Klask
« neuial »
Frazennoù kavet : 20
-
🔗 Ba ar mor eo ret goût neuial mat.
Bar mor rèt è gout noeyoel mad.
[baʁ moʁ ʁɛt ɛ gut nœjœl mad]
à la mer il faut bien savoir nager.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Neuial 'ba an dour mor.
Noeyoel bar dour mor.
[nœjœl baʁ duʁ moʁ]
Nager dans la mer.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Neuial 'ba ar mor.
Noeyoel bar mor.
[nœjœl baʁ moʁ]
Nager dans la mer.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 neuial
noeyoel
[nœjœl]
nager
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ha petra 'ma... 'mamp... 'ma... 'ma graet ? Ma vreur na... na ouie ket neuial, na neuie ket. Met me... met me... a oa ur sakre... ur sakre neuier. Hag eu... a 'ma... a 'ma splujet. 'Ma... 'ma tennet ma bragoù ha 'ma ur... ur slip dindan. Ha 'ma splujet diwar ar c'hleuz. Re sonn ! Ha 'ma skoet ma benn, 'ba ar foñs, 'ba ar sabl, 'ba ar sabl.
[...]
Et qu'est-ce que j'avais... nous avions... j'avais... j'avais fait ? Mon frère ne... ne savait pas nager, il ne savait pas. Mais moi... mais moi... j'étais un sacré... un sacré nageur. Et euh... j'avais... j'avais plongé. J'avais... j'avais ôté mon pantalon et j'avais un... un slip en-dessous. Et j'avais plongé du talus. Trop verticalement ! Et je m'étais cogné la tête, au fond, dans le sable, dans le sable.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Ha... ha reoù ar sous-marin, reoù 'oant ket lazhet, a oa... o neuial war an dour. Hag e oa reoù ar petrolier o saovetaat anezhe. Hag ar sous-ma... ar sous-marin alman, a laoske ar sous-m... a laoske ar petrolier da... da... da saovetaat ar reoù all. Ha pa 'dant gwelet 'dant... 'dant ambarket tout ar reoù a oa war an dour, Am... an Am... Amerikaned, war ar petrolier, war ar petrolier, « paoñ ! » 'dant tennet ur... war... war... war ar petrolier. Ha... ha... ha tout ! 'Oa ket manet hini ebet. Tout... tout e oant bet lazhet. Tremen kant a dud, etre ar sous-marin ha... ha... hag ar petrolier. Tremen kant a dud.
[...]
Et... et ceux du sous-marin, ceux qui n'étaient pas tués, étaient... en train de nager sur l'eau. Et il y avait ceux du pétrolier en train de les sauver. Et le sous-ma... le sous-marin allemand, laissait le sous-m... laissait le pétrolier sau... sau... sauver les autres. Et quand ils avaient vu qu'ils avaient... qu'ils avaient embarqué tous ceux qui étaient sur l'eau, les Am... les Am... les Américains, sur le pétrolier, sur le pétrolier, « pan ! » ils avaient tiré une... sur... sur... sur le pétrolier. Et... et... et tous ! Aucun n'avait survécu. Tous... ils avaient tous été tués. Plus de cent personnes, entre le sous-marin et... et... et le pétrolier. Plus de cent personnes.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha... hag... hag e welemp anezhe gant jumellennoù peogwir e oa sklaer al loar. E welemp anezhe o neuial. Ha... ha... ha arriet 'ba eu... war... war beg an Erv. Ha... ha dek munutenn goude, goude e oant arri war beg an Erv, a-hont zo eu... un espes... enezenn. En... En... Enez... Enez eu... Enez eu... 'meus ket soñj peseurt anv 'deus. Du... du... duzh an Arvor, un anv duzh an Arvor bennak, duzh an Arvor aze... ivez.
[ˈnɛwʁ - ˈnɛwʁ - ˈnaɹvoɹ - ˈnaɹvoɹ]
Et... et... et nous les voyions avec des jumelles puisque la lune était claire. Nous les voyions nager. Et... et... et arrivés à euh... sur... sur la pointe de an Erv. Et... et dix minutes après, après ils étaient arrivés sur la pointe de an Erv, là-bas il y a euh... une espèce... d'île. En... En... Enez... Enez euh... Enez euh... je ne me souviens plus quel nom elle a. De... de... de an Arvor, un nom quelconque de an Arvor, de an Arvor là... aussi.
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ar re war ar maez a oa un tamm bihan retardataires, daon ! 'oarent ket neuial ! e bord ar mor
[... - ... ˈnœjn - ...]
ceux de la campagne étaient un peu retardataires, dame ! ils ne savaient pas nager ! au bord de la mer
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad 'na desket neuial eno, 'ba ar chaoser, pa 'h ae da vêsa ar saout, 'ba ar chaoser ya, pa 'h ae da vêsa ar saout, le lac, le barrage quoi, plan d'eau
[mə ˈdɑˑd na ˌdiskəd ˈnœjəl ˌeːno - bah ˈʃosəl - pa he də ˌvɛsa ˈzo̞wt - bah ˈʃosəl ja - pa he də ˌvɛsa ˈzo̞wt - ...]
mon père y avait apprès à nager, dans la retenue d'eau [du moulin], quand il allait garder les vaches, dans la retenue d'eau oui, quand il allait garder les vaches, le lac, le barrage quoi, plan d'eau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo kurius, ur wech e oan o pesketa hag e oa bras an dour hag e oa... me a gleve « piv, piv, piv, piv ! » met 'ba an torkad eu... n'onn pesort a oa 'ba ar rinier aze moarvat ha 'na graet e neizh e-barzh met pa oa arri bras an dour hag e oa an hini bihan, ne oa ket deut er-maez an u c'hoazh, n'onn ket penaos e rae 'ba e... e kleven anezhañ oc'h ober trouz, a-benn neuze e oa arri 'ba ar bord, 'ma tapet anezhañ, « fidedoue, emezon-me », 'ma lemet anezhañ er-maez deus... deus... deus an u, damen e vo, eñ a oare neuial
[ze zo ki’ɹyz ə weʃ wɑ̃n pes’kɛta a wa bɹɑ:s ən du:ɹ a wa me ’glɛwe̞ piw piw piw piw mɛt ban ’tɔɹkad ə nɔ̃ pə’sɔɹd wa ba ’ɹɛ̃jəɹ ’ɑ:he ma’hɑd a na gwɛt e he:z bɑɹz mɛt pe wa ɑj bɹɑ:z ndu:ɹ a wa ’n:i ’bi:ən wa kə dœ me̞:z ny: hwɑs nɔ̃ kə pə’nɔ̃:z ɹɛ ba i ’glɛwɛn neɑ̃ ho̞:ɹ tɾu:s bɛn ’nœ:he wa ɑj ny bah bɔɹd ’ma ’tɑpə neɑ̃ fidə’du:e mɔ̃mɛ ma ’le̞mə neɑ̃ me̞:z dəz dəz dəz ny: ’dɑ̃mən ə vo hẽ̞: ’wɑ:ɹe ’nœjəl]
c'est curieux, une fois j'étais en train de pêcher et le niveau d'eau était élevé et il y avait... j'entendais « cui, cui, cui, cui ! » mais dans une touffe euh... de je ne sais quoi dans la rivière là sans doute et il avait fait son nid dedans mais quand le niveau de l'eau s'était élevé et le petit, il n'était pas sorti du nid encore, je ne sais pas comment il faisait dans son... je l'entendais faire du bruit, pour alors il était arrivé au bord, je l'avais attrapé, « bon sang, dis-je », je l'avais enlevé de... de... de l'oeuf, bon dieu ! il savait nager [poule d'eau]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Neuial evel ur c'hi plom : plouf ! 'barzh an dour !
Noeyoel vèl hi plom : plouf ! ba-n dour !
['nœjœl vɛl hi plo̞m] [pluf ban du:ʁ]
Nager comme une enclume : plouf ! Dans l'eau !
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha neuze reoù yaouank, gant Ifig, ec'h aent euh... a stanke an dour, ac'h arete an dour aze evel-se e veze plas da... da neuial
[ag 'nœhe rew 'jɔwɑ̃ŋg gɑ̃n 'ifik hɛɲ ə 'stɑ̃ŋke ndu:r a'rɛte ndu:r 'ɑe vi'sɛ viʒe plɑs tə də 'nœɲəl]
et alors des jeunes, avec Ifig, allaient euh... barrait l'eau, arrêtait l'eau là comme-ça il y avait de la place pour... pour nager
Le Du 2012 p.458. « stankañ […] barrer, faire un barrage »
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuial
['nœɲɑl]
nager
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Baodour, ganet e 1932 e Pleuzal, o chom e Bear, marvet e 2023, tud bet ganet e Pleuzal / Pleuzal.
O chom 'ba Bear abaoe pellDastumer : Tangi
-
🔗 ne oant ket o neuial ma kerez, en em vaegnañ
[wɑ̃ɲ cə 'nœʎəl ma 'kerɛs nɔ̃n 'vɛɲɑ̃]
ils ne nageaient pas si tu veux, se baigner
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuial
['nœʎəl]
nager
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuial
['nœjəl]
nager
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 neuial a ran mat
[nœj rã ma:t]
je nage bien
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da neuial
[də 'nœɲəl]
pour nager
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da neuial
[də 'nœjəl]
pour nager
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuial
['nœɲəl]
nager
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi