Klask
« lesk »
Frazennoù kavet : 38
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 leskit ac'hanon evel ac'h on, me a lesk ac'hanoc'h evel ur c'haoc'h, evel ur c'haoc'h !
[...]
laissez-moi tel que je suis, moi je vous laisse comme une merde, comme une merde !
homophonie « ac'h oc'h / ur c'haoc'h »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Nouel ar C'harv, ganet e 1932 e Langoad, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Kemperven / ar Vinic'hi.
Ganet e langoad, bet o chom e Koatreven pa oa bugel, aet da chom da Servel da 13 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 Lesk... ah, ya ! Lescoat, ya, Leskoad, met daou Leskoad a oa ! ya, me n'onn ket penaos... Leskoad o-daou a vije...
[... - a ja - le̞sˈkwat - ja - le̞sˈkwat - ... le̞sˈkwad ... - ja - ... - le̞sˈkwad ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Polez, ganet e 1936 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2025, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-10)
-
👂 🔗 met pa vije... pa vije kurun, xxx ( ?) e oa arabat dit tapet ur forc'h dir, nag ur falz ivez, peogwir ar c'hurun a sach, a sach d'an dir, e-kichen ar forc'h, ni a lesk... a lesk anezhi da gouezhañ diouzhtu, pa vije... pa vije kurun bras, ha du-hont e vije bet kurun ha... peogwir... peogwir e deue tan deus eu... deus eu... an orjal EDF
[mɛˑ - pa ˌviˑʒe pa ˌviʃe ˈkyˑɣyn - ? wa ? ˈtɑpəd ə ˌvɔɣ ˈdiˑꝛ - na ˈvɑlz ˌiˑe - pəˌguˑꝛ ˈhyˑɣyn ˌʃɛʃ - ˌʃɛʃ dən ˈdiˑꝛ - ˌkiʃən ˈvɔʴx ˌny ˈlɛskə ˈlɛskə ˈne̞j də ˈgweˑɑ̃ dyˈsty - ˌpiʃe ˌpiʃe ˌkyˑɣyn bɾɑˑs - a ˈdyˑɔ̃n ˌviʃe ˌbe ˈkyˑɣyn ha - pəˌguˑꝛ - pu de̞ ˈtɑ̃ˑn dez ə dez ə ˈnɔꝛʒəl lydeˌɛf]
mais quand il y avait... quand il y avait du tonnerre, xxx ( ?) il ne fallait pas que tu prennes une fourche en acier, ni une faucille non plus, puisque la foudre est attirée, est attirée par l'acier, alors que la fourche, nous la laissons... laissons tomber tout de suite, quand il y avait... quand il y avait un grand orage, et là-bas il y avait eu un grand orage et... puisque... puisque du feu provenait de euh... de euh... des fils EDF
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ma damm beuz a oa amañ gant-se 2. 'vo ket benniget da beuz dit, ha neuze 'vo... 'to ket mann ebet 'ba ar jardin 'vat, lesk anezhañ darc'hañ dour warnañ bepred !
1. [mə ˌdɑ̃m ˈbœːz wa ˌɑ̃mɑ̃ gɑ̃nˌse] 2. [ˌvo kə biˈniːɟəd də ˈbœ̃ːz ˌdit - a nœhe ˌvo ˌto kə ˈmɑ̃n bed bah ˈʒɛɲ hat - ˌlɛz ˌneˑɑ̃ ˌdɑɹhɑ̃ ˈduːɹ ˌwaɹnɑ̃ ˌbopət]
1. [je suis revenue] étant donné que mon morceau de buis était ici 2. ton buis ne va pas être béni, et alors il n'y aura... tu n'auras rien dans le jardin, laisse-le jeter de l'eau dessus toujours !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.
– Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eu... devezhier ma kerez eu... tri devezh ar sizhun e vije, ya 'vat, ha setu goude e oa aet da chom da Vear, ha setu e wreg 'na c'hoantaet cheñch... cheñch plas dezhañ, gwelet a rez, ha 'na kaset anezhañ ti Blejan, en-dro d'ar yer, met ar paour-kaezh den, na oa ket bet en em blijet james ha 'na en em suisidet, ha 'na c'hoant da adretorn amañ met peogwir e wreg n'houlle ket eu... lâret e oa dezhi, « daon ! lesk anezhañ da dont ma 'neus c'hoant da dont, met ni, emezon-me, eo mat, ni eo 'vat, ni a adkemero anezhañ emezon-me, evel e kari emezon-me », ya, 'na ket lesket anezhañ da dont, ya, trist hañ ya ! ha 'na en em suisidet peogwir 'na ket en em blijet james
[ə - deˈweːʒəɹ ma ˌkeːɹe̞s ə - tɾi ˌdewəz ˈzyːn viʃe - ja ha - a ˌsetə ˌguˑde - wa ˌɛd də ˌʃo̞m də ˈveˑaɹ - a ˌsetə i ˈwɹeg na hwɑ̃nˈtɑːd ˌʃɛ̃ʃ ˌʃɛ̃ʃ ˈplɑs ˌteˑɑ̃ - ˌgwe̞ˑl ə ɹes - a na ˈkɑsə ˌneˑɑ̃ ti ˈbleːʒɑ̃n - ˌdɾo də ˈjiːɹ - mɛ ˌpokəzˈdeːn - na ˌwa kə ˌbe nɔ̃n ˈbliːʒə ˌʒɑ̃məs a na nɔ̃n sɥiˈsiːdət - a na ˌhwɑ̃n da haˈɹetɔɹn ˌɑ̃mɑ̃ mɛ pyˌgyˑɹ i ˈwɹeg nuˈle kəd ə - ˈlɑˑɹ wa ˌde̞j - dɑ̃w le̞z ˌneˑɑ̃ də ˌdɔ̃n ma nøs ˌhwɑ̃n də ˌdɔ̃n - mɛ ˈnym ˌmɔ̃me̞ he̞ ˈmɑːd - ˌnym e̞ ha - ˌnym hatkeˈme̞ːɹo ˌneˑɑ̃ ˌmɔ̃me̞ - we̞l ˈkɑːɹi ˌmɔ̃me̞ - ja ˌna kə ˈlɛskə ˌneˑɑ̃ dɔ̃n - ja ˈtɹist ɑ̃ ja - a na nɔ̃n sɥiˈsiːdət pyˌgyˑɹ na kə nɔ̃n ˈbliːʒə ˈʒɑ̃məs]
euh... journalier si tu veux euh... trois journées par semaine qu'il était, mais oui, et voilà qu'après il était allé habiter à Bear, et voilà que sa femme avait voulu changer... lui changer de place, tu vois, et elle l'avait envoyé chez Blejan, pour s'occuper des poules, mais le pauvre homme, il ne s'y était jamais plu et il s'était suicidé, et il voulait retourné ici mais parce que sa femme ne voulait pas euh... on lui avait dit, « dame ! laisse-le venir s'il veut venir, mais pour nous, dis-je, c'est bon, pour nous c'est ok, nous le reprendrons dis-je, comme tu voudras dis-je », oui, elle ne l'avait pas laisser revenir, oui, triste hein oui ! et il s'était suicidé puisqu'il ne s'y était jamais plu
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 derc'hen da gaout debron war-lerc'h kwa ! se a lesk kwa !
[ˈdɛχɛn də ˌgɑˑd ˈdɾɛˑbɔ̃n waꝛˈlɛx kwa we̞l ve ˈlɑˑt - ze ˈlesk kwa]
continuer d'avoir des démangeaisons après quoi ! ça brûle quoi !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Pier-Mari o lâret din « skoet eo da velo xxx ( ?) e bord ar c'harzh ! ha tennet ur rod ! » « lesk anezhañ da c'hoari hardi ! bremañ-souden e vo gwelet, emezon-me » « 'oa ket gleet dit bezañ graet ! » met me 'ma ket gwelet ar chadenn, peogwir 'na... peogwir 'na laket anezhi en tu all d'ar post-min, 'ma ket gwelet ar blakenn e oa prive !
