Frazenn n° 67390
-
👂 🔗 hag e lâran dit, memes 'ba kantik eu... Sant Iened, zo eu... ur c'houblad, couplet, a lâr eu... Sant Iened pa oa arriet en Plûned a oa bet resevet fall, 'ba Rubuned Saoz, 'deuint esaet lazhañ anezhañ, ha 'oa ket chomet pell
[a ˌlɑˑɹɑ̃ did - ˈmo̞məz bah ˈkɑ̃tik ə ˌzɑ̃nˈjeːnət - zo ə - ə ˈhuːblət ... - a ˌlɑˑɹ ə - ˌzɑ̃nˈjeːnət pwa aˌɹiˑəd ɛn ˈplyːnəd wa bə ɹeˌseˑvə ˈfɑl - bah ɹyˌbyˑnətˈsoːs - dœɲ he̞ˈsɑːd ə - ˈlɑhɑ̃ ˌneˑɑ̃ - a ˌwa kə ˈʃo̞mə ˈpɛl]
et je te dis, même dans le cantique euh... de Sant Iened, il y a euh... un couplet, couplet, qui dit euh... que Sant Iened quand il était arrivé à Plûned avait été mal reçu, à Rubuned Saoz, ils avaient essayé de le tuer, et il n'était pas resté longtemps
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An diduamantoù > An arzoù > Kanañ > Ar c'hanaouennoù