Temoù
Ar rederien
-
👂 🔗 kourser war droad
['kursər war'drwɑt]
coureur à pied
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant ar rederien
[gɑ̃n re'dɛˑɣjɛn]
[laisser un délai] aux coureurs
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya 'vat ! Ha 'oan ket arri... 'oan ket... 'ma ket redet james gant... gant reoù Bégard aze c'hoazh. Met 'ba... met gant reoù Rostrenen ha Sant-Brieg, reoù lisañset, 'ma bet redet c'hoazh, hag eu... e baken anezhe-tout, tout ivez !
[...]
Mais oui ! Et je n'étais... je n'étais... je n'avais jamais couru avec... avec ceux de Bégard là encore. Mais à... mais avec ceux de Rostrenen et de Sant-Brieg, les licenciés, j'avais encore couru, et euh... je les battais tous, tous aussi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, eñ a oa ur reder war-droad ya, ar mab
[ja - ... ˌɹeˑdəɹ waꝛˈdɹwɑˑd ja - ...]
oui, lui c'était un coureur à pied oui, le fils
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ujen Boverje, ganet e 1930 e Hengoad, o chom e Pleuzal, marvet e 2023.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 teir ekip rederien, rederien ya, ha en em affrontemp... bep sizhun, ma chomemp ket da redek 'ba Bear, ac'h aemp da... da Lannuon pe da Rostrenen, pe da Gwengamp, lec'h e oa ekipchoù all (T. : hag e oa reoù yaouank, reoù grenn...) ya ! ha... ha reoù goshoc'h, koshoc'h un tamm, me... me... me a oa 'ba ar reoù grenn
[ˈbeˑaꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - zɑ̃mˈbʁiˑək - ˈgwe̞ngɑ̃m]
il y avait trois équipes de coureurs, de coureurs oui, et nous nous affrontions... chaque semaine, si nous ne restions pas courir à Bear, nous allions à... à Lannuon ou à Rostrenen, ou à Gwengamp, là où il y avait d'autres équipes (T. : et il y avait des jeunes, des intermédiaires...) oui ! et... des plus âgés, un peu plus âgés, moi... moi... moi j'étais dans les intermédiaires
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi