Temoù
Bezañ heuilhet
-
🔗 'h eo geuilhet
[hɛ ’gœʎət]
elle est suivie [médicalement]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oa geuilhet deus se
[wa ’gœʎəd døs se]
elle était suivie pour ça [médicalement]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ne oa ket traoù da derc'hen an dud bev evel zo bremañ
[də 'hulse wa kə trɛw də 'dɛrhɛn ndyd bew wɛl zo 'bɔmɑ̃]
à cette époque-là il n'y avait pas de choses pour maintenir les gens en vie comme il y a maintenant
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da gentañ a-hervez e oa bet daou baotr bihan, hag e oant marvet a-raok dont war an douar, gwechall 'vije ket eu... geuilhet les grossesses quoi ! eh, bremañ e vezont geuilhet, ha ma ve ezhomm d'ober césarienne e vez graet césarienne
[...]
au début à ce qu'il parait il y avait eu de petits garçons, et ils étaient morts avant de venir au monde, autrefois on ne... suivait pas les grossesses quoi ! eh, maintenant elles sont suivies, et s'il faut faire une césarienne on fait une césarienne
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)