Frazenn n° 94303
-
🔗 Kroaz ar C'hemener ya, aze... aze zo ur c’hroaz ivez peogwir... aze ‘teus eu... an hent Koatreven, a diskenn da dapout hent Lannuon Landreger, aze ‘teus un hent all, da dapout Lokrist, bourk Lokrist, ha ‘teus un hent all da dapout Kamlez, Kroaz ar C’hemener
[ˌkɹ̥waˑsheˈmeˑnəɻ ja - ... - ... - ... - ... kwaˈtɹɛ̥ˑvən - ... lɑ̃ˈnyˑõn lɑ̃nˈdɾeˑgɛꝛ - ... - ... loˈkɹ̥ist - ... loˈkɹ̥ist - ... kɑ̃mˈle̞ˑs - ˌkɹ̥waˑsheˈmeˑnəɻ]
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi (2023-11-08)