Klask
« lur »
Frazennoù kavet : 45
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha neuze goull gant ar pesketaer : « Pegement a glean dit ? » « Oh... kant lur kwa ! kant lur... evit ur varrikennad dour ». Hag eñ en roud, da vont da bourk Pañvrid hag arriout 'ba ar gêr. Eñ a oa o chom... kostez an Ti Koad. Ha... eñ... o lakat ur c'hog war... war ar varrikenn, ha komañs tennañ... ur voutailhad dour da... da Maivon, ha roet dour da Maivon kwa.
[ˈpɑ̃ˑvʁit - ˌtiˈkwat]
Et il demanda alors au pêcheur : « Combien je te dois ? » « Oh... cent francs quoi ! Cent francs... pour une barrique d'eau ». Et il se mit en route, pour rentrer au bourg de Pañvrid et revenir chez lui. Il habitait... du côté de an Ti Koad. Et... il... mit un robinet... sur la barrique, et il commença à tirer... une bouteille d'eau pour... pour Maryvonne, et il donna de l'eau à Maryvonne quoi.
Pañvrid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 dam, un hanter lur !
[... - ˌnɑ̃ntəɹˈlyˑɹ]
dame, une demi-livre !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 hag evit un onner vihan, d'ar c'houlz-se, e oa bet tregont mil lur, tregont mil lur, hag eu... evit un onner vihan, evit ul leue bihan, hag evit ur c'hole bihan, e oa bet eu... eu... tost da 45, 45 hag evel-se e oa graet ur gwenneg bennak... adarre 'ba an ti kwa !
[... - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ... - ... - ...]
et pour une petite génisse, à cette époque-là, il y avait eu trente mille francs, trente mille francs, et euh... pour une petite génisse, pour un petit veau, et pour un petit taureau, on avait euh... euh... près de 45, 45 et comme ça nous en avions tiré quelques sous... de nouveau dans la maison quoi !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ur min... a oa... a oa... a oa kouezhet ur min... e-kichen, lec'h emañ an uzin istr aze, e Lanvaodez. Memestra evel un dorzh vara dek lur. E oa kouezhet ur pe... un tamm duzh... duzh ar garreg. Soñj dit !
[...]
Une pierre... était... était... une pierre était tombée... à côté, là où est l'usine d'huître là, à Lanvaodez. Pareil qu'une miche de pain de dix livres. Un morc... un bout du... du rocher était tombé. Imagine !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « Ac'hanta eu... bet 'neus... bet 'neus ar plac'h aze, emezañ, eu... ur pezh bugel 'vat, emezañ ! ». A soñj dit, e raen... e raen 6 kilos, pa oan ganet. Pa oan ganet. Daouzek lur. 'Na... 'na... 'na gwelet ar medesin, james ur bugel ken... ken... ken fort-se, ken fort-se.
[...]
« Eh bien euh... Cette fille là a eu... a eu, dit-il, euh... un sacré bébé, dit-il ! ». Imagine, je faisais... je faisais 6 kilos, quand j'étais né. Quand j'étais né. Douze livres. Jamais le médecin n'avait... n'avait... n'avait vu un bébé aussi... aussi... aussi gros que ça, aussi gros que ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ah, ya ! ar Ruello a oa ur *ven... ur menaj ivez, ya, ar Ruell... ar Ruello, ar Lur... ar Ruello a vije graet doutañ, 'ba en brezhoneg, ar Ruello
[a ja - ˌɹyˈe̞lˑo ... - ... - ja - ˌɹyˈe̞lˑ - ˈɹyəlo - ˈlyɹ - ˈɹyəlo ... - ... - ˈɹyəlo]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Jegou, ganet e 1932 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Kemper / Kemper.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 na 'neus prenet ar Ve... 'ba ar Veneg, aze e oan o komz dit duzh ar Veneg, hennezh zo bet gwerzhet nevez zo, pemp kant mil lur, gant un dourellenn ha traoù epatant
[... - ... ˈveˑnɛk - ... ˈveˑnɛk - ... - ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Gonideg, ganet e 1935 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Planiel, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuvihan / Lezardrev.
Tremenet 'neus e yaouankiz (20 vl.) en Tredarzeg, en Planiel eo bet o chom goudeDastumer : Tangi
-
👂 🔗 deus... deus Keravel-se sell ! peogwir e oamp 'ba ar skol e Sant-Laorañs, hag eu... 'h aemp da gerc'hat bara da Drezelan, ha ma dad 'na graet ur c'harr bihan dimp, gant div rod bisiklet, kar c'hwec'h e oamp te ! hag e oa... e vije ezhomm un tamm mat bara, ha 'h aen neuze... div wech ar sizhun da gerc'hat da Drezelan amañ, d'ar c'houlz-se e vije torjoù dek lur, n'eo ket an tammoù machinoù bihan a vez bremañ !
[... - ... ke̞ˈɣɑwəl ze ... - ... zɑ̃ˈlo̞ˑɹɑ̃s - ... - ... dɣeˈzeˑlɑ̃n - ... - ... - ... - ... ˈtɔꝛʒo ˈdeg lyꝛ]
de... de ce Keravel tiens ! puisque nous étions à l'école de Sant-Laorañs, et euh... nous allions chercher du pain à Trezelan, et mon père nous avait fait une petite charrette, avec deux roues de bicyclettes, car nous étions six pardi ! et il y avait... il fallait une grosse quantité de pain, et j'allais alors... deux fois par semaine à Trezelan ici, à cette époque-là il y avait des miches de dix livres, ce n'était pas les petits machins qu'on a maintenant !
St-Laorañs
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale ! restaurant da greistez, ugent mil lur !
[aˌle - ... də gɣesˈteˑ - ˌygɛn ˈmil lyꝛ]
allez ! restaurant le midi, vingt mille francs !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'meus ket a geuz deus ar pezh 'meus graet hein ! a-benn e oa fin pa oamp dimezet e oan aet da Jersey da... da c'honit an daol-mañ, ya, serriñ patatez, da beder eur beure e save, peogwir 'mamp ket arc'hant, ha 'mamp paeet honnezh unnek mil lur, onze mille francs, an daol, ha div bank
[mɛ ˌmøs kə ˈgœ̃ː dø ˌpeˑz møz ˈgwɛd ɛ̃ - ˌbe̞n wa ˈfiˑn pe wɑ̃m diˈme̞ˑɛt wɑ̃n ˌɛt tə ˌʒɛɹzɛ də - də ˈhɔ̃ːnid ən ˈdoːl mɑ̃ - ˌjɑ - ˈzɛĩ paˈtɑtəs - də beˌdɛˑɹəɹ ˈbœːɹe ˈzawɛ - py ˌmɑ̃m kəd ˈɑɹhɑ̃n - a mɑ̃m ˈpɛˑə ˈhɔ̃ˑs ˌœnɛk ˈmil lyɹ - ... - ˈndoːl - a ˈdiw bɑ̃ŋk]
mais je n'ai pas de regret au sujet de ce que j'ai fait hein ! lorsque ça s'était terminé lorsque nous nous étions mariés j'étais allée à Jersey pour... pour gagner cette table-ci, oui, ramasser des patates, on se levait à quatre heures du matin, puisque nous n'avions pas d'argent, et nous l'avions payée onze mille francs, onze mille francs, la table, et deux bancs
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwerzhet 'na anezhañ ivez, ha 'na gon... gonezet... eu... kant mil lur warnañ
[ˈgwɛɹzɛ na ˌneˑɑ̃ ˌiˑə - a na gɔ̃ - gɔ̃ˈneˑət - ə - kɑ̃n ˈmil ˌlyˑɹ waɹnɑ̃]
il l'avait vendu aussi, et il avait gag... gagné... euh... cent mille francs dessus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « 'teus ket ezhomm da vezañ jenet ! emezañ, me a debrouilho ac'hanout, ha... emezañ, gant lostoù da saout emezañ e baei da... breioù », ha lâret 'na din ha gwir e oa ! ac'hanta ! ar pre... bet 'ma ur pre diouzhtu, ha 'ma... 'mamp prenet anezhañ en 74 hag a-benn 81 'mamp paeet anezhañ, pe... *pez... pemp kant lur ar bloaz 'mijemp da reiñ met d'ar c'houlz-se e oa se un tamm mat a arc'hant
[tøs ˈkem də ˌveˑɑ̃ ˈʒeˑnə ˈmeˑɑ̃ - ˌme deˈbɣujo ˈɔwt - a ˈmeˑɑ̃ - gɑ̃n ˈlɔsto də ˈzɔwd ˈmeˑɑ̃ ˈbɛˑi də - ˈbɣɛjo - a ˈlɑˑꝛ na ˈdĩ a ˈgwiˑɹ wa - ˈhɑ̃nta - ˈpɣɛ - ˌbed ma ˈpɣɛ diˈstyˑ - a ma mɑ̃m ˈpɣeˑnə ˌneˑɑ̃ ... a ˌbe̞n ... mɑ̃m ˈpɛˑə ˌneˑɑ̃ - pɛ pɛz pɛm ˌkɑ̃n lyꝛ ˈblɑˑ ˌmiˑʒɛm tə ˈɣe̞ˑĩ mɛd də ˈhulsˑe wa ˈse tɑ̃ˌmɑd ˈɑχɑ̃n]
« tu n'as pas à être gênée ! qu'il me dit, moi je t'aiderai, et... dit-il, tes... prêts tu les paieras avec les queues de tes vaches », et il m'avait dit et c'était vrai ! eh bien ! le prêt... j'avais eu un prêt tout de suite, et j'avais... nous l'avions acheté en 74 et pour 81 nous l'avions payé, ci... *cin... nous avions cinq cent francs à donner par an mais à cette époque-là c'était une belle somme d'argent
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude neuze 'mamp... graet, hag e oamp aet da derc'hen un tamm menaj bihan, ur vuoc'h da gentañ, goude 'mamp teir, « oh ! mat eo ! », pinvikaet e oamp met 'oa ket nemeur a arc'hant, 'oa ket nemet... pemp kant lur, cinq francs, ma doue ! 'nemp ket kalz tra hein ! a-benn neuze e oamp deuet da labourat e ti ar Fibleg aze, ha me a vije ordinal o paeañ... paeañ lodennoù kezek, evit kaout kezeg da labourat an douar, ya, e oa lâret dimp pa oamp deut aze, 'mijemp kezek evit mann, « ya, kaoc'h ivez ! », paeañ anezhe ya gant da... gant da gorf, e vije korveoù
[a ˌguˑde ˌnœhe mɑ̃m - ˌgwɛt a wɑ̃m ˌɛt tə ˈdɛhɛn tɑ̃m ˌmeˑnaʒ ˈbiˑən - ˈvyx tə ˈgentɑ̃ - ˌguˑde mɑ̃m ˈtɛːɹ - oː ˈmɑːd e̞ - piniˈcɑːd wɑ̃m mɛ ˌwɑ kə ˌmœˑɹ ˈɑɹhɑ̃n - ˌwɑ kə ˌmɛ - pɛmˈkɑ̃n lyɹ - ... - ma ˈduˑe ˌnɛm kə kals ˈtɹɑˑ ɛ̃ - ˌbe̞n ˈnœhe wɑ̃m ˌdœt tə laˈbuːɹat ti ˈviːbləg ˌɑhe̞ - a ˌme ˈviˑʒe ɔɹˈdiːnal ˈpe̞ˑɑ̃ - ˈpe̞ˑɑ̃ loˈdeno ˈkeːzɛk - mə ˈdeːn wa uˌvɹiˑəɹ ... ˌɑhe̞ mɛ ? ˈpe̞ˑɑ̃ loˈdeno ˈkeːzɛk - vi ˌkɑˑt ˈkeːzɛk tə laˈbuːɹa ˈnduˑaɹ - ˌjɑ - wa ˈlɑːt ˌtim pe wɑ̃m ˌdœd ˈɑhe̞ - ˌmiʒɛm ˈkeːzɛg vid ˈmɑ̃n - ˌjɑ ˈkɔx ˌiˑe - ˈpe̞ˑɑ̃ ˈne̞ ˌjɑ gɑ̃n tə - gɑ̃n tə ˈgɔɹf - e ˌviˑʒe kɔɹˈveˑo]
et après alors nous avions... fait, et nous étions allés tenir une petite ferme, une vache au début, après nous en avions trois, « oh ! c'est bien ! », nous nous étions enrichis mais il n'y avait guère d'argent, il n'y avait que... cinq cent francs, cinq francs, mon dieu ! nous n'avions pas beaucoup de choses hein ! pour alors nous étions venus travailler chez Le Fiblec là, et moi j'étais tout le temps en train de payer... de payer des parts de chevaux, pour avoir des chevaux pour travailler la terre, oui, on nous avait dit quand nous étions venus là, que nous aurions des chevaux gratuitement, « oui, la merde aussi ! », les payer oui, avec ton... avec ton corps, il y avait des corvées
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha war an dumporell e oa lur... ul luruilh, ul luruilh a vije graet deus hennezh, un organell kazi, luruilh, luruilh, ha war hennezh e vije... vije... vije staget ur gazeg all, e vije brañchet ar chadennoù war brec'hioù... war brec'hioù an dumporell, met luruilh, luruilh a vije graet dioutañ
[a waʁ nim'po:ʁo wa ly:ʁ ə 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj viʃe gwɛd de hẽ:s nɔʁ'gɑ̃:nəl 'kɑ:he 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj a waʁ hẽ:z viʒe viʃe viʒe 'stɑ:gə 'gɑ:zəg al viʃe 'bɾɑ̃ʃət ə ʃa'deno waʁ 'bɾe̞jo waʁ 'bɾe̞jo nim'po:ʁo mɛ 'ly:ʁyj 'ly:ʁyj viʃe gwɛd dɔ̃ntɑ̃]
et sur le tombereau il y avait... un xxx ( ?), un xxx ( ?) qu'on appelait ça, presque un anneau, xxx ( ?), xxx ( ?), et sur celui-là on... on... on attachait un autre cheval, on branchait les chaînes sur les brancards... sur les brancards du tombereau, mais xxx ( ?), on appelait ça xxx ( ?)
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ur pezh kant lur, ur pezh a gant lur, eñ zo autre chose hein, hennezh... hag e oa sac'het 'meus aon hanter he goûg met gallet 'na tennañ dezhi
[mɛ pe:s kɑ̃n ’ly:ʁ pe:z gɑ̃n ly:ʁ hẽ̞: zo otʁə ʃoz ɛ̃ hẽ̞:z a wa ’zɑ:həd møz ’ɑ̃wən ’hɑ̃ntəʁ i gug mɛ gɑl na ’tɛnə dɛj]
mais une pièce de cent francs, une pièce de cent francs, ça c'est autre chose hein, celle-là... et elle était restée coincée au milieu de la gorge je crois mais il avait réussi à la lui enlever
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e oa marc'had-mat an interest kwa, ha goude pa eo deut jeu al laezh, aze zo bet ur varrenn ( ?), aze... aze ('dez aret ?) un ti evel e vez lâret kwa, ha pa 'nez arriet ar gont loened, aze ur milion ar miz d'ar c'houlz-se, se a oa inkomprenapl, na 'pez posupl 'nije frejoù deus an hanter anezhe e vane pemp kant mil lur
[də ’hulse wa ˌmɑɹha’mɑ:d ə nin’te:ɹəs kwa a ’gu:de pe he̞ dœd ʒœ: lɛ:s ’ɑ:he zo bed əɹ ’vɑɹən ’ɑ:he ’ɑ:he de ’ɑ:ɹəd ən ti: wɛl ve lɑ:t kwa a pe na ’ɑjəd ə gɔ̃n ’lwẽ̞:nəd ’ɑ:he ə mi’li:ɔ̃n mi:s tə ’hulse ze wa inkɔ̃m’pɹe:nap na pe ’posyb niʒe ’fɾɛ:ʒo dəz ’nɑ̃ntəɹ nɛ: ’vɑ̃:ne pɛmkɑ̃n’mily:ɹ]
à cette époque-là l'intérêt était bon marché quoi, et après quand est arrivée l'économie du lait, là il y a eu xxx ( ?), là... là xxx ( ?) une maison comme on dit quoi, et quand il a atteint le nombre de bêtes, là un million par mois à cette époque-là, ça c'était incompréhensible, quand bien même il avait des frais sur la moitié d'entre eux, il restait cinq cent mille francs
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'mo anezhi emezañ kazi... kazi hanter-kant mil lur gwelloc'h-marc'had, hag ar vrabant a vo dit
[a mo nɛj meɑ̃ 'kɑ:he 'kɑ:he ˌhɑ̃ntə'kɑ̃n mil ly:ʁ ˌwɛlɔx 'mɑɾhat a 'vɾɑ:bɑ̃n vo dit]
et je l'aurai dit-il presque... presque cinquante mille francs de moins, et la charrue sera à toi
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mekanikoù hag euh... a ganne ugent lur euh... dilhad, dilhad sec'h, ugent lur a dilhad sec'h
[ˌmikə’niko ag ə ’gɑ̃ne y’gɛnly:ʁ ə ’dijəd ˌdijə’zex y’gɛnly:ʁ ˌdijə’zex]
des machines qui euh... lavaient dix kilos euh... de vêtements, de vêtements secs, dix kilos de vêtements secs
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall boñ, pa hade kannab, e vije ul lur da hadañ ur gordenn douar
[gwe’ʒɑl bɔ̃ pe ’hɑ:de ’kɑ̃nap viʒe li:ɹ da ’hɑ:dɑ̃ ’gɔɹdən ’du:aɹ]
autrefois bon, quand il semait du chanvre, il y avait une livre à semer pour une corde de terre
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi