Frazenn n° 61273
-
👂 🔗 ar... ar vreuriezh a oa e-skeud eu... e-skeud ar gesterezh eu... amann, hag ar barrouz a lâran dit eu... a oa... a oa divizet ma kerez, a oa divizet eu... en vreuriezh kwa, ar vreuriezh Sant Milour, me n'on ket... neblec'h all peseurt vreuriezh a vije, n'on ket da lâret dit, met soñj mat 'meus deus eu... deus eu... gwelet ma vamm o vont da gestal ed, eu... kestal amann pa lâran ervat, ha dad gant eu... gant eu... gant ar post ha gant ar gazeg, d'ar c'houlz-se e vije kezeg, gant ur gazeg hag ur c'harr, hag ar person a vije ivez evel-just kwa ! ha fidedoue ! e vije goullet gant an dud-se « an deiz... an deiz-mañ-deiz e vo ar gesterezh eu... evit ar vreuriezh Sant Milour kwa ! »
[... - ... - ... zɑ̃ ˈmiˑluꝛ - ... - ... - ... - ... zɑ̃ ˈmiˑluꝛ]
Plounevez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Joel ar Bonnieg, ganet e 1954 e Plounevez-Moedeg, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plûned / Plounevez.Dastumer : Tangi