Frazenn n° 81808
-
👂 🔗 ha neuze 'h aent... d'ar c'houlz-se e oa ur winojenn dre ar park kwa, ha 'h aent dre ar park deus du-mañ, ha neuze Mari-Terez... e oa nevez-blantet ma dad beterabez pe n'onn ket petra, ha... pe kaol, 'meus ket soñj petra, ha neuze e denne Mari-Terez anezhe, « daon ! 'dennez ket ar re-se 'vat, eme Jeanine ! », ha goude e oa Jeanine a vije o plantañ anezhe gant he biz war-lerc'h !
[wiˈɲoˑʒən]
et alors elles allaient... à cette époque-là il y avait un sentier dans le champ quoi, et elles allaient par le champ de chez moi, et alors Marie-Thérèse... mon père venait de planter des betteraves ou je ne sais quoi, et... ou des choux, je ne me souviens pas de quoi, et alors Marie-Thérèse les enlevait, « dame ! mais ne tire pas ceux-là, disaient Jeanine ! », et après Jeanine les plantait avec le doigt après !
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)