Frazenn n° 66924
-
👂 🔗 1. ha tout an dud zo bet er skol gant ar re-se 'vat paotr 'deus derc'het soñj hañ ! met 'oa ket mat se peogwir eu... tromatizet e vije eu... n'eo ket deskiñ a raes, ar c'hontrefed ! gant aon da gaout ur bazhad 2. da dud a oa oc'h esae derc'hel ac'hanout er skol ?
1. [a ˈtun ˌdyd zo be ˈskoːl gɑ̃n ˌɹeˑe ha po̞t døz ˈdɛɹhɛd ˈʒɔ̃ˑʒ ɑ̃ - mɛ ˌwa kə ˌmɑˑd ˈze ˌpuˑɹ ə - tɹomaˈtiːzəd viʒe ə - ˌne̞ kə ˈdiskĩ ɹɛs - ˌhɔ̃təˈfɛt - gɑ̃n ˈo̞wən də ˌgɑˑd ˈbɑhat] 2. [də ˈdyd wa ˈhɛsɛ ˌdɛɹhɛl ˌo̞wt ˈskoːl]
1. et tous les gens qui ont été à l'école avec ceux-là mon gars s'en souviennent hein ! mais ça ce n'était pas bien parce que euh... on était traumatisé euh... ce n'est pas apprendre que tu faisais, au contraire ! de peur de prendre une volée 2. tes parents essayaient de te maintenir à l'école ?
Gant :
– Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
– Solañj ar Bras, ganet e 1936 e Tregrom, o chom e Louergad (Sant Eler).Dastumer : Tangi