Frazenn n° 93129
-
🔗 ah, Ti ar Mud ?! ah, ya ! se a anavezan, a zo eu... se zo amañ e bord... bord an hent, e-lec'h e oa hent kozh Perroz, goût a ouzout pelec'h emañ... an impoioù ? ac'hanta, en tu all d'an hent, just, un ti bihan aze, Ti ar M... ar M... Ti ar Mud Bihan, ya met se a oa... se 'oa ket an anv 'vat sur ! nann, peogwir eñ a oa mut ! hag e vije lâret Ti ar Mud Bihan kwa
[a ˌtiaꝛˈmyˑt - a ja - ... - ... - ... - ... - ... pɛˈɣoˑs - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌtiaˌmyˑdˈbiˑən - ... - ... - ... ˌtiaˌmyˑdˈbiˑən ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)