Klask
« pevarzek »
Frazennoù kavet : 30
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Ha 'h aent aze deus eu... ma zad-iou-gozh a oa deus bord ar mor. Hag e oa aet du-hont evel-just, war e dreid kwa. Me n'onn ket pe 'neva ur gazeg, pe ur vuoc'h a oa aet gantañ. Bepred pa oa kistion dezhañ da dont en-dro, a oa bet aretet aze evel-se e Kroaz ar Pinenno. Sell ! Aze eo Kroaz ar Pinenno ! A soñj din. N'eo ket se ? 'Oa ket merket evel-se ? Kroaz ar Pinenno, a soñj din. Ha feiz... met, peneogwir 'nea bet... 'nea graet eu... gortoz ! pevarzek vloaz servij, 'nea graet. Peneogwir e oa arri... seiz vloaz d'ar c'houlz-se... obligatoire kwa. Se a oa en 1780, un dra bennak evel-s... ya ! Voilà !
[... - ˌkɾ̥wazapiˈne̞no - ... - ... ˌkɾ̥wazapiˈne̞no - ... - ... - ˌkɹ̥wazapiˈne̞no - ...]
Et ils allaient là de euh... mon arrière-grand-père était de la côte. Et il était allé là-bas, bien sûr, à pied quoi. Moi je ne sais pas s'il avait emmené un cheval, ou une vache. Toujours est-il que quand il fut question pour lui de revenir, il avait été arrêt comme ça à Kroaz ar Pinenno. Tiens ! Là c'est Kroaz ar Pinenno ! Il me semble. Ce n'est pas ça ? Ce n'était pas marqué comme ça ? Kroaz ar Pinenno, je crois. Et ma foi... mais, puisqu'il avait eu... il avait fait euh... attends ! quatorze ans de service militaire, qu'il avait fait. Puisqu'il était arrivé à... sept ans à cette époque-là... obligatoire quoi. Ca c'était en 1780, quelque chose comme ç... oui ! Voilà !
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 me zo aet d'ar skol e-pad ar brezel, diwezhatoc'h evit se, parce que... 'ba ar skol e arries, da seiz vloaz, hag e vijes ur bloavezh 'ba ar skol, ar skol... eu... petra a vije lâret deus se ? salle d'asile, maternelle... d'ar sko... hag e vije desket dit un tamm bihan lenn ha skrivañ, ur bloavezh, ha goude 'h aes 'ba... 'ba ar c'hlas... an eilvet klas, hag e oa... un divizion, eizh vloaz, an... an eil divizion, eu... nav vloaz, pe dek vloaz, sei... ya, dek vloaz, dek vloaz, dek vloaz, ha... ha... hag an divizion gentañ, unnek vloaz, ha goude 'h aer 'ba ar c'hlas all, hag a oa teir divizion adarre, an deirvet, an eil, ha se a rae pevarzek vloaz, ha da bevarzek vloaz e vije certificat d'étude
[...]
moi je suis allé à l'école pendant la guerre, plus tard que ça, parce que... tu arrivais à l'école, à sept ans, et tu étais une année à l'école, l'école... euh... comment appelait-on ça ? salle d'asile, maternelle... à l'éco... et on t'apprenais un peu à lire et à écrire, une année, et après tu allais dans... dans la classe... la deuxième classe, et il y avait... un niveau, à huit ans, le... le deuxième niveau, euh... à neuf ans, ou dix ans, se... oui, dix ans, dix ans, dix ans, et... et... et le premier niveau, onze ans, et après on allait dans l'autre classe, et il y avait de nouveau trois niveaux, le troisième, le deuxième, et ça faisait quatorze ans, et à quatorze ans il y avait le certificat d'étude
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 Krec'h Sulo ! aze e oa ur gomanant ivez, aze e oa... e oa ganet seitek vugel, ha war seitek vugel a oa manet pevarzek
[ˌke̞xˈsyˑlo - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, honnezh zo ur c'hra... honnezh zo ur c'hra... unan deus ar c'hra sontañ zo en Perroz, ha pa 'ma pevarzek vloaz 'ma... a gleven ar re all e skol o lâret evel-se « me 'meus savet Gra Landerval, me, Gra Landerval », « ma oc'h kat c'hwi d'ober, me 'h a d'ober ivez ! met 'lârin ket... 'lârin ket pegoulz e rin ! »
[ja - ... - ... - ... pɛˈʁoˑs - ... - ... - ... ˌgʁalɑ̃nˈdɛꝛval - ... - ˌgʁalɑ̃nˈdɛꝛval - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 1. amañ an deiz all gant ar pardon, a-hervez 'neuint drailhet traoù, 'ba... reoù... trizek pevarzek vloaz, memestra ! o zud zo sañset da c'hoût... 2. frioù brein kwa ! 1. pelec'h emañ ar re-seoù en noz ivez hañ ! 2. frioù brein ! 1. frioù lous ya ! 2. ha goude... o zud, o zud a vez wazh deusonte, kua ! o zud zo wazh deusonte 1. ur vandennad en em dastumet evel-se ! oc'h ober la fête, goude e oant aet da drailhañ traoù
[...]
