Frazenn n° 94841
-
🔗 « bah... bah Briantel emezi zo un tumulus », ha, feiz, ma lâret dezhi, « n'eo ket Briantel eo, emezi, Sant-Tomaz », izeloc'h aze, hag e oamp aet da welet hom-div, da glask... dans le vide peogwir me 'oaren ket pelec'h e oa se, ha 'meump bet ur chañs inouïe, Gaëtan 'na lâret dimp 'na bet un professeur de breton deus Sant... deus Sant-Tomaz, ha me o welet anezhañ ba ar gêr gant e... compagne, ha neuze e oa unan all gante c'hoazh, « oh, daon ! oh, ni 'meump chañs herie, » 'ma lâret... je dis à... Nolwenn, « amañ zo unan marteze, eñ zo professeur de breton ba Roazhon, emezon-me, eñ a oar marteze pelec'h emañ le tumulus », ha 'na lâret dimp pelec'h e oa
[... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - ... ˌbɻiˈɑ̃təl ... - ... - sɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈtomas - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˈɻaˑõn ... - ...]
Pleuzal
Gant : Ived Jugon, ganet e 1937 e Koadaskorn, o chom e Pontrev, tud bet ganet e Koadaskorn / Koadaskorn.
Da nav bloaz he deva dilojet deus Koadaskorn da BleuzalDastumer : Tangi (2023-11-25)