Temoù
An tomatez
-
🔗 un aval ruz
['nɑ:vəl ry:]
une pomme rouge [tomate]
??? Argot familial
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 avaloù ruz
[a'vɑ:lo ry:]
des pommes rouges [tomates]
??? Argot familial
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 un domatezenn
[do'mɑtən]
une tomate
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un domatenn
domateun
[domatən]
tomate
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 tomatez
tomateus
[tomatəs]
tomates
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 bremañ-souden 'h an da gerc'hat ma domat, ma gollfen-me ar ras hañ ! du Périgord !
[...]
tout à l'heure je vais aller chercher mes tomates, si je perdais la variété hein ! du Périgord !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 an tomat zo bremañ aze 'roont ket nemet dour ! memes tra 'brenan ket tomat d'ar c'houlz-mañ ar bloaz ! ah, nann ! n'eo ket ar c'houlz ! debriñ traoù sezon !
[...]
les tomates qu'il y a maintenant là elles ne donnent que de l'eau ! quand même je n'achète pas de tomates à cette période-ci ! ah, non ! ce n'est pas l'époque ! manger des choses de saison !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ha int brav avat ! ha se zo tomat... ha 'vo ket kavet dre amañ, les tomates du Périgord ! reoù vert, kazi n'eus ket greun en enne, sec'h ! (T. : ha blazet-mat) horrol eo ar re-seoù !
[...]
et ils sont beaux [plants de tomates] ! et ça ce sont des tomates... qu'on ne trouvera pas par ici, les tomates du Périgord ! des vertes, il n'y a pratiquement pas de graines dedans, secs ! (T. : et très goûtées) celles-là sont extraordinaires !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 me 'meus plant tomat hañ ! ha 'ma klevet 'ba ar post sur a-walc'h e oa anoñset rev ha tout, diwall deus eu... « ma doue, n'on ket kat da gerc'hat anezhe ! emezon-me, ma gerc'han anezhe, emezon-me, 'h efont gant an avel ! », peogwir e oant 'ba barketennoù, ha 'ma... ha 'ma... ha 'ma koachet anezhe
[...]
moi j'ai des plants de tomates hein ! et j'avais entendu dans le poste que sans doute il était annoncé de la gelée et tout, faire attention à... « mon dieu, je ne peux pas aller les chercher ! dis-je, si je vais les chercher, dis-je, le vent les emportera ! », puisqu'ils étaient dans des barquettes, et j'avais... et j'avais... et je les avais cachés
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)