barzh, ha... hag ur voestad chimik gantañ aze evel-se hag e oa kroget an tan 'ba ar poultr
[he̞ ˈpul - miˈnɔɹga - də ˈsotĩ ˌɣɛꝛvo ˈgwẽˑ - ˈhẽ wa ˌpɣɑ - miˈnɔɹga ˌviˑʒe ˌgwe̞ ˈdjɔ̃tɑ̃ mɛ - ˈpɣɑ ˌviˑʒe ˌgwe̞d dœz ˈmɑʃin ze - ˈhẽ ˈhẽ wa ˈmɑ ˈmɑʃin də ˈdɛwĩ ˈluˑzu - ə ˈpul ze - a ? - ˈgwe̞ˑld ə ɣez ə - a ˈlɑke̞z ˈveʃən ˈbɑꝛz a - ˈstɑꝛde̞z ɣe̞z ən ˈtul bah ˈweˑən - a ˈstɑꝛde̞z ˌneˑɑ̃ ˈbɑɹs - a a ˌwestat ʃiˈmik ˈkɑ̃tɑ̃ ˌɑhe vəˌse a wa ˈkɣo̞ˑgə ˈntɑ̃ˑn bah ˈpult]
c'est de la poudre... « minorga », pour sauter (la souche ?) d'arbre, ça c'était quoi ? « minorga » qu'on appelait ça mais... qu'est-ce qu'on faisait de ce machin-là ? ça... ça c'était un machin pour brûler les mauvaises herbes, cette poudre-là, et xxx ( ?), tu vois euh... et tu mettais une mèche dedans et... tu serrais... tu faisais un trou dans l'arbre, et tu le serrais dedans, et... et il avait une boite d'allumettes sur lui et le feu avait pris dans la poudre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. ni e oa skoet e-traoñ, 'ma graet stabulations 2. ah ya ! 1. aze e oa, e-tal just e oa, xxx ( ?), renket skeiñ anezhi e-traoñ, n'eo ket lâret 'nije kroget ken, hoñ a oa ur wezenn arri kozh hañ ! 2. oh ya ! d'ar c'houlz-se nann ! 'vije ket tapet douar ha tout kwa pa vije bet eu...
1. [nim wa ˈskoˑə ˈtɾo̞w - ma ˌgwɛt ...] 2. [a ja] 1. [ˈɑːze wa - tal ʒyst wa - ? - ˌɹɛŋkə ˌskɛˑĩ nɛj ˈtɾo̞w - ˌne̞ kə ˌlɑˑɹ niʒe ˌkɹɔːgə ˌken - hɔ̃ wa ˈweˑən ˌɑj ˈkoːz ɑ̃] 2. [o ja - də ˈhulsːe nɑ̃n - ˌviʒe kə ˈtɑpəd ˈduˑaɹ a ˈtut kwa pa viʒe bed ə]
1. chez nous il avait été abattu [néflier], j'avais fait des stabulations 2. ah oui ! 1. il était là, à côté juste qu'il était, xxx ( ?), obligé de l'abattre, ce n'est pas dit qu'elle aurait pris, c'était un arbre arrivé âgé hein ! 2. oh oui ! à cette époque-là non ! on ne prenait pas de terre et tout [autour] quoi quand c'était euh...
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 X 'neus kroget 'ba kolier Klec'h
[nøs 'kʁɔ:gə ba 'ko:ljəʁ klex]
X a attrapé Le Clec'h par le col
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ur wech e oa bet unan, 'meus ket soñj piv e oa, hag e oa ur c'houltepoentenn gantañ hag e oa... oa kroget an tan en enni, xxx (?), goude ne oa ket anduret den ebet ken amañ
[a weʒ wa bed yn møs kə ʒɔ̃:ʃ piw wa - a wa hultə'pwɛntɛn gɑ̃ntɑ̃ a wa wa 'kʁɔ:gə ntɑ̃:n nɛni ? - 'gu:de wa kəd ɑ̃'dy:ʁəd den be ken 'ɑ̃mɑ̃]
et une fois il y en avait eu un, je ne sais plus qui c'était, et il avait une couette et elle avait... avait pris feu, xxx (?), après on n'avait plus accepté personne ici
Gant : Jañ Briand, ganet e 1924 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 grefet e oa e foie dezhañ da gentañ hag eu... 'na bet eu... rejet, 'na ket... 'na ket kroget, hag e oa adgraet, ha neuze 'na kroget, met neuze e oa e... e reñioù 'na tapet un tomm ha renket dializañ anezhañ, neuze e oa bet foutu
[’gʁɛfə wa i fwɑ ’de:ɑ̃ də ’gentɑ̃ ag ə na bed ə ʁøʒɛ na kə na kə ’kɾɔ:gət a wa ’hadgɛt a ’nœ:he na ’kɾɔ:gət mɛ ’nœ:he wa i i ’ʁɛ̃jo na ’tɑpə ntɔm a ’ʁɛŋkə dja’li:zɑ̃ neɑ̃ ’nœ:e wa be futy]
on lui avait greffé un foie au début et euh... il avait eu euh... un rejet, il n'avait... il n'avait pas pris, et on avait recommencé, et alors il avait pris, mais alors il était... ses reins avaient attrapé un coup de chaud et on avait dû le dialyser, alors il avait été foutu
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fasil eo e oa bet startoc'h kregiñ, met ur wech kroget eu...
['vɑsil e̞ wa be 'stɑɹtɔh 'kɾi:gĩ mɛd ə weʃ 'kɾɔ:gəd ə]
forcément ça avait été plus difficile de démarrer, mais une fois démarré euh... [exploitation agricole]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn neuze ni 'mamp gallet aretiñ an tan a-rez ar chiminal peogwir eu... e oant en ur rengenn-tout, ne oa ket kraou ebet izelloc'h en ur rengenn, ma vije bet kroget an tan eno a-greiz an noz e oa devet an tout e dammoù traoù da hemañ hag evel-se ne oa ket devet nemet ar c'hreñj
[bɛn 'nœ:he mym mɔ̃m 'gɑləd a'ʁɛtĩ ntɑ̃:n ʁɛs ʃi'mi:nəl pə'gu:ʁ ə wɑ̃ɲ nœʁ 'ɾɛŋgən tut wa kə hɾo̞w bed i'zɛlɔx nœʁ 'ɾɛŋgən ma viʃe be 'kʁɔ:gə tɑ̃:n 'e:no gɾɛjs nɔ̃:s wa 'dɛwət tud i 'dɑ̃mo tɾɛw də 'hemɑ̃ a və'se wa kə 'dɛwəd mɛ hɾɛ̃:ʃ]
pour alors nous avions pu arrêter le feu au ras de la cheminée puisque euh... ils étaient tous [logis] dans une rangée, il n'y avait pas de crèche plus bas dans la rangée, si le feu avait pris dedans dans la nuit, toutes ses affaires à lui auraient été brûlées et comme ça seule la grande a brûlé
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me a oa ur vazh ganin ha 'ma ket lâret mann ebet dezhañ kazi, neuze ne fiñve ket, 'ma tremenet ma bazh evel-se dindan, « tchou ! » emezañ, ha strinket anezhi e-krec'h, inkomprenapl hañ, adalek 'da tennet he daoulagad diwarnañ 'na gouvezet kwa, 'na kroget en enni ha 'na... ha hoñ 'na gwelet ar vazh oc'h arriet moarvat ivez dre dindan, 'ma ket skoet warni kwa, ar bod a lâran dit a oa evel-se ha me 'ma tremenet ma bazh dre dindan da welet peseurt reaksion 'na, ha « tak ! » emezañ, kroget (anezhi ?) ha strinket anezhi en aer
[a me wa vɑ:s kɑ̃nĩ a ma kə lɑ:ɹ mɑ̃n’bet teɑ̃ ’kɑ:he ’nœ:he vĩ’wekət ma tɾe’me:nəd mə vɑ:z və’se di’nɑ̃:n ʃu meɑ̃ a ’stɾiŋcə nɛj kwex iŋkɔ̃m’pɾe:nɑb ɑ̃ ’dɑ:lɛg da ’tɛnɛd i do̞w’lɑ:gad di’waɹnɑ̃ na gu’ve:ɛt kwa na ’kɾɔ:gə ’neni a na a hɔ̃: na ’gwɛ:lə vɑ:s ’hɑjət ma’hɑd je dɾe di’nɑ̃:n ma kə ’sko:əd waɹni kwa bud ’lɑ:ɹɑ̃ did wa və’se a me ma tɾe’me:nə ma vɑ:z dɾe di’nɑ̃:n də ’wɛ:lə pə’sœ reakˈsi:ɔ̃n na a tɑk meɑ̃ ’kɾɔ:gə nɛj a ’stɾiŋcə nɛj nɛ:ɹ]
et moi j'avais un bâton avec moi et je ne lui avais rien dit presque, alors il ne bougeait pas [chien], j'avais passé mon bâton comme ça en-dessous [du serpent], « tchou ! » dit-il, et l'avait fait gicler en hauteur, incroyable hein, à partir du moment où elle [serpent] avait retiré ses yeux de lui, il avait sû quoi hein, il l'avait mordu et il avait... et elle avait vu le bâton arriver sans doute aussi par en-dessous, je ne l'avais pas frappée quoi, la branche était comme ça je te dis et moi j'avais passé mon bâton par en-dessous pour voir quelle était sa réaction, et « tac ! » dit-il, il l'a mordue et fait gicler dans les airs
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 War ar stankoù e vez libous. Delioù bihan n'int ket gros. Chom ra war lein dour. E gwrizioù vez e-pign 'barzh dour, n'int ket kroget.
War stanko vé libous. Déyo bieun, vi-n tyeut gros. Chom ra war lèyn dour. I gwiryo vé pign bar dour, n-i tyeut krogeut.
[waʁ stãŋko ve libus] [dejo biən vincət gʁos] [ʃom ʁa waʁ lɛjn duʁ] [i gwiʁjo ve piɲ baʁ duʁ ni tjət kʁogət]
Les lentilles d'eau se trouvent dans les étangs. Des petites feuilles, elles ne sont pas grosses. Elle reste à la surface de l'eau. Ses racines sont suspendues dans l'eau, elles ne sont pas accrochées.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 kroget 'neus 'ba ma gar
['kro:gɛ nøz ba mə gɑ:r]
il a mordu ma jambe
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi