Klask
« modern »
Frazennoù kavet : 19
-
👂 🔗 Ha Monseigneur Serrand, eñ a oa un den ha... modern a-walc'h kwa, ha 'na lâret : « Bon eu... me a vez partout, 'ba ar parroujoù bras, an ilizoù bras, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp ha... tout ar pardonioù aze. Met ret e vo din mont da welet eu... ar veleien zo 'ba eu... tammoù parroujoù vihan aze. Ar re-se 'welont ket an eskob nemeur kwa ! »
[lɑ̃nˈdʁeˑgəꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - luˈdeˑak - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Et Monseigneur Serrand, lui c'était un homme qui était... assez moderne quoi, et il avait dit : « Bon euh... moi je suis partout, dans les grandes paroisses, les grandes églises, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp et... tous les pardons là. Mais il faudra que j'aille voir euh... les prêtres qui sont dans euh... les petites paroisses là. Ceux-là ne voient guère l'évêque quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 o dud zo kaoz ivez kwa, an amzer modern zo deut re re re !
[...]
c'est leurs parents qui sont responsables quoi, l'époque moderne est devenue trop trop trop !
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 traoù modern-tout sell ! tout gant roboioù ha gant eu... trakteurien o vont o-unan ha traoù...
[ʁoˈbojo]
des choses extrêmement modernes ! toutes avec des robots et avec euh... des tracteurs autonomes [litt. allant tout seul] et tout...
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 amañ e oa scie à ruban neuze met amañ zo unan eu... modern, unan vihan aze, d'ober brikolaj
[ˌɑ̃mɑ̃ wa ... ˌnœhe mɛ ˌɑ̃mɑ̃ zo ˈyˑn ə - moˌdɛʁn - ˌyˑn ˈviˑən ˌɑˑe - ˌdo̞ˑbəʁ bʁiˈkolaʃ]
ici il y avait une scie à ruban aussi mais ici c'est une euh... moderne, une petite là, pour faire du brikolage
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met n'eo ket modern met lojapl eo, ha bremañ eo da ma bugale peogwir 'meus graet ma fartaj, ha... laket eo pep hini e stal, an hanter... an hanter deus an ti zo da... unan, hag an hanter zo d'unan all, en em demerdiñ a reont goude
[mɛ ˌne̞ kə moˈdɛꝛn mɛ ˈloˑʒab e̞ - a ˈbo̞mɑ̃ he̞ də mə byˈgɑˑle py møz ˌgwe̞ mə ˈvɑꝛtaʃ - a - ˌlɑkəd e̞ poˈpiˑni i ˈstɑˑl - ˈnɑ̃ntəꝛ ˈnɑ̃ntəꝛ dœz ən ˈtiˑ zo də - ˈyˑn - a ˈnɑ̃ntəꝛ zo də ˈnɑl - nɔ̃n deˈmɛꝛdĩ ɣɛɲ ˌguˑde]
mais ce n'est pas moderne mais c'est habitable, et maintenant c'est à mes enfants puisque j'ai fait mon partage, et... c'est mis chacun sa part, la moitié... la moitié de la maison est à... un, et [l'autre] moitié à un autre, ils se démerdent après
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kergoureg, Prad ya, penn ar C'hra, mais le... la... le... an ti, anv ma zi bihan, kar du-mañ e oa ur pezh ti hañ ! du-mañ e oa modern, du-mañ e oa... ar guizin, ar sal, salon ha chambre à coucher, tout e oa ar memes hini
[kɛɹˈguːɹɛk - ˈpɹɑːd ˌjɑ - ˌpe̞n ə ˈhɹɑˑ - ... ˈtiˑ - ˈnɑ̃ːno mə ˌzi ˈbiˑən - kaɹ ˌdymɑ̃ wa ˌpes ˈti ɑ̃ - ˌdymɑ̃ wa moˌdɛɹn ˌdymɑ̃ wa - ə gɥiˌziˑn - ˈzɑːl - ... a ... - ˈtud wa mɔ̃ˈsiːni]
Kergoureg, Prad oui, penn ar C'hra, mais le... la... le... la maison, le nom de ma petite maison, car chez moi c'était une grosse maison ! chez moi c'était moderne, chez il y avait... la cuisine, la salle à manger, le salon et la chambre à coucher, tout dans la même [pièce]
Prad
Gant : Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur feunteun a oa, peogwir aze 'h aemp tout da gerc'hat dour, gant kelornioù, kua ! gant kelornioù, e vije ur c'helorn ganit 'ba pep dorn, da degas d'an ti, d'ober boued ha d'ober tout, evel e vije ! 'oa ket modern hañ ! ac'hanta, ha neuze e oa ur stank-kannañ tal-kichen, hag ur feunteun, eu... feunteun san... feunteun Gwerun, ya, feunteun Gwerun e oa, han-se gwelet a rez !
[ə ˈvɑ̃ntən wa - py ˌɑhe̞ ˌhɛm ˈtut tə ˈgɛɹhəd ˈduːɹ - gɑ̃n kyˈlɔɹɲo - ˌkyˑa - gɑ̃n kyˈlɔɹɲo - ˌviʒe ə ˈhyːlɔɹn gəˌnid bah po̞p ˈtɔɹn - də ˌde̞s tən ˈtiˑ ˌdo̞ˑɹ ˈbwet a ˌdo̞ˑɹ tut - we̞l ˌviʒe - ˌwɑ kə moˌdɛɹn ɑ̃ - ˌhɑ̃nta - a ˌnœˑe̞ wa ˌstɑ̃ŋˈkɑ̃nˑɑ̃ talˌkiʃən - ag ə ˈvɑ̃ntən - ə ˈvɑ̃ntən zɑ̃ - ˌvɑ̃ntən gwɛˈɹyːn - ˌjɑ ˌvɑ̃ntən gwɛˈɹyːn wa - ɑ̃ˌse ˈgwe̞ˑl ə ɹe̞s]
il y avait une fontaine, puisque nous allions tous chercher de l'eau là, avec des seaux, quoi ! avec des seaux, tu avais un seau dans chaque main, à rapporter à la maison, pour faire à manger et pour faire tout, comme c'était ! ce n'était pas moderne hein ! eh bien, et il y avait aussi un lavoir à côté, et une fontaine, euh... la fontaine de sain... la fontaine de Gwerun, oui, la fontaine Gwerun que c'était, donc tu vois !
Bear-Gwenezhan
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ lec'h eo laket an traoù modern ha zo ur ru evel pa 'vije 'ba en kêr kwa, eo Ruchant, lec'h emañ ma genitervez, an ti... Ruchant ya, Ruchant eo an hini tostañ, ya
[ˌbo̞mɑ̃ le̞x e̞ ˌlɑkə ˈntɹɛw moˌdɛɹn a zo ˈɹyˑ ve̞l pe ˌviʒe ban ˈke̞ːɹ kwa - he̞ ɹyˈʃɑ̃n - ˌle̞x mɑ̃ mə ginˈtɛɹwəs - ən ˈti - ɹyˈʃɑ̃n ˌja - ɹyˈʃɑ̃n he̞ ˌniˑni ˈtɔstɑ̃ - ˈjɑ]
maintenant c'est là où ont été mis des trucs modernes et il y a une rue comme si on était en ville quoi, c'est Ruchant, là où est ma cousine, la maison... Ruchant oui, le plus proche c'est Ruchant, oui
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar machin da dennañ portredoù ne oa... ne oa ket modern hañ
['mɑʃin də 'dɛnɑ̃ pɔʁ'tʁɛ:ʒo wa wa kə mo'dɛʁn ɑ̃]
l'appareil photo n'était... n'était pas moderne hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « modern me oar petra ! » 'deus lâret din
['modɛrn me war pra døs 'la:rət tĩ]
« moderne ou un truc du genre ! » ce qu'elle m'a dit
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ar reoù yaouank bremañ peogwir e vez diskwelet kement a draoù dezhe 'ba ar skolioù, ne soñjont ket pegen ker eo an traoù, ha 'deuint c'hoant da gaout tout modern
[mɛ ʁew ’jo̞wɑ̃ŋg ’bʁemɑ̃ py’gy:ʁ ve dis’kwe:lət ’kemən dʁɛw dɛ: bah ’sko:ljo ’ʒɔ̃:ʒɛɲ cət pegen ke:r ɛ trɛw a dœɲ hwɑ̃n də gɑ:t tud mo’dɛʁn]
mais les jeunes maintenant puisqu'on leur montre tant de choses dans les écoles, ils ne pensent pas [n'imaginent pas] combien les choses sont chères, et ils veulent toutes les choses modernes
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa... ne oa mann modern ebet na mann ebet kwa
[wa wa mɑ̃n 'mo:dɛʁn bet na mɑ̃n bet kwa]
il n'y avait... avait rien de moderne ni rien quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha se zo kaoz me 'ma graet ma choaz reiñ labour d'unan bennaket da c'horo evit n'eo prenañ... reiñ tout an arc'hant 'ba an oustilhoù modern
[a se zo ko:z me ma gwɛd mə ʃwɑ:z ʁɛj 'lɑ:buʁ dy:n mə'nɑkəd də 'ho:ʁo wi nɛ 'pʁe:nɑ̃ ʁɛj tud 'nɑʁhɑ̃n bah nus'tiʎo mo'dɛʁn]
et c'est pour ça, moi j'avais fais le choix de donner du travail à quelqu'un pour traire plutôt que d'acheter... mettre tout l'argent dans des engins modernes
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 E-barzh penn ar marchosi neuze, neuze e oa graet, feiz, unan modern betek hag ober, graet ur c'houloir e-barzh ar c'hreiz, abalamour da reiñ boued dezhe deus ar c'hreiz.
[bah pɛn maʁ'ʃɔsi nœhe – nœhe wa 'gwɛt fe yn 'modɛʁn betek a 'gɔːʁ ɛ gwɛd hulwaːʁ bah 'hʁe̞js – bãw tə 'ʁœŋ 'bwet te̞ døz 'hʁe̞js]
On l'avait faite [la crèche à cochons] au bout de l'écurie, une moderne tant qu'à faire, avec un couloir au milieu pour leur donner à manger depuis le milieu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 hoñ a oa traoù modern e-barzh
[hɔ̃: wa trɛw 'modɛrn bɑrs]
elle comportait des éléments modernes
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha se zo kaoz me 'ma graet ma choaz reiñ labour d'unan bennaket da c'horo evit n'eo prenañ... reiñ tout an arc'hant 'ba an oustilhoù modern
[a se zo ko:z me ma gwɛd mə ʃwɑ:z ʁɛj 'lɑ:buʁ dy:n mə'nɑkəd də 'ho:ʁo wi nɛ 'pʁe:nɑ̃ ʁɛj tud 'nɑʁhɑ̃n bah nus'tiʎo mo'dɛʁn]
et c'est pour ça, moi j'avais fais le choix de donner du travail à quelqu'un pour traire plutôt que d'acheter... mettre tout l'argent dans des engins modernes
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket mann ebet modern hein, ha han-se e veze derc'het... gant-se 'meump derc'het da labourat
[wa kə mɑ̃n’be mo’dɛrn ɛ̃ a ɑ̃'se viʒe ’dɛrhɛt gɑ̃n ze mœm ’dɛrhɛt tə ’la’bu:rət]
il n'y avait rien de moderne, et donc on a continué... par conséquent nous avons continué à travailler [la terre]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-wechoù, gant tout an traoù modern zo, ec'h arruent da vankout 'ba... 'ba... n'eo ket... n'eo ket brav... n'eo ket ni zo sañset d'ober, sañset e vez degaset keloù dimp gant an INSEE
[’we:ʒo gɑ̃n tud trɛw mo’dɛrn zo ’hɑjɛɲ də ’mɑ̃ŋkut bah bah py’gy:r nɛ kə nɛ kə brɑw nɛ kə nim zo ’sɑ̃sət to:r ’sɑ̃səd ve ’djɛsə ’kɛ:lo dim gɑ̃n nin’se]
parfois, avec tous les choses modernes qu'il y a, ils arrivent à se tromper dans... dans... ce n'est pas... ce n'est pas... ce n'est pas nous qui sommes sensés faire, normalement on est informé par l'INSEE
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Peogwir e oa sañset bezañ modern un tamm bihan, peogwir e oa krevier...
Pegur oa sañset béañ modèrn tamm bïen, pegur oa krêvier.
Parce qu'elle était censée être un peu moderne, puisqu'il y avait des crèches...
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal