Klask
« solier »
Frazennoù kavet : 45
-
👂 🔗 ha goude, e oa ur gomanant all neuze, aze e oa Hipolit Berrzae o chom en diwezhañ, ma zud 'h ae da lakat patatez da voutañ war ar solier en askont 'nea ur solier brav, hag e vije laket ar patatez en o sav gwelet a rez ! tout, tout en o sav, (a rae moaien ?) da gaout tout en o sav, tout ! ha neuze e oa sklaer ar solier, hag aze e voutent brav, abominapl ! ha goude e vijent troc'het, ar patatez, en daou, a-raok hadañ anezhe
[bɛꝛˈze̞ˑ]
et après, il y avait une autre ferme alors, là c'était Hyppolite Berezai qui habitait en dernier, mes parents allaient mettre des patates à germer dans le grenier étant donné qu'il avait un beau grenier, et on mettait les patates debout, vois-tu ! toutes, toutes debout, (on arrivait ?) à les mettre toutes debout, toutes ! et alors le grenier était éclairé, et là elles germaient bien, incroyable ! et après on les coupait, les patates, en deux, avant de les semer
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 me a lâro « ur solier », hag « ur c'hrigner », met « ar c'hrigner » a lârfen kentoc'h pa vo lakeet greun, ha « solier » pa vo lakeet foenn, ur solier foenn, hag ur c'hrigner e-lec'h e vije lakeet greun
[...]
moi je dirais « un grenier », et « un grenier », mais je dirais « le grenier » plutôt quand on met du grain, et « grenier » quand on met du foin, un grenier à foin, et un grenier où on mettait du grain
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ha Pier-Mari 'na graet... tapet 'na un talar, « bremañ-souden, emezañ, e vank dit, emezañ, vont eu... vont war ar solier d'ober ur c'hrogad, emezañ, skoet... skoet kerc'h, emezañ, pe evel-se, deus an toull, deus an toull plench, met graet e oa un toull gant an talar, ha laket ul lourezenn-bragoù, ha... hag eu... ul lourezenn, hag eñ a gouezhe just... 'ba... 'ba ar wenterez
[... - ... - ... - des tul ˈplɛ̃jʃ - ... - ... - a ˈlɑkə luˌʁeˑzən ˈbɾɑˑgo - ... - luˈeˑzən - ... - ... - ma ma wɛnˈteˑʁəs]
et Pierre-Marie avait fait... pris une chignole, « tout à l'heure, dit-il, il te faut, dit-il, aller euh... aller dans le grenier pour faire une tâche, dit-il, jeté... jeté de l'avoine, dit-il, ou quelque chose comme ça, du trou, du trou dans le plancher, mais on avait fait un trou avec la chignole, et mis une jambe de pantalon, et... et euh... une jambe de pantalon, et ça tombait juste... dans... dans le tarare
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha d'ar c'houlz-se e vije graet kurunennoù, ur gurunenn a vije graet deus se, ah neuze... oh ! 'ba ar solier emañ, moaien zo din diskwel anezhi dit 'vat, e-giz-se 'to un ide, ha donc honnezh a oa deus ar voger, voilà, peogwir e oa marv da nav bloaz, a gav din nav bloaz e oa ya, ha me 'ma ket gwelet nemet Poazevara skrivet gant un Z, ordin
[a də ˈhulsˑe viʒe ˌgɛt kyɹyˈneno - ə gyˈɹyːnən viʒe ˌgɛt tœs ˌse - a ˌnœhe o - bah ˈzo̞jəɹ mɑ̃ - ˌmo̞jən zo ˌdĩ ˈdiskwe̞l ˌne̞j dit ha - ˌgise to ə ˈniːde - a dɔ̃k ˌhɔ̃ˑz wa dœz ˈvoːgəɹ - ... pyˌgyˑɹ wa ˈmɑɹw də ˈnɑwbla - ˌgɑf tĩ ˈnɑwbla wa ˌjɑ - a me ˌmɑ kə ˈgwe̞ːlə mɛ pwazeˈvɑːɹa ˈskɹwĩːvə gɑ̃n ... - ɔɹˈdiˑn]
et à cette époque-là on faisait des couronnes, une couronne qu'on appelait ça, et alors... oh ! elle est dans le grenier, je peux te la montrer, comme ça tu auras une idée, et donc celle-là était au mur, voilà, parce qu'elle était morte à neuf an, je crois qu'elle avait neuf ans, et je n'avais jamais vu écrit que Poazevara avec un Z
Gant : Nikol Andre, ganet e 1940 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Plouizi / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. an eskouadenn 2. ya peogwir 'meus soñj e oamp o kas ed... 1. an eskouadenn 2. me 'meus soñj e oamp o kas ed 1. an eskouadenn a vije lâret 2. peo... peogwir zo deut da soñj din e oamp o kas ed d'ar solier, daou estaj, d'ober plegañ da chouk 'ba an toulloù moan
1. [nɛsˈkwɑːn] 2. [ja pyˌgyˑɹ møz ˌʒɔ̃ˑʒ wɑ̃m ˌkɑz ˈeːt] 1. [nɛsˈkwɑːn] 2. [ˌme møz ˌʒɔ̃ˑʒ wɑ̃m ˌkɑz ˈeːt] 1. [nɛsˈkwɑːn ˌviʒe ˌlɑˑd ja] 2. [py pyˌgyˑɹ zo ˌdœt tə ˌʒɔ̃ˑʒ ˈdĩ wɑ̃m ˌkɑz ˈeːd də ˈzojəɹ - do̞w ˈestaʃ - do̞ˑɹ ˈpleːgɑ̃ də ˈʃuk ba ˌtulu ˈmwɑ̃ːn ˌɑhe̞]
1. l'escouade [de battage] 2. oui parce que je me souviens que nous transportions le blé... 1. l'escouade 2. je me souviens que nous transportions le blé 1. l'escouade qu'on disait 2. parc... parce que je me souviens que nous transportions le blé au grenier, deux étages, il fallait se baisser dans les petits trous
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.
– Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 Ha a-benn un hantereur goude 'na klevet lavaret e oa en em grouget e-barzh ar solier.
Et une demi-heure plus tard il avait appris qu'il s'était pendu dans le grenier.
Gant : plac'h, ganet e 1940 e Trezelan (Bear), o chom e Trezelan (Bear).
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Armand 'meus aon a oa bet lazhet o kouchañ foenn 'ba ar solier, xxx (?) o kouchañ foenn 'na skoet e benn gant ar (c'houbl ?) ha graet double fracture du crâne gantañ
[aʁ’mɑ̃ mœ’zɑɔ̃n wa be ’lɑ:hət ’kuʃə vwɛn ma ’zojəʁ ? ’kuʃə vwɛn na ’sko:əd i bɛn gɑ̃n ə hu:b a gwɛt dubl fʁaktyʁ dy kʁan gɑ̃tɑ̃]
Armand je crois s'était tué en tassant du foin dans le grenier, xxx (?) en tassant du foin il s'était cogné la tête contre xxx (?) et s'était fait une double fracture du crâne
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha ec'h eo hebiou an ti ec'h eer d'ar solier, da... Aze e oa ar viñs fas aze.
[a he̞ bu ən 'tiː hɛʁ də 'soʎəʁ də – ahe wa 'vĩːz 'vas ahe]
Et c'est par la maison qu'on allait au grenier. Il y avait un escalier en face là.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Gwinizh, kerc'h ha heiz ha traoù... Pa vijent troc'het e vijent kaset d'ar solier. Hag eno e sec'hent.
['gwiːnis 'kɛʁχ a 'hɛj a 'tʁɛw – pe viʒɛŋ 'tʁɔhət viʒɛŋ 'kasə tə 'zɔʎəʁ – ag 'eːno seːhɛŋ]
Du froment, de l'avoine et de l'orge et tout... Quand ils étaient coupés, on les amenait au grenier. Et là ils séchaient.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 gwechall e veze graet friko deiz kentañ ar bloaz 'ba ar solier
[gwe'ʒɑl viʒe gwɛt 'friko de: 'kentɑ̃ blɑ: bah 'zo̞:ʎəʁ]
autrefois on faisait le repas du nouvel an dans le grenier
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e sachent ar mic'hi gante comme on dit hag e vije lâret « sachañ an Olier d'ar solier diwar-bouez e golier »
[’ʒɛʃɛɲ ’mi:hi gɑ̃tɛ kɔm ɔ̃ di a viʒe ’lɑ:ʁ ’ʒɛʃɑ̃ no’li:əɹ də ’zo:ʎəɹ diwaʁ bwe:z i ’goʎəɹ]
ils reniflaient leur morve comme on dit et on disait « tirer Olivier au grenier par le collier »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba ar solier e-krec'h
[bah 'zo̞:ʎəʁ kwex]
dans le grenier en haut
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet kaset ed da solier
[be ’kɑsəd e:d də ’zɔʎər]
transporté du blé au grenier
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e sachent ar mic'hi gante comme on dit hag e vije lâret « sachañ an Olier d'ar solier diwar-bouez e golier »
[’ʒɛʃɛɲ ’mi:hi gɑ̃tɛ kɔm ɔ̃ di a viʒe ’lɑ:ʁ ’ʒɛʃɑ̃ no’li:əɹ də ’zo:ʎəɹ diwaʁ bwe:z i ’gojəɹ]
ils reniflaient leur morve comme on dit et on disait « tirer Olivier au grenier par le collier »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 solier ar c'hreñch
zoyeur rinch
[zojəʁ ʁɛ̃ʃ]
grenier de la grange
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 solier kraou saout
zoyeur krow zowt
[zojəʁ kʁow zowt]
grenier de l'étable
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 solier
zoyeur
[zojəʁ]
grenier [de la crèche]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Kas greun d'ar solier, a-us d'al loened. Lakat ar foenn a-us d'al loened.
Kas groen de zoyeur. Lak vwèn hust loin-neut.
[kas gʁœn zojəʁ] [hyst lwɛ̃nət]
Monter le grain au grenier. Au dessus des bêtes. [le grenier au-dessus des crèches] Monter le foin au dessus des crèches.
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Mont d'ar solier.
Mon-n te zoyeur.
[mõn tə zojəʁ]
Aller au grenier.
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Bezañ zo darn a lâr "grignol", ni a lâr "solier" ordin.
Béan zo darn lar "c'higneul", ni-m lar "zoyeur" ordi-n.
[beã zo daʁn laʁ xiɲəl nim laʁ zojəʁ oʁdin]
certains disent "grenier", nous on dit tout le temps "grenier".
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Julien