Klask
« skalier »
Frazennoù kavet : 22
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ar Skalier Wenn ya
[ˌskajəɹˈwe̞n ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, ar Skalier Wenn ivez
[ja - ˌskajəꝛˈwe̞n ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Aogust an Olier, ganet e 1941 e Plouilio, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Tonkedeg / Plouilio.Dastumer : Tangi (2023-08-30)
-
👂 🔗 ah, an Ti Bihan ya ! an Ti Bihan ya, ha hennezh... eno zo ur skalier, e arriomp 'ba e... ar Pont Rouz
[a - ˌti ˈbiˑən ja - ˌti ˈbiˑən ja - ... - ... - ... - ˌpɔ̃ˈɾuːs]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Amede Gwignañwac'h, ganet e 1934 e Tredraezh, o chom e Tredraezh, marvet e 2025, tud bet ganet e Plouilio / Logivi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha François ar Peoc'h a oa marvet, 'mamp ket gouvezet penaos, o vont da gousket e oa sur a-walc'h peogwir eo... e oa kavet traoñ ar sk... traoñ ar skalier, en ur vont da gousket, o vont da gousket sur a-walc'h
[a fʁɑ̃swa ˈpœχ wa ˈmɑʁwət - mɑ̃m kə guˈveːə pəˈnɔ̃ːz - fɔ̃n də ˈguskəd wa zyʁˈwɑh pyˈgyːʁ e̞ - wa kaːd ˈmɑʁw tʁo̞w sk - tʁo̞w ˈskɑːljəʁ - nɔ̃n vɔ̃n də - vɔ̃n də ˈguskət - fɔ̃n də ˈguskəd zyʁˈwɑh]
et François le Peuc'h était mort, nous n'avions pas su comment, c'était en allant dormir certainement puisque c'est... on l'avait trouvé en bas de l'es... en bas de l'escalier, en allant dormir, sans doute en allant dormir
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an deiz war-lerc'h, e oa bet... e oa arri eu... paotr eu... paotr kafe peogwir, n'onn ket piv a deue da... a gwerzhe kafe dezhañ ha gwin eu... 'meus ket soñj petore anv 'neus, ha 'na kavet... eñ 'na kavet anezhañ en traoñ, traoñ ar skalier, hag a-benn neuze e oa bet... e c'hi 'na ivez, ar c'hi a oa ivez o lipat anezhañ, ha neuze 'na telefonet ma vamm din, « deus amañ diouzhtu, deus amañ diouzhtu, François zo marv »
[ˌdewarlɛʁχ - wa bet - wa ɑj ə - po̞t ə - po̞t ə ˈkɑfe pyˈgyːʁ - nɔ̃ kə ˈpiw dɛ də - ˈgwɛʁzɛ ˈkɑfe ˈdeɑ̃ a ˈgwiːn ə - møs kə ʒɔ̃ːʃ peˌtɛj ˈhɑ̃ːno nøs - a na kɑːd - hẽː na kɑːd ˈneɑ̃ ˈtʁo̞w - ˌtʁo̞w ˈskɑːljəʁ - a be̞nˈnœhe wa bet - i ˈhiː na ˈie - ˈhiː wa ˈie ˈlipəd ˈneɑ̃ - a ˈnœːhe na teleˈfo̞ːnə mə ˈvɑ̃m dĩ - dœz ˈɑ̃mɑ̃ dyˈstyː - dœz ˈɑ̃mɑ̃ dyˈstyː - fʁɑ̃swa zo mɑʁw]
le lendemain, était passé... était arrivé euh... le gars... le gars du café puisque, je ne sais pas qui venait pour... lui vendait du café et du vin euh... je ne me rapelle pas comment il s'appelle, et il avait trouvé... il l'avait trouvé en bas, en bas de l'escalier, et pour alors il y avait eu... il avait son chien aussi, le chien était en train de le lécher aussi, et alors ma mère m'avait téléphonée, « viens ici tout de suite, viens ici tout de suite, François est mort »
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bezañ... bezañ zo al lodenn vrasañ deus ar parrouzioù hag emañ an iliz hag ar vered 'ba ar memes euh... 'ba ar memes tro hag aze... aze zo evel e vez lâret un espes skalier a vez graet dioutañ kwa, aze un tamm min euh... ec'h ez dreist kuit da digoriñ an
