Frazenn n° 74160
-
👂 🔗 aze zo tri pe bevar di aze ivez, 'ba vilajenn Traou an Dour aze, Traou an Dour a vije lâret met... ya, Hent ar Prad a lerez hañ ? ouai, gwelet a ran pelec'h emañ an hent hañ ! peogwir an hent-se a dape prajoù, ben aze e oa prajoù, un toullad prajoù, gleb memes, gleb-kaer, hag an hent da vont dezhe, ben, a vije graet Hent ar Prad doutañ
[... - ... ˌtɹɔwˈnduːɹ ... - ˌtɹɔwənˈduːɹ ... - ja - he̞n ˈpɹɑˑd ... - ... - ja - ... - ... - ... he̞n ˈpɹɑˑd ...]
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi