Frazenn n° 70523
-
👂 🔗 1. Chaos Dour, Penn ar C'hrec'h, Chaos Dour zo du-hont en traoñ 'ba an toull du-hont 2. lec'h e oa Yvonne Corfec 1. hag ar Gerandraou 2. lec'h e oa Yvonne Corfec 1. ya, ar Gerandraou 2. aze emañ Chaos Dour 1. ar Gerandraou e oa Yvonne Korfeg ya, ha goude emañ Chaos Dour a-rez Planiel du-hont, Chaos Dour, sell aze un anv ! n'onn ket hag-eñ... penaos e vez merket se, gra ! Chaos Dour a egzist, plus bas que ar Gerandraou, izeloc'h evit ar Gerandraou c'hoazh ! kavet 'teus anezhañ ? ha n'emañ ket ? ah, ya ! Komanant Bourdelez ya, marteze eo ar Gomanant Bourdelez eo an ti Chaos Dour
1. [ˌʃɔwz ˈduˑɹ - ˌpe̞n ə ˈhɣe̞x - ˌʃɔwz ˈduˑɹ ...] 2. [...] 1. [a ˌge̞ɣənˈdɹɔw] 2. [...] 1. [ja - ˌge̞ɣənˈdɹɔw] 2. [... ˌʃɔwz ˈduˑɹ] 1. [ˌge̞ɣənˈdɹɔw ... - ... ˌʃɔwz ˈduˑɹ ... plɑ̃ˈniˑəl ... - ˌʃɔwz ˈduˑɹ - ... - ... - ... - ... - ˌʃɔw ˈduˑɹ ... - ... ˌge̞ɣənˈdɹɔw - ... ˌge̞ɣənˈdɹɔw ... - ... - ... - a ja - ˌko̞mɑ̃n buꝛˈdeˑlɛz ja - ... ˌgo̞mɑ̃n buꝛˈdeˑlɛz ... ˌʃɔw ˈduˑɹ]
Hengoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.
– Kristian Boverje, ganet e 1954 e Pleuzal, o chom e Pleuzal, tud bet ganet e Pleuzal.Dastumer : Tangi