Temoù
An divc'har o vont da fall
-
👂 🔗 e wreg a oa... e oa krog 'ba e wreg hañ, ne oa ket kat da chom e-unan na mann ebet
[i wreg wa krɔ:g ba i wreg ɑ̃ wa kə kɑt ʃɔm i'hyn nɑ mɑ̃n bet]
sa femme était... il se tenait à sa femme hein, il ne pouvait rester tout seul ni rien
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 he divhar zo aet da fall
[i 'diwɛr zo ɛt tə vɑl]
elle a perdu l'usage de ses jambes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'int ket aet da fall met boñ, n'eus ket kement a nerzh enne
[niɲ cəd ɛd də vɑl mɛ bɔ̃ nøs kə 'kemɛn nɛrz 'nenɛ]
elles ne sont pas foutues [ses jambes], mais bon, il n'y a pas autant de force dedans
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 abaoe eu... feiz, bremañ 'meus... kine, amañ 'h a ! met amañ eo diaes, hag adalek aze betek aze eo start, 'blega ket, n'houll ket plegañ, n'eus ket ur pleg en ennañ ivez
[ˌbwe ə - ˌve - ˈbo̞mɑ̃ møz ə - ˈkiˑne - ˈɑ̃mɑ̃ ˌhɑ - mɛ ˌɑ̃mɑ̃ he̞ ˈdiˑɛs - a ˈdɑˑlɛg ˌɑˑe ˌbekəd ˌɑˑe e̞ ˈstɑɹt - bleˈgɑ kət - ˌnul kə ˈpleːgɑ̃ - ˌnøs kəd ə ˈpleg ˌnenɑ̃ ˌiˑe]
depuis euh... ma foi, maintenant j'ai... de la kiné, ici ça va ! mais ici c'est dur, et à partir de là jusque là c'est dur, il [bras] ne plie pas, il ne veut pas plier, il n'y a pas un début de pliure non plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude on bet n'onn ket pegeit amañ neuze o kaout kine, o vachinañ ma brec'h din, an deizioù kentañ 'oa ket eu... brutal ar stal met goude me a rae kine ma-unan
[ˌguˑde hɔ̃ ˌbe ˈnɔ̃ kə peˈgɛjd ˌɑ̃mɑ̃ ˌnœhe ˌkɑˑt ˈkiˑne - vaˈʃiˑnɑ̃ mə ˈbɣeχ ˌdĩ - ˌdejo ˈkentɑ̃ ˌwɑ kəd ə - ˈbɣytal ˈstɑˑl mɛ ˌguˑde ˈme ɣe ˈkiˑne məˈhyˑn]
après j'ai été ici alors je ne sais combien de temps à avoir de la kiné, à me manipuler le bras, les premiers jours ce n'était pas euh... extra mais après je me faisais ma kiné tout seul
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi