Klask
« paperoù »
Frazennoù kavet : 22
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 1. ha Lann Rududu ! 'meump ankouezhet Lann Rududu 2. ya, bezañ 'teus Lann Rududu aze ? ya... 1. ah, ben... ni 'meump... douaroù aze, anfin... 2. un dachenn 1. se a oa ti... ti Gireg gwechall ha... hag eu... war ar... ben, war ar paperoù ha... truajoù, lanneier Lann Rududu 2. lanneier Lann Ru...
1. [a ˌlɑ̃nʁydyˈdyˑ - ... ˌlɑ̃nʁydyˈdyˑ] 2. [ja - ... ˌlɑ̃nʁydyˈdyˑ ... - ja] 1. [... - ... - ... - ...] 2. [...] 1. [... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌlɑ̃nʁydyˈdyˑ] 2. [...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 me eo war paperoù c'hoazh kwa ! met a-benn ur pennad amañ 'vo ket ken, bremañ eo... tout eo... tout gant eu... an telefonioù-tout pe internet tout bremañ kouda hañ !
[teleˈfo̞ˑɲo̞]
moi c'est encore sur papier quoi ! mais d'ici un moment il n'y en aura plus, maintenant c'est... tout est... tout avec euh... les téléphones ou internet complètement maintenant quoi hein !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 Jean-Claude a lâr Kersalmon doutañ, me 'meus klevet ordinal ober Kersalomon, ha Jean-Claude a lâr din eo Kersalmon, met me 'meus klevet ordinal ha war ar paperoù eo Kersalomon ivez, bremaén n'onn ket pehini eo... ya ! Kersalomon ya
[... ˈke̞ɹˌsalmɔ̃n ... - ... ˈke̞ɹsalomɔ̃n - ... ˈke̞ɹˌsalmɔ̃n - ... ˈke̞ɹsalomɔ̃n ... - ˌke̞ɹˈzalomɔ̃n ja]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Jegou, ganet e 1932 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Kemper / Kemper.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 Pecherel a vije lâret, war ar paperoù kozh met...
[peˈʃeˑɣəl]
Tremael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)
-
👂 🔗 Kerizaag zo unan bepred, Kerizaag, oh, 'vije ket 'vat ! 'vije ket, ya, war ar paperoù, met pas a-hend-all
[ˌkeɣiˈzɑːk ... - ˌkeɣiˈzɑːk - ... - ... - ...]
Tredraezh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Deneza Ruvoenn, ganet e 1931 e Tredraezh, o chom e Lokmikael, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.Dastumer : Tangi (2023-07-11)
-
👂 🔗 hag eu... bezañ 'meus paperoù kozh deusontañ, pa 'nea prenet tad'kozh ma *breg... ma gwreg neuze, hag e oa Rukolvez
[... - ... - ... - ... - ... ˌɣyˈkɔlve̞s]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Gall, ganet e 1937 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-07-05)
-
👂 🔗 1. ale ! ha goude neuze... 2. 'ba tout ma buhez 1. zo ar Plas Kaer, Luzuredig, Luzured... ha goude emañ... Luzuredig, met lâret e vez Luzured tout hañ ! met war ar paperoù e vez laket Luzuredig
1. [...] 2. [...] 1. [zo ˌplɑs ˈke̞ˑꝛ - ˌlyzyɣəˈdik - lyˈzyˑɣət - ... - ˌlyzyˈɣœˑdik - ... lyˈzyˑɣət ... - ... ˌlyzyɣəˈdik]
Kerborzh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Glaod Meudal, ganet e 1946 e Pleuvihan, o chom e Kerborzh.
– Fernande ar Bever, ganet e 1935 e Kerborzh, o chom e Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a vez droug en ennon a-wechoù pa len... lennan... ar paperoù-se 'ba ar genre-se kwa
[ˌme ve ˈdɾug ˌnenɔ̃ ˈweːʒo pə le̞ ˈle̞nɑ̃ - paˈpeːɹoze bah ˈʒɑ̃ɹze kwa]
moi ça me met en colère parfois quand je li... lis... des articles comme ça de ce genre-là quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 amañ eo Langonnev, ya ! ha memes ar park-mañ a oa Park Kriminal, ya ! 'ba eu... paperoù mamm-gozh, pa... pa 'ma kouraj a-walc'h kar aze 'rez ket nemet « tchiou ! » pa gemerez ar c'hozh paperoù-se
[ˌɑ̃mɑ̃ he̞ lɑ̃ŋˈgɔ̃nɛw - ˈjɑ - a ˌmɛməz ə ˈpɑɹk mɑ̃ wa ˈpɑɹk kɹiˈmiːnal - ˈjɑ - bah ə paˈpeːɹo mɑ̃mˈgoːs - pe pe ma ˈkuːɹaʒ əˌwɑx kaɹ ˌɑhe̞ ˌɹes kə ˌmɛ tʃju pe geˈme̞ːɹe̞z ə ˌhos paˈpeːɹo ze]
ici c'est Langonnev, oui ! et même ce champ-ci c'était Park Kriminal, oui ! dans euh... les papiers de grand-mère, quand... quand j'avais assez de courage car là tu ne fais que « tchiou ! » quand tu prends ces vieux papiers-là
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Roz Pabu eo me a oa o chom eno, ya 2. ah ya ! egile a oa Pabu ! ni a oa 'ba Roz Pabu neuze 1. ya ! 2. sell... 'vije ket lâret nemet Pabu du-mañ 1. 'oarez ket pelec'h e oas o chom ? 2. geo 'vat ! geo, bremañ pa lârez Roz Pabu eu... en tu all met 'vije ket lâret nemet Pabu, 'vije ket merket james 1. ah ouai mais war ar paperoù eo Roz Pabu 2. ya met war al lizheroù 'vije ket Roz Pabu james
1. [ɹo̞s ˈpɑːby e̞ ˌme wa ˌʃo̞m ˈeːno - ˌjɑ] 2. [a ˌjɑ - a eˈgiːle wa ˈpɑːby - ˌnim wa bah ɹo̞s ˈpɑːby ˌnœhe] 1. [ˌjɑ] 2. [sɛl - viˌʒe kə ˈlɑˑɹ mɛ ˈpɑːby ˌdymɑ̃] 1. [waˌɹe̞s kə ˌple̞x was ˌʃo̞m] 2. [ˌge̞w vat - ˌge̞w ˈbɹœmɑ̃ pa ˈlɑˑɹe̞z ɹo̞s ˈpɑːby ə - tyˈɑl mɛ viˌʒe kə ˌlɑˑɹ mɛ ˈpɑːby - viˌʒe kə ˈmɛɹkə ˈʒɑ̃məs] 1. [a wɛ mɛ waɹ paˈpeːɹo e̞ ɹo̞s ˈpɑːby] 2. [ˌjɑ mɛ waɹ liˈzeːɹo viˌʒe kə ɹo̞s ˈpɑːby ˈʒɑ̃məs]
1. Roz Pabu c'est moi qui habitait là-bas, oui 2. ah oui ! l'autre c'était Pabu ! nous étions à Roz Pabu alors 1. oui ! 2. tiens... on ne disait que Pabu pour chez moi 1. tu ne sais pas où tu habitais ? 2. mais si ! si, maintenant que tu dis Roz Pabu euh... de l'autre côté mais on ne disait que Pabu, on ne marquait jamais 1. ah ouai mais sur les papiers c'est Roz Pabu 2. oui mais sur les lettres ce n'étaient jamais Roz Pabu
Tregrom
Gant :
– Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
– Solañj ar Bras, ganet e 1936 e Tregrom, o chom e Louergad (Sant Eler).Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket Convenant Prijent lec'h e oan-me du-hont ar Gerizel ? ha goude e oant laket tout ar Gerizel, Convenant Prigent a soñj din, Convenant Prigent, 'vije ket lâret eu... met war ar paperoù e vije Convenant Prigent Koadaskorn
[ˌne̞ kə kɔ̃vønɑ̃ ˈpɾiːʒən le̞x wɑ̃n me ˈdyˑən ge̞ˈɹiːzəl - a ˌguˑde wɑ̃ɲ ˈlɑkət tud ge̞ˈɹiːzəl - ... ʒɔ̃ˑʒ dĩ - ... - viˌʒe kə ˈlɑːɹəd ə - mɛ waɹ paˈpeːɾo ˌviʒe ...]
ce n'est pas Convenant Prijent là où j'étais moi là-bas à ar Gerizel ? et après ils avaient tous été nommés ar Gerizel, Convenant Prigent je crois, Convenant Prigent, on ne disait pas euh... sur les papiers c'était Convenant Prijent
Koadaskorn
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 paperoù da c'hwezhañ an tan
[pa'pe:ʁo də 'hwe:ɑ̃ 'ntɑ̃:n]
des papiers pour allumer le feu
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha paperoù imprimet 'ba amerikan, 'mamp serret anezhe, klozet anezhe
[a pa’pe:ɹo im’pɾiməd ə bah ame’ɹikɑ̃n mɑ̃m ’zɛɹə nɛ: ’klo:zə nɛ:]
et des papiers imprimés en américain, nous les avions ramassés, nous les avions enfermés
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa eo bet dilojet kozh paperoù
[pe he̞ be di'lo:ʒət kos pa'pe:ɹo]
quand les archives ont été déménagées
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma 'mez ket... ma ne vez ket ar paperoù war o reizh, n'eo ket mat kwa
[ma me kə ma ve kə pa'pero war o re:s ne̞ kə mɑ:t kwa]
si je n'ai pas... si les papiers ne sont pas en règle, ce n'est pas bons quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar bremañ 'ba ar menajoù n'eo ket a-walc'h labourat, met paperoù a vez d'ober
[kaʁ 'bʁemɑ̃ bah me'nɑ:ʒo nɛ kə wɑh la'bu:rət mɛ pa'pe:ro ve do:r]
car maintenant dans les fermes ce n'est pas le tout de travailler, il faut aussi faire la paperasse
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brezhoneg diwar paperoù
brézon-neuk diwar papéro
[bʁezõnək diwaʁ papeʁo]
le breton littéraire
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 reoù 'neva paperoù
[rew neva pa'pe:ro]
ceux qui avaient des papiers
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 ar c'hozh paperoù
[ho:s pa'pe:ro]
la paperasse
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket fin gant tout paperoù
[ne kə fin gɑ̃n tut pa'pe:ro]
ce n'est pas fini avec tous la paperasse
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2