Frazenn n° 89479
-
👂 🔗 Hag a-greiz-tout, feiz, ur pennad goude e oa... arri e oa avañset mat an oferenn kwa. Hag a-greiz-tout, ur voutailhad chistr eu... « Paouf ! » Oh ! an aotrou person... Hag a-benn ul lajad goude, an oferenn a avañse kwa ! Eñ o welet eu... chistr o komañs sortial douzh eu... ar bez kwa. Ha ruilhal war... war an douar, war... war ar pave 'ba an iliz aze kwa. Hag e oa ar person... o fachañ neuze : « Ale ! Trawalc'h evel-se hein ! Deut eo da vrammat 'ba ma di, piset 'neus 'ba ma iliz, 'neus ket nemet mont da gaoc'hat lec'h all kwa ! »
[...]
Et subitement, ma foi, un moment après que... la messe était bien avancée quoi. Et soudainement, une bouteille de cidre euh... « Pan ! » Oh ! Le curé... Et un moment plus tard, la messe avançait quoi ! Il vit euh... du cidre qui commençait à sortir du euh... du cercueil quoi. Et qui coulait sur... sur le sol, sur... sur le pavé dans l'église là quoi. Et le curé... s'était fâché alors : « Allez ! Assez comme ça hein ! Il est venu péter dans ma maison, il a pissé dans mon église, il n'a qu'à aller chier ailleurs quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)