Frazenn n° 82819
-
👂 🔗 Hag e oa tennet hag adtennet ar c'hole, deus ar c'hraou. A-benn neuze e oa un eonenn en e c'henoù. Met 'na ket sellet deus ar vuoc'h. Hag eñ o (kognal ?) eno. 'Na bet un... un malaise. Ar c'hole. Ah ya ya ! Ha prest a-walc'h e oa tapet botoù-koad ar patron dindan... dindan e... ar c'hein ar c'hole. Hag eñ da derc'hen... da derc'hen da zizalaniñ, derc'hen da zizalaniñ. Ha goude e oa aet da lâret da Le Clec'h. Pe da lâret da... veterinaer Karluer deus Plouared. Ar veterinaerien. Ha dont kwa ! Hein ?! Sell aze !
[... - ... wa neˈɔ̃ˑnən ni ˈheˑno - ... - a ˌẽ ˈkɔ̃ɲəl ˈeˑno - ... - ... - ... - ... ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ... - vøtɣiˈnɛˑʁ ... - vøtɣiˈnɛˑʁjɛn - ...]
Et on avait tiré et retiré le taureau, de l'étable. Pour alors le taureau avait de l'écume à la bouche. Mais il n'avait pas regardé la vache. Et il (se mettait dans le coin ?) là-bas. Il avait eu un... un malaise. Le taureau. Ah oui oui ! Et les sabots de bois du patron avaient failli être pris sous... sous son... le dos du taureau. Et lui de continuer de... de continuer de respirer [fort], continuer de respirer [fort]. Et après on était allé dire à Le Clec'h. Ou dire à... au vétérinaire Le Carluer de Plouared. Les vétérinaires. Et [eux] de venir quoi ! Hein ?! Voilà !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi