Frazenn n° 93136
-
🔗 en-dro d'ar bourk e oa ur menaj all, Mur ar Wern ! Mur ar Wern, ya, eñ a oa... met er bourk 'vat neuze hañ ! hennezh a oa ur menaj, ha bepred... emañ aze, met... menaj ebet ken pell zo ! met bepred emañ an ti e-lec'h e oa, ha hennezh a oa ur menaj a oa... 'oa ket bras hañ ! met d'ar c'houlz-se... n'onn ket hag-eñ 'rae ket... eu... dek devezh-arat, a vije graet deus se, ya, dek devezh-arat, hag e oa ur vur en-dro dezhe, hag emañ bepred ar vur
[... - ˌmyʁaʁˈwɛꝛn - ˌmyʁaˈwɛꝛn - ja - ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Broudig, ganet e 1946 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Servel / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-10-24)