Frazenn n° 82885
-
👂 🔗 pa oa diblaset ar matriel, ar sosiete, ar c'houfr, ar matriel, hag ar monte-paille, ale ! tout ! boudoudoum ! « ah ! aze, eme Brosper, aet kazi evel ur grampouezhenn ! » « ah ya 'vat peogwir 'teus ket selaouet ac'hanon ! ha bremañ, emezañ, e vo ret dac'h, a-benn ar sul beure... », peogwir e oa dornet e-barzh ar sadorn, « dont daou pe dri da sikour sevel anezhañ » ha deuet e oant ivez !
[... - ... - ... ˌtøs kə ʒiˈlɛwɛd ˌɑ̃w - ... - ... - ...]
quand on avait déplacé le matériel de battage, la société, le coffre, le matériel, et le monte-paille, allez ! tout ! badaboum ! « ah ! là, dit Prosper, [elle est] presque retournée comme une crêpe ! » « ah mais oui puisque tu ne m'as pas écouté ! et maintenant, dit-il, il vous faudra, le dimanche matin... », puisqu'on avait battu le samedi, « venir à deux ou trois pour la relever » et ils étaient venus aussi !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi