Frazenn n° 95111
-
🔗 Ha neuze 'ma laket ur sac'h war ar baner, laket ar c'hanigoù ba ar baner. Hag ur sac'h warne evit ne 'h aent kuit. Ha Mamm 'na lâret « peseurt zo ba ar... peseurt zo ba ar baner amañ ? ». Ha tennet ar sac'h diwarne emichañs. Hag e oa ar c'hanigoù e-barzh. Hag ec'h aen ba... ar fantan-se neuze.
[...]
Et alors j'avais mis un sac sur le panier, mis les canards dans le panier. Et un sac dessus pour ne pas qu'ils s'en aillent. Et Maman avait dit « qu'est-ce qu'il y a dans le... qu'est-ce qu'il y a dans le panier ici ? ». Et évidemment elle avait enlevé le sac sur eux. Et les canards étaient dedans. Et j'allais à... cette fontaine-là alors.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene ar Garv, ganet e 1933 e Trezigne, o chom e EHPAD Lannon, tud bet ganet e ar Merzher / Goudelin.
Bet eo o chom e Trezigne betek e drizek vloaz.Dastumer : Tangi (2024-08-23)