1. ici l'autre jour à l'occasion du pardon, à ce qu'il parait ils sont détérioré des choses, à... des [ados de]... treize quatorze ans, quand même ! leurs parents sont sensés savoir... 2. des branleurs quoi ! 1. où sont ceux-là la nuit aussi hein ! 2. des branleurs ! 1. des petits cons oui ! 2. et après... leurs parents, meurs parents en pâtissent, quoi ! leurs parents en pâtissent 1. une bande qui se rassemble comme ça ! faisant la fête, après ils étaient allés détériorer des choses
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « seizh vloaz 'meus-me, a-benn seizh vloaz all amañ, emezi, 'mo pevarzek vloaz, ha ma derc'hit da bilat ac'hanon, me a bilo ac'hanoc'h ivez ! », neuze 'da aretet, met he c'hoar, betek e oa marv, 'da ket anduret anezhi
[...]
« sept ans que j'ai moi, d'ici sept autres années, dit-elle, j'aurai quatorze ans, et si vous continuez de me battre, moi je vous battrai aussi ! », alors elles avaient arrêté, mais sa soeur, jusqu'à ce qu'elle meure, ne l'avait pas supportée
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 pevarzek vloaz ha pevar-ugent 'meus
[paꝛˌze̞gla ˌpɛwaˈɾyːgən ...]
j'ai quatre-vingts quatorze ans
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Wern, ganet e 1929 e Plûned, o chom e ar C'houerc'had, marvet e 2023, tud bet ganet e Treglañviz / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 abaoe pevarzek vloaz emañ an nen o labourat, bemdez, bemdez, bemdez !
[ˌbwe paɹˈzɛg la mɑ̃ ˈneːn laˈbuːɹəd ˈbɑ̃wde ˈbɑ̃wde ˈbɑ̃wde]
depuis ses quatorze ans on travaille, tous les jours, tous les jours, tous les jours !
Gant : Deniz ar Bourdonneg, ganet e 1935 e Prad, o chom e Bear (Trezelan), tud bet ganet e Tregrom / Lanvilin.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pevarzek vloaz ha pevar-ugent... e oa aet, hag eu... e oa ar memes... pneumolog evel an hini zo ganin-me
[paɹˌzɛgla pɛwaɹ ˈyːgən wa ɛt - ag ə - wa ˈmɔ̃məs - pnømolɔg we̞l ˈniːni zo gəˈnĩ me]
quatre-vingts quatorze ans... il avait atteint, et euh... c'était le même... pneumologue que celui que j'ai
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa yaouank hañ ! pa oan 'ba ar gouent, me a oa yaouank, peogwir e oan antreet 'ma pevarzek vloaz, non ! a-raok ! a-raok eu... pa 'ma bet ma certificat d'étude e oan kaset d'ar gouent, hag n'en em blijen ket kaer met bon... daon ! 'deue ket an nen d'ar gêr nemet e-pad ar vakañsoù bras !
[ˌme wa ˌjo̞wɑ̃ŋg ɑ̃ - pe wɑ̃n bah ˈguˑən ˌme wa ˌjo̞wɑ̃ŋ - pyˌgyˑɹ wɑ̃n ɑ̃nˈtɹeˑɛd ma paɹˈzɛgla - nɑ̃ː - ˌɹo̞ˑk - ˌɹo̞ˑg - pe ma ˌbe mə ... wɑ̃ ˈkɑsət tə ˈguˑən - a nɔ̃n bliːʒɛŋ kə ˈkɛːɹ mɛ ˌbɔ̃ - dɑ̃w ˌde kə ˈneːn də ˌge̞ˑɹ ˈgweʒeˌbe mɛ ˌpad vaˌkɑ̃so ˈbɹɑːs]
moi j'étais jeune hein ! quand j'étais au couvent, moi j'étais jeune, puisque j'avais quatorze ans quand j'étais entrée, non ! avant ! avant euh... quand j'avais eu mon certificat d'étude j'avais été envoyée au couvent, et je ne m'y plaisais pas trop mais bon... dame ! on ne revenait pas à la maison sauf aux grandes vacances !
Gant : Mari ar Vey, ganet e 1924 e Kervorc'h, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 chistr pevarzek, ya, unan o valañ avaloù, trizek o kerc'hat dour
[ʒist 'pɑɹzɛk ja yn 'vɑ:lɑ̃ a'vɑ:lo 'tʁi:zɛk 'kɛʁhəd du:ʁ]
du cidre à quatorze, oui, un qui broie les pommes et treize qui vont chercher l'eau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Glaod an Intañv, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze 'ma bet un aksidant, nom de dieu, pleget ur bod balan ganin ha troet, 'ma ket... 'ma ket nemet pevarzek vloaz pe... pe pemzek vloaz, pevarzek vloaz pe pemzek vloaz, ou quatorze ans et demi, hag eu... e tiflip ganin ha skoet ivez amañ, e vije bet... e vije izeloc'h e oan bet evel-se aze
[’ɑ:he ma bed ə ak’si:dən nɔ̃dədjø ’ple:gə bud ’bɛ:lən gə’nĩ a ’tɾo:ə ma kə ma kə mɛ paʁˈzegla pe pe pe̞mˈzegla paʁˈzegla pe pe̞mˈzegla u katɔʁzɑ̃ edmi ag ə ’tiflip pə’nĩ a ’sko:əd ie ’ɑ̃mɑ̃ viʃe bed ə viʃe bed i’zɛlɔx wɑ̃n bed vi’se ’ɑ:he]
là j'avais eu un accident, nom de dieu, j'avais plié et tourné une branche de genêt, je n'avais pas... je n'avais que quatorze ans ou quinze ans, quatorze ou quinze ans, ou quatorze ans et demi, et euh... m'avait échappé et frappé aussi ici, ça aurait... aurait été plus bas, j'aurais été comme ça [borgne]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e choment betek pevarzek vloaz da... da ruzañ o botoù-koad aze, 'ba Plûned, eñ a deske kenkoulz ha me
[’nœ:he ’ʃo̞mɛɲ ’bekə paʁ'zegla də də ’ʁy:zɑ̃ o boto’kwɑd ’ɑ:he ban ’ply:nət hẽ̞: ’diske kenkulz a me]
alors ils restaient jusqu'à quatorze ans à... à traîner leurs sabots là, à Plûned, il apprenait aussi bien que moi
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 'na ket nemet pevarzek vloaz
[na kə mɛ paɹ'zegla]
il n'avait que quatorze ans
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel-se e oant pevarzek 'ba ar memes porzh pe dost
[vise wɑ̃ɲ ’pɑrzɛg bar mo:s pɔrs pe dɔst]
comme ça ils étaient quatorze dans la même cour ou presque
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pevarzek vloaz, pemzek c'hwezek vloaz diouzhtu e oa kap d'ober ul lodenn evel unan bras kwa
[paʁ’zegla pe̞mzeg hweˈzegla dy’sty wa kap to̞:ʁ ’lo:dən wɛl yn bɾɑ:s kwa]
à quatorze ans, quinze seize ans, tout de suite on était capable de faire une partie [du travail] comme un adulte quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pevarzek
parzeuk
[paʁzək]
quatorze
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 reoù pevarzek vloaz
[rew ˌpɑrzɛg'lɑ:]
certains de quatorze ans
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'onn ket 'ba pelec'h emañ, pevarzek vloaz 'neus e-se emañ 'ba euh...
[nɔ̃n kə ba ple̞h mɑ̃ pɑr'zegla nøz e’se mɑ̃ bah ə]
je ne sais pas où il est, il a quatorze ans donc il est euh...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa bet o tougen e-se e oan pevarzek pe pemzek vloaz d'ar c'houlz-se e oa lazhet
[me wa be ’tu:gən e’se wɑ̃n ’pɑrzɛk pe bɛm’zɛgla də huls e wa ’lɑhət]
j'avais été le porter [le corps à l'enterrement] donc j'avais quatorze ou quinze ans à cette époque-là où il était mort
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2