[... ˌlɑˑꝛ ˈdĩ - ˈskoˑəd e̞ də ˈveˑlo ? bɔꝛd ˈhɑꝛs - a ˈtɛnə ˈɣoˑt - ˈlɛz ˌneˑɑ̃ də ˈhwɑj ˌhɑꝛdi - bo̞ˈzɔ̃m vo ˈgwe̞ˑlə ˌmɔ̃me̞ - ˌwɑ kə ˈgleˑɛ ˌdid ˈbe ˈgwe̞t mɛ ˌme ˈmɑ kə ˈgwe̞ˑlə ˈʃɑˑn - pu na pu na ˈlɑkə ˈne̞j ty ˈɑl də pɔzˈmiˑn - ˈmɑ kə ˈgwe̞ˑlə ˈblɑkən wa ˈpɣiˑve]
Pierre-Marie de me dire « ton vélo est jeté xxx ( ?) au bord du talus ! et une roue [a été] enlevée ! » « laisse-le faire ! on verra tout à l'heure, dis-je » « tu n'aurais pas dû faire ! » mais moi je n'avais pas vu la chaine, puisqu'il avait... puisqu'il l'avait mise de l'autre côté de la borne de champ, je n'avais pas vu la plaque [disant que] c'était privé !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 lesk !
[ˈlɛsk]
laisse !
Gant : Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale, me a lesk an dud da labourat !
[ˌɑˑle̞ - ˈme le̞z ˈdyd tə laˈbuːɾət]
allez, moi je laisse les gens travailler !
Gant : Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lesk anezhañ ur pennad !
[lɛz neɑ̃ ’pɛnət]
laisse-le un moment [doigt qui appuie sur un bouton] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lesk anezhañ da c'hoari hardi !
[lɛz neɑ̃ də hwɑj ’hɑrdi]
laisse-le jouer !
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vez stenn warnañ, pa lesk ur bramm e vez laoskoc'h goude kwa
[pa ve stɛn waɹnɑ̃ pe lɛsk ə bɾo̞m ve 'lɔskɔh 'gu:de kwa]
quand il est tendu, quand il lâche un pet il est plus relâché après quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a lâre d'am vamm evel-se, « oh ma Doue ! lesk anezhañ bepred ur bloavezh c'hoazh, a-benn ar fin e deuio e-barzh sur »
[hẽ: ’lɑ:rɛ dəm vɑ̃m vi’sɛ o ma ’du:e lɛz neɑ̃ ’bopə ’blɑwəs hwɑs bɛn’fi:n dɛj bɑʁz zy:ʁ]
il disait à ma mère comme ça « oh mon dieu ! laisse-le une année encore, au final il s'y mettra [à l'école] »
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evel-se euh... met eo ar chef dioutañ e-unan bepred peogwir euh... me a lesk anezhañ d'ober e jeu
[a vi’sɛ ə mɛ hɛ ʃɛf dɔ̃tɑ̃ i’hy:n ’bopət py’gy:ʁ ə me lɛz ’neɑ̃ do̞:ʁ i ʒœ:]
et comme ça euh... mais il est son propre chef toujours puisque euh... je le laisse faire son travail
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lesk unan ganin bremañ-soudenig
[lɛsk yn gə'nĩ bə'zɔ̃mic]
laisse m'en un tout à l'heure
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra 'h a d'ar marc'had ha lesk e wad er gêr ?
[pɹɑ: ha də 'mɑɹhat a lɛsk i wa:d ge̞:ɹ]
qu'est-ce qui va au marché et laisse son sang à la maison ? [réponse : le beurre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lesk an asied gant da dad !
[lɛz na'siɛd gɑ̃n də dɑ:t]
laisse l'assiette à ton père !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lesk un tamm gant If ivez !
[lɛsk tɑ̃m gɑ̃n i:f i'je]
laisses-en un peu à Yves aussi !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ma n'eo ket mat, lesk
[ma ne kə mɑ:d lɛsk]
si ce n'est pas bon, laisse
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! oh lesk anezhi hardi ya ya !
[o: o lɛz nɛj 'hɑrdi jɑ jɑ]
oh ! oh laisse-la, oui oui !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2