Frazenn n° 94046
-
👂 🔗 1. Pa vije bet ur bugel bepred 'vije ket kat an nen d'ober tout an traoù diouzhtu. – 2. Oh geo 'vat, me 'c'horoe, pa oan arri er gêr deus ar maternité, me 'c'horoe diouzhtu. – 1. 'Ta goroet an deiz-se ? – 2. Ya mac'hat 'ha. – 1. Oh me marteze 'ma graet ivez, me 'oaran ket. 'Meus ket soñj. – 2. Geo.
1. Après avoir eu un enfant en tout cas, on n'était pas capable de tout faire tout de suite. – 2. Oh si alors, moi je trayais, quand j'étais revenu de la maternité, je trayais tout de suite. – 1. Tu avais trait ce jour-là ? – 2. Oui, bien sûr. – 1. Oh, moi aussi peut-être, je ne sais pas. Je ne me rappelle plus. – 2. Si.
Gant :
– plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
– plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.Dastumer : Riwal (2011-09-02)