Klask
« lajad »
Frazennoù kavet : 11
-
👂 🔗 Hag a-greiz-tout, feiz, ur pennad goude e oa... arri e oa avañset mat an oferenn kwa. Hag a-greiz-tout, ur voutailhad chistr eu... « Paouf ! » Oh ! an aotrou person... Hag a-benn ul lajad goude, an oferenn a avañse kwa ! Eñ o welet eu... chistr o komañs sortial douzh eu... ar bez kwa. Ha ruilhal war... war an douar, war... war ar pave 'ba an iliz aze kwa. Hag e oa ar person... o fachañ neuze : « Ale ! Trawalc'h evel-se hein ! Deut eo da vrammat 'ba ma di, piset 'neus 'ba ma iliz, 'neus ket nemet mont da gaoc'hat lec'h all kwa ! »
[...]
Et subitement, ma foi, un moment après que... la messe était bien avancée quoi. Et soudainement, une bouteille de cidre euh... « Pan ! » Oh ! Le curé... Et un moment plus tard, la messe avançait quoi ! Il vit euh... du cidre qui commençait à sortir du euh... du cercueil quoi. Et qui coulait sur... sur le sol, sur... sur le pavé dans l'église là quoi. Et le curé... s'était fâché alors : « Allez ! Assez comme ça hein ! Il est venu péter dans ma maison, il a pissé dans mon église, il n'a qu'à aller chier ailleurs quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ya, Landreger evel-just ya ! hag e oamp o tebriñ war un dro, e oamp o tebriñ war un dro ! o tebriñ merenn hon deus graet war... war ar plas, ah ya, me zo bet ivez, ya, ya, ul lajad zo ec'h aemp bep bloaz, gant he zantin aze, un dantin zo o chom aze a-dost
[ja - lãˈdʁeˑgəʁ ... - ... tiˈmĩˑ ... - ... tiˈmĩˑ ... - tiˈmĩˑ ... - ... - ... – a ja - ... – ja – ja - ... - ... - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2024-05-29)
-
👂 🔗 bet eo o chom en Eviaz ul lajad ivez
[... e̞n ˈeˑvjas ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 an Ti Gwenn, ya, aze e oa bet crêperie ivez, e-pad ul lajad
[ˌti ˈgwe̞n - ja - ... - ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sant Vaodez sur a-walc'h zo bet aze o chom, ul lajad, « manac'h », Kervaeneg eo se eo... an anv kwa hein ! « manac'h », « manac'h » zo un moine kwa ! Kervaeneg
[zɑ̃n ˈvo̞ˑde ... - ... - ... - ke̞ꝛˈve̞ˑne̞g ... - ... - ... - ... - ... - ke̞ꝛˈve̞ˑne̞k]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Fañch Gwilhou, ganet e 1942 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ, a-benn ul lajad amañ, me n'onn ket pet menaj a vo met ne vo ket kalz avat !
[ˈɑ̃mɑ̃ - be̞n ˈlɑːʒad ˈɑ̃mɑ̃ - ˌme ˈnɔ̃ kə ped ˈmeːnaʒ vo mɛ ˌvo kə ˈkɑlz at]
ici, bientôt, moi je ne sais pas combien il y aura de fermes mais il n'y en aura pas beaucoup !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa Alan, ganet e 1937 e Pabu, o chom e Prad, tud bet ganet e ar Chapel Nevez / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ul lajad aze e vije graet kourchoù belo 'ba Bear
[ə ˈlɑːʒət ˌɑhe ˌviʒe ˌgwɛ ˈkuʁʃo ˈbeːlo ba ˈbeˑaʁ]
un moment là on faisait des courses de vélo à Bear
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Emil an Abad, ganet e 1939 e Skiñvieg, o chom e Skiñvieg, marvet e 2022, tud bet ganet e Skiñvieg / Lannbaeron.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 he den 'da... 'da graet... 'da es... 'da graet eu... e oa un den trañkil war e blaen hag ar re-se a oa men... daou c'houblad ha... en em gleve abominapl ervat ervat ivez ! hag emichañs eñ en em sante fêpaat, ha 'oa ket kat da labou... 'oa ket kat d'ober ken ha 'da esaet en em suisidañ, hag e oa arri-hi warnañ, saovetaet e oa, met honnezh 'deus ket bet... ha goude neuze, emichañs e oa bet... e oa bet ul lajad 'ba gouent Bear
[i ˈdeːn da - da ˌgwɛt - da hɛs - da ˌgwɛt ə - wa ˌdeˑn ˈtɹɑ̃kil waɹ i ˈbleːn a ɹeˌze wa men - do̞w ˈhuːblat a - nɔ̃n ˈglɛwe aboˌmiˑnab ˈvɑːd ˈvɑːd ˌiˑə - a miˌʃɑ̃ˑs ˈhẽ nɔ̃n ˈzɑ̃te fɛˈpɑːt - a ˌwɑ kə ˌkɑd laˌbu - ˌwɑ kə ˌkɑt ˈto̞ˑɹ ˌkeˑn a da hɛˌsɑˑd nɔ̃n sɥiˈsiːdɑ̃ - a wa ˌɑj ˈhiˑ ˌwaɹnɑ̃ - ˌzo̞vəˈtɑːd wa - mɛ ˈhɔ̃ˑz døs kə ˌbet - a ˌguˑde ˈnœhe - miˌʃɑ̃ˑz wa ˌbet - wa ˌbe ˈlɑːʒəd bah ˌguˑən ˈbeˑaɹ]
son mari avait... avait fait... avait ess... avait fait euh... c'était un homme très tranquille et ceux-là étaient des mén... deux couples qui... s'entendaient à merveille aussi ! et sans doute que lui se sentait faiblir, et il n'était pas capable de travaill... il ne pouvait plus faire et il avait essayé de se suicider, et elle l'avait découvert, on l'avait sauvé, mais elle n'a pas été... et après alors, sans doute qu'il avait été... qu'il avait été un moment à l'hôpital de Bear
Gant : Jeanne Gwerliskin, ganet e 1930 e Beurleudi, o chom e Kervorc'h, tud bet ganet e Beurleudi / Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude e terc'h da leskiñ aze, un tamm... tamm lajad kwa
[a ˌguˑde ˈtɛh də ˈleskĩ ˌɑhe - tɑ̃m tɑ̃m ˈlɑːʒat kwa]
et après ça continue de brûler quoi [morsure de mouche], un petit... petit moment quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Sell aze 'hat un tamm lajad 'hat interesant. Sell aze un tamm lajad interesant. Ya 'hat.
En voilà un moment intéressant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Oh ya, un tamm, un tamm ya, un tamm lajad ya. Met e-kerzh an hañv e vijent laosket pelloc'h.
[o ja tãm – tãm ja – tãm 'lajəd ja – mɛ kɛʁz ə 'nãː vijɛŋ 'lɔskə 'pɛlɔχ]
Oh oui, un peu, un petit moment oui. Mais pendant l'été, on les laissait plus longtemps.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal