Frazenn n° 89513
-
👂 🔗 Un deiz... o vont, gwelet a rit, o vont da gaout ar person ha lâret dezhañ : « Oh, aotrou person ! Oh, me zo klañv ! Oh, me zo klañv ! » « Oh, eme an aotrou person, ma out klañv, n'eo ket... n'eo ket me zo kap da soagnal ac'hanout neuze ! o vont da gaout ar medesin, emezañ. » « Ya, me zo klañv, klañv aze gant ar c'hoant da... da dimeziñ, emezañ. » « Ah ! Oh ?! Ar c'hoant da dimeziñ ? » « Ya, aotrou person, me a oar a-walc'h eo c'hwi eo a ra tout an eurejoù ha... e organizit tout an traoù se kwa. » « Oh ! Ma 'teus c'hoant da dimeziñ... Ya, met pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ neuze 'ta ? »
[...]
Un jour... [il était] allé, voyez-vous, allé voir le curé et il avait dit : « Oh, monsieur le curé ! Oh, je suis malade ! Oh, je suis malade ! » « Oh, dit monsieur le curé, si tu es malade, ce n'est pas... ce n'est pas moi qui peux te soigner alors ! [c'est] en allant chez le médecin, dit-il » « Oui, moi je suis malade, malade de l'envie de... de me marier, dit-il » « Ah ! Oh ?! L'envie de se marier ? » « Oui, monsieur le curé, je sais parfaitement que c'est vous qui organisez tous les mariages et... et vous organisez toutes ces choses-là quoi » « Oh ! Si tu veux te marier... Oui, mais quand veux-tu te marier ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)