[’be:ɑ̃ ’be:ɑ̃ zo ə lo:n ’vɹɑsɑ̃ dœs pa’ʁu:ʒo a mɑ̃ ’ni:lis a ’vɛ:ʁəd bah ’mõməs ə ’mõməs tɾo: ag ’ɑ:he ’ɑ:he zo wɛl ve ’lɑ:ʁəd ’nespəs tɑ̃m ’skɑʎəʁ ve gwɛt tɔ̃ntɑ̃ kwa ’ɑ:he tɑ̃m mi:n ə hez dʁɛjst kwit tə ’djɔ:ʁĩ no:ʁ na mɑ̃n’bet]
il... il y a la majorité des communes où l'église et le cimetière sont dans le même euh... dans le même périmètre et là... là il y a comme une espèce d'escalier qu'on appelle ça, là une pierre euh... tu passes par-dessus pour ne pas ouvrir la porte ni rien
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 teir beder skalier
[tɛ:ɹ 'be:dəɹ 'skɑʎəɹ]
trois quatre escalier [de champ]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wenojenn a oa, a-wechoù evit mont 'ba ar park, pas mont dreist ar c'hleuz, e veze laket ur min, ur min bras aze, n'eo ket lâret 'peus bet gwelet, « ur skalier » a vije graet kwa, ha hoñ... honnezh a vije apeupre en uhelder an daol aze, apeupre 'ba... hag eu... evit gallet tremen kuit da... da... da vont dreist ar c'hleuz kwa
[ə wi’no:ʒən wa ’we:ʒo wid mɔ̃n bah pɑɹk paz mɔ̃n dʁɛjst ə hlœ̃: viʒe ’lɑkəd ə mi:n min’bɾɑ:z ’ɑ:he ne̞ kə lɑ:ʁ pœz be ’gwe̞:lət ’skɑʎəʁ viʒe gwɛt kwa a hɔ̃: hɔ̃:z viʒe apœpʁɛ ny’ɛldəʁ ən do:l ’ɑ:he apœpʁɛ ba ag ə wid ’gɑlə ’tɾemən kwit də də vɔ̃n dʁɛjst ə hlœ̃: kwa]
il y avait un sentier, parfois pour aller dans le champ, ne pas passer par-dessus le talus, on mettait une pierre, une grande pierre là, ce n'est pas dit que vous ayez vu, « un escalier » que ça s'appelait quoi, et elle... celle-là était à peu près de la taille de la table, à peu près dans... et euh... pour pouvoir passer pour... pour passer par-dessus le talus quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e serten plasoù neuze e veze... e veze lâret... e veze laket ur skalier e-lec'h e oa ur c'hleuz kwa, hag aze e tremenes euh...
[a 'sɛʁtən 'plɑso nœn viʒe viʒe 'lɑ:ʁəd viʒe 'lɑkə 'skɑʎəʁ le̞h wa hlœ̃: kwa ag 'ɑ:he dʁe'me:nɛs ə]
et dans certains endroits alors il y avait... on disait... on mettait un escalier là où il y avait un talus quoi, et tu passait là...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 mont dreist ar skalier
mon-n drèyst skalieur
[mõn dʁɛjst ska'ljəʁ]
enjamber l'échalier
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 skalier
skalieur
[ska'ljəʁ]
échalier
Se situe dans la brèche d'un talus. Il est constitué d'une pierre posée à plat sur laquelle est disposée une pierre plate debout. Sa présence marque un droit de passage. Les gens sont autorisé à l'enjamber lorsqu'ils se déplacent à travers champs. Il y en
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 nemet an deiz e oa arru e traoñ ar skalier
[mɛ nde: na wa ɑj trɔw 'skɑʎər]
sauf le jour où il a descendu l'escalier [avec son camion]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne diskenna ket ken ar skalier gant ar c'hamion ?
[di'skɛna kə ken 'skɑʎər gɑ̃n hɑ̃'miɔ̃n]
il ne descend plus l'escalier avec le camion ?
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 deut eo en traoñ bud ar skalier tu-raok
[død e trow byt 'skɑʎər ty'ro:k]
il est descendu par l'escalier de devant
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 aet eo da grec'h bud ar skalier a-drek
[ɛd e də kweh byt 'skɑʎər drek]
il est monté par l'escalier de derrière
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 brit ar skalier
[brit 'skɑʎər]
la poutre qui soutient l'escalier
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war ar skalier aze zo dour ivez
[war 'skɑʎɛr 'ɑhɛ zo du:ɹ 'ijə]
sur l'escalier il y a de l'eau aussi [bouteilles]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. met ni pa vijemp o tornañ gwechall aze paotr kaezh, pa vije... vije laket sac'hadoù greun, e vijent karget dit rez hañ ! fidamdoue paotr kaezh ! ma 'tije d'ober mont daou estaj hañ ! 2. ya hañ ! krapat ar skalieroù a-wechoù hañ ! 1. krapat ar skalieroù, 'vijent ket aezet ordin 2. serten plasoù, ar skalieroù a vije sonn-mat hañ ! 1. ah ya 2. du-mañ... du-mañ zo ur skalier war (barroù ?), se n'eo ket... serten plasoù evel ti Ifig ar Rouz aze e oa sonnoc'h sell ! ha 'oa ket des contremarches, hag e oa sonn ar skalier ti Ifig ar Rouz moarvat sur !
1. [mɛ ˈnim pe ˌviʒɛm ˈtɔɹnɑ̃ gweˈʒɑl ˌɑe po̞tˈkɛːs pe viʒe - viʒe ˈlɑkə zaˌhɑˑdo ˈgɹœːn - viʒɛɲ ˈkɑɹgə tid ˈɹe̞ːz ɑ̃ - fidɑ̃mˈduˑe po̞tˈkɛːs - ma tiʒe ˈdo̞ːɹ mɔ̃n do̞w ˈɛstaʒ ɑ̃] 2. [ja ɑ̃ - ˈkʁɑpa skaˈʎeːʁo ˈweːʒo ɑ̃] 1. [ˈskɹɑpə skɑˈʎeːɹo - viˌʒɛɲ kəd ˈɛːzɛd ɔɹˈdin] 2. [ˌsɛɹtən ˈplɑso skaˈʎeːʁo viʒe ˌzɔ̃nˈmɑt ɑ̃] 1. [a ja] 2. [ˈdymɑ̃ ˈdymɑ̃ zo ˈskɑːʎəɹ waɹ ˈbaʁo - ze ˌne̞ kə - ˌsɛɹtən ˈplɑso we̞l ti ˌifiɟ ˈɹuːz ˌɑe wa ˈzɔ̃ntɔx sɛl - a ˌwa kə ... - a wa zɔ̃n ˈskɑːʎəɹ ti ˌifiɟ ˈɹuːz maˈhɑd zyɹ]
1. mais nous nous battions autrefois là mon pauvre, quand on... on mettait des sacs de grains, on te les remplissait au ras hein ! bon sang mon gars ! si tu devais faire deux étages hein ! 2. oui hein ! monter les escaliers parfois hein ! 1. monter les escaliers, ils n'étaient pas toujours faciles 2. dans certaines fermes, les escaliers étaient très raides hein ! 1. ah oui ! 2. chez moi... chez moi il y a un escalier sur (barreaux ?), ça ce n'est pas... certains endroits comme chez Yves Le Roux là c'était plus raide tiens ! et il n'y avait pas des contremarches, et l'escalier était raide chez Yves Le Roux assurément !
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha neuze e veze ur skalier da vont aze kwa
[a 'nœhe viʒe 'skɑʎər də vɔ̃n 'ɑhe kwa]
et alors il y avait un escalier pour aller là
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar skalier
[ə 'skɑljər]
les marches
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2