Temoù
Ar sigaretenn
-
🔗 sigaretennoù
[siˌgɑrɛ'teno]
des cigarettes
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 'na graet ur sigaretenn, evet ur bannac'h gwin, hag aet war-raok
[na gwɛd ˌziga’ʁɛtən ’e:vəd i vɑ̃h gwi:n a ɛd wa’ʁo:k]
[elle] avait fait une cigarette, bu un coup de vin et était partie
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met... gwelet 'ma ha 'ma lâret... pa vez reoù yaouank aze, a deue aze da... deus an noz bepred e deuont, me 'oaran ket, hag e darc'hont o sigaretennoù e-barzh, goude e vije... butun e-barzh, ha 'deus lazhet tout ar... raned, ha goude e gavez lan... zo o c'hof en aer aze, evel pesked 'ba an dour aze pa vezont marv kwa, hag abaoe n'eus ket deut
[mɛ - ˈgwe̞l ma a ma ˈlɑːd - pe ve ʁew ˈjo̞wɑ̃ŋ ˈɑhe - dɛ ˈɑhe də - dəz ˈnɔ̃ːz ˌbopəd dɛɲ - me waˈɹɑ̃ kə - a ˈdɑhɛɲ o sigaɹɛˈteno baɹs ˈguːde viʒe - ˈbytyn baɹs - a døz ˈlɑhə tud ə - ˈɹɑ̃ːnət - a ˈguːde ˈgɑːve̞z ˈlɑ̃ːn - zo o ˌhov ˈnɛːɹ ˌɑe we̞l ˈpeskə ban ˈduːɹ ˌɑe pə ve̞ɲ ˈmɑɹw kwa - a ˈbweː ˌnøs kə ˌdœt]
mais... j'avais vu et j'avais dit... quand il y a des jeunes là, qui venaient là pour... ils viennent la nuit toujours, moi je ne sais pas, et ils balancent leurs cigarettes dedans, après il y avait... du tabac dedans, et ils ont tué tous les... têtards, et après tu en trouves plein... qui ont le ventre à l'air là, comme les poissons dans l'eau là quand ils sont morts quoi, et depuis ils ne sont pas revenus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ra ket kement a droug met eu... deus a gont e ra ivez
[ˌɣɑ kə ˌkemən ˈdɣuk - mɛ ə - dœs ˈgɔ̃n ɣa ˌiˑe]
elle [cigarette électronique] n'est pas aussi nocive mais euh... à ce qu'on dit elle l'est aussi
Gant : Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eu... ur sigaretenn en e c'henou ordin, se a oa pitoiapl hein !
[ag ə - sigaˈɣɛtən ni ˈheːno ɔꝛˈdiˑn - ˌze wa piˈtojab ɛ̃]
et euh... il avait toujours une cigarette à la bouche, ça c'était pitoyable hein !
Gant : Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
Dastumer : Tangi
Temoù dindan
- Ar mego butun (1 frazenn)
- Ar pakad sigaretennoù (3 frazenn)
- Ar pakad butun (5 frazenn)
- Roulañ ar sigaretenn (1 frazenn)
- Ar sachadenn (5 frazenn)