Frazenn n° 82115
-
👂 🔗 Armand Meudal a oa mevel, a oa mevel, 'h ae da welet ar verc'h, hag ar... hag ar mevel a... hag ar mevel all, 'h ae da welet ar wreg, ha... ha Louis Riou, a oa kavet beuzet 'ba... 'bar ar c'hardenn xxx ( ?) Ti ar Gambr Holen, Ti ar Gambr Holen, ar menaj en traoñ, e oa ur fantan 'ba... 'ba ur c'hardenn, ur c'hardenn vihan... a dremenent war... war o... war-dreid. E oa kavet beuzet 'ba... 'ba ar fantan. Ha eo... ha eo... an daou mevel-se, a 'na beuzet anezhañ, 'na... 'na... a glee bezañ beuzet anezhañ, 'ba ar fantan, Ti ar Gambr Holen, a oa e traoñ... e traoñ da daou bark Kervel
[ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - ˌtigɑ̃mˈhoˑlən - kɛꝛˈve̞ˑl]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)