Frazenn n° 660
-
👂 🔗 Ne rae ket anezhañ an deiz a-raok aze gwezh ebet, nann. Nann. Met c'hoant, met ha... aon 'dije da vezañ foulet an deiz-se pe ma 'dije da vont un tu bennak pe un dra bennaket met kazi ordin e rae anezhe da noz quoi, d'abardaez, da noz.
Rê ke néañ 'n dé rok ahé gwéch ébét, nann. Nann. Mè hoan... Mèt a owen dijé de véañ voulet 'n dé sé, pé ma dijé de von tu bénnak pé 'n dra bénnaket, mè kahé ordin rê nè de nos quoi, d'abardé, da nos.
Elle ne faisait jamais ses crêpes la veille, non. Sauf si elle craignait d'être débordé ce jour-là, ou si elle devait aller quelque part, mais elle les faisait presque toujours le soir-même.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal