Klask
« votoù »
Frazennoù kavet : 30
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ur bern koad zo bet eu... en em gavet peogwir ni, pa 'h aemp da dic'harzhañ, 'vije ket droed da droc'hañ ur blantenn vihan, e bleges anezhi dindan da votoù-lêr aze, hag e leskes anezhi da voutañ, met honnezh ar bloaz... ar bloaz... en em gave uheloc'h
[... - ... - ... ˌblɑ̃ntən ˈviˑən ... - ... - ...]
on s'est retrouvé euh... avec plein de bois puisque nous, quand nous allions débroussailler, on n'avait pas le droit de couper un petit plan, tu le pliais sous ton soulier là, et tu le laissais pousser, mais celui-là l'année [suivante]... l'année [suivante]... était plus haut
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma wreg 'h ae da gerc'hat dour gant ur c'helorn hag ur c'harrez, 'teus ket bet gwelet se james ? nann, gant ur c'harrez, ya, abalamour da distokañ an dour, d'ar feunteun, kant... tremen daou c'hant metr, o kerc'hat dour, ya, ur c'harrez, pevar... pevar damm koad, ya, hag evel-se e distoke ar c'helorn, daou ya, abalamour dezhañ bezañ distok diouti, kuit da faotañ war da votoù
[mə ˈwɹek he də ˌgɛɹhəd ˈduˑɹ gɑ̃n ˈheːlɔɹn ag ə ˈhɑɹe - ˌtøs kə be ˌgwe̞ˑlə ze ˌʒɑ̃məs - ˈnɑ̃n gɑ̃n ˈhɑɹe - ja ˌblɑ̃m ˈdɛj də disˈtɔkɑ̃ ən ˈduːɹ - də ˈvœntən - ˈkɑ̃n ˌtɹemen do̞w ˈhɑ̃n mɛt - ˈkɛɹhə ˈduːɹ - ja ˈhɑɹe - ˌpɛwaɹ ˌpɛwaɹ dɑ̃m ˈkwɑt - ja a vəˈse disˈto̞ke ˈheːlɔɹn - ˈdo̞w ja - ˌblɑ̃m ˈdeˑɑ̃ ˌbeˑɑ̃ ˈdistɔg djɔ̃ti - ˌkwit tə ˈfo̞tɑ̃ waɹ də ˈvoto]
ma femme allait chercher de l'eau avec un seau et une carrée, tu n'as jamais eu l'occasion ed voir ça ? non, avec une carrée, oui, afin d'écarter l'eau, à la fontaine, cent... plus de deux cent mètres, à aller chercher de l'eau, oui, une carrée, quatre... quatre morceau de bois, oui, et comme ça ça écartait le seau, deux oui, afin qu'il soit écarté d'elle, pour ne pas renverser sur tes chaussures
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vije lâret eu... ma 'peus an dour, 'ba da votoù pa 'h ez... Kroa... Kroaz al Lev, grez sin ar groaz ha n'i ket betek ar penn all, a-benn neuze e oa arri an dour warnout
[... - ... - ˌkɣwɑ ˌkɣwɑˑz ə ˈlɛw - ... - ...]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Milin Donant 2. Milin Donant ya 1. oui, oui, il y avait la scierie là 2. Milin Donant, lec'h e oa Pignu, Pignu, Pignu 1. evel-se a vije lâret dioutañ 2. an hini a oa o terc'hen... 1. Pignu 2. an hini a oa komañset da... troc'hañ koad aze 1. Pignu ! 2. ar Bozeg a oa e anv met Pignu a vije graet dioutañ 1. « Pignu, gant e votoù koad hag e loeroù ruz ! », evel-se e vije lâret dioutañ 2. oh eñ a oa ur c'hole !
1. [ˌmiˑlin ˈdɔ̃ːnən] 2. [ˌmiˑlin ˈdɔ̃ːn ja] 1. [...] 2. [ˌmiˑlin ˈdɔ̃ːn - ˌle̞x wa piˌɲy - piˌɲy - piˌɲy] 1. [viˈse viʒe ˌlɑˑɹət tʲɔ̃tɑ̃] 2. [ˈniːni wa ˌtɛɹhɛn] 1. [piˌɲy] 2. [ˈniːni wa ko̞ˈmɑ̃səd də - ˌtɹo̞hɑ̃ ˈkwɑd ˌɑhe̞] 1. [piˌɲy] 2. [ˈboːzəg wa i ˈhɑ̃ːno mɛ piˌɲy viʒe ˌgwɛ tɔ̃tɑ̃] 1. [piˌɲy gɑ̃n i ˌvoto ˈkwɑd a i ˌlwɛˑɹo ˈɹy - vəˈse viʒe ˌlɑˑɹə tʲɔ̃tɑ̃] 2. [o ˌhẽˑ wa ˈhwɛːle]
1. Milin Donant 2. Milin Donant oui 1. oui, oui, il y avait la scierie là 2. Milin Donant, là où était Pignu, Pignu, Pignu 1. c'est comme ça qu'on l'appelait 2. celui qui exploitait... 1. Pignu 2. celui qui avait commencé à... couper du bois là 1. Pignu ! 2. ar Bozeg que c'était son nom mais on l'appelait Pignu 1. « Pignu, avec ses sabots de bois et ses chaussettes rouges ! », c'est ce qu'on disait de lui 2. oh lui c'était une vedette !
Bear-Gwenezhan
Gant :
– Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
– Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.Dastumer : Tangi
-
🔗 adskoulmañ da votoù
[hat'skʁumɑ̃ də 'vo̞to]
relacer tes chaussures [litt. renouer tes chaussures]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 jugennat a ra e dreid 'ba e votoù
[ʒy’ge̞nəd ʁa i dʁɛjɟ bah i ’voto]
ses pieds clapotent dans ses chaussures
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude... goude e vije ezhomm tosiñ, tosiñ, tosiñ e votoù, an erc'h a pega... a pege... a pege deus da votchoù pe... pe deus ar botoioù-koad
[a ’gu:de ’gu:de viʃe e:m ’tosĩ ’tosĩ ’tosĩ i ’voto ne̞ɾx ’pe:ga ’pe:gɛ ’pe:gɛ des tə ’vɔtʃo pe pe des ˌbotojoˈkwɑt]
et après... après tu devais taper, taper, taper tes chaussures, la neige colle... collait... collait à tes bottes ou... ou aux sabots de bois
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 lem da votoù !
[lɛm də 'vo̞to]
enlève tes chaussures !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 da votoù zo dilaosket
[də ’voto zo di’lɔskət]
tes [lacets de] chaussures sont lâches
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lak da votoù-lêr
[lɑk də 'voto lɛ:r]
mets tes chaussures
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evel-se e vije tout an dud memes tra, e-kichen unan all a vije kramponiet, hag e votoù a vije krog kwa, e-kichen pa vije diarc'hen ne vije ket nemet bizied e dreid oc'h esa kregiñ, ha ma rampe...
[a və’se viʒe tun dyd mɔ̃s’tɾɑ ’kiʃən nal viʒe kɾɑ̃m’pɔ̃ɲət a i ’voto viʒe kɾo̞:k kwa ’kiʃən pe viʒe di’ɛɹhɛn viʒe kə mɛ bi’zi:əd i dɾɛjtʲ ’hɛsa ’kɾi:gĩ a ma ’ɹɑ̃pe]
et comme ça c'était pareil pour tout le monde, alors que un qui avait des crampons, ses chaussures adhéraient quoi, alors que quand c'était pieds nus il n'y avait que les doigts de pied essayant d'adhérer, et si ça glissait...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kouezhet ar pluñv war e votoù
[kwe:d ɛ plỹ: waʁ i 'voto]
il a perdu de sa splendeur
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e oamp aet adarre eu... betek ar Beljik adarre, war droad kwa, 'ta ket... me 'ma graet le nombre de... prim te ! 'ma renket tennañ ma votoù peogwir e oant... digor tout o genoù, ha ma dreid a oa... ampoulennoù 'ma dindan ma dreid te ! 'oan kat ken da gerzhet, me 'ma mizer mab-kaezh !
[a wɑ̃m ɛd ae ə: - ’betɛg bɛl’ʒik ae waɹ’dwɑ:t kwa - ’tɑkət - me ma gɛd lə nɔ̃mbʁ də - pɾym te ma ’ɹɛŋkə ’tɛnã mə ’voto py wɛɲ - ’di:ɔɹ tud o ’ge:no - a mə dɾɛjd wa - ɑ̃mpu’leno ma di’nɑ̃:n mə dɾɛjt te - wɑ̃n kɑt ken də ’gɛɹzət - me ma ’mi:zəɹ mapkɛ:s - ɑ̃mpu’leno deɑ̃]
et nous étions allés de nouveau euh... jusqu'en Belgique de nouveau, à pied quoi, tu n'avais pas... moi j'avais fait le nombre de... rapidement j'avais dû enlever mes chaussures parce qu'elles étaient... grande ouvertes devant [litt. avaient la bouche ouverte], et mes pieds étaient... j'avais des ampoules sous les pieds pardi ! je ne pouvais plus marcher, j'avais souffert mon pauvre gars !
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 siret eo e votoù dezhañ
['si:rəd ɛ i 'voto deɑ̃]
ses chaussures sont cirées [il est sur le point de mourir]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh eo kouezhet e bluñv war e votoù
[hẽ:z ɛ 'kweəd i blỹ: war i 'voto]
celui-là a les plumes tombées sur ses chaussures [personne qui s'est appauvrie, sur le plan vestimentaire]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar glav a oa deut, e oa gleb e votoù-koad
[glɑw wɑ dœt wa gle:b i ˌvoto’kwɑt]
la pluie était venue, ses sabots étaient trempés
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 siret eo e votoù dezhañ
['si:rəd ɛ i 'voto deɑ̃]
ses chaussures sont cirées [il est sur le point de mourir]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 perc'henn eo... deus e votoù, perc'henn eo deus e... e dilhad, perc'henn eo...
['pɛhɛn e̞ dəz i 'voto - 'pɛhɛn e̞ dəz i - i 'diʎət - 'pɛhɛn e̞]
il est propriétaire... de ses chaussures, il est propriétaire de ses... ses habits, il est propriétaire...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ...'neus prenet e votoù gantañ
[nøs 'pre:nəd i 'voto 'gãntã]
... lui a acheté ses chaussures
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 prest a-walc'h e oan kouezhet kar ramp e oa ma botchoù, prest a-walc'h e oan kouezhet... peogwir e oa ramp ma votoù
[pʁe̞st ə'wɑh wɑ̃n kwet kaʁ ʁɑ̃m wa mə 'bo̞tʃo - pe̞st ə'wɑh wɑ̃n kwet - pə'gu:ʁ wa ʁɑ̃m mə 'vo̞to̞]
j'ai failli tomber à cause de mes bottes qui sont glissantes, j'ai failli tomber... parce que mes chaussures étaient glissantes
traduction
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2