Frazenn n° 89485
-
👂 🔗 « Ah, ya ! met... n'eus ket nemet ur gambr. » « N'eus ket nemet ur gambr ? Penaos, n'eus ket nemet ur gambr ? Met... » « Nann, n'eus ket nemet ur gambr, nann ! » Hag int o welet ar gambr kwa. 'Oa ket nemet ur gwele e-barzh kwa, div gadoar hag ur pres. « Oh ! xxx ( ?), n'eo ket posupl memes tra ! n'eo ket posupl memes tra ! N'eus ket nemet ur gwele ? Ha penaos... ar vatezh ha te eu... e gouskit 'ba ar memes gwele ? »
[...]
« Ah, oui ! mais... il n'y a qu'une chambre. » « Il n'y a qu'une chambre ? Comment, il n'y a qu'une chambre ? Mais... » « Oui, il n'y a qu'une chambre, oui ! » Et ils allèrent voir la chambre quoi. Il n'y avait qu'un lit dedans quoi, deux chaises et une armoire. « Oh ! xxx ( ?), ce n'est pas possible quand même ! ce n'est pas possible quand même ! Il n'y a qu'un lit ? Et comment... la bonne et toi euh... vous dormez dans le même lit ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
Laket eo ar frazenn-mañ :
En temoù
- Temoù > An ti > An diabarzh > Ar meubloù > Ar c'hadorioù