Frazenn n° 94041
-
👂 🔗 Oh nann, me 'mez ket soñj hañ. Oh nann, me 'mez ket soñj. A-wechoù memes, 'mez ket soñj piv 'vez bet 'welet ac'hanon hañ. Hag-eñ a-wechoù 'vez bet an deiz a-raok ha… ec'h arrio unan bennak an deiz war-lerc'h ha… Geo, dont 'ra... dont 'ra da soñj din bepred met heu… Ma fenn 'derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez. Ma fenn 'derc'h da gozhañ pa gozhan me ivez.
Oh non, je ne me rappelle pas. Parfois même, je ne me rappelle pas qui est venu me voir. Alors que parfois il est venu la veille et… quelqu'un d'autre arrive le jour suivant et… Si, ça me revient quand même, mais… Ma tête continue à vieillir pendant que je vieillis moi aussi.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal (2013-01-13)