Temoù
Dispign deus e draoù
-
🔗 tan a ra deus he c'hoad
[tɑ̃:n ra døz i hwɑt]
elle fait du feu selon son bois [elle fait en fonction de ses moyens]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 an arc'hant just a ra an dud a-feson
['nɑrhɑ̃n ʒyst ra ndyd 'vesɔ̃n]
le peu d'argent rend les gens raisonnables
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an arc'hant just a ra an dud fur
['nɑrhɑ̃n ʒyst ra tyt fy:r]
l'argent juste [le manque d'argent] rend les gens sages [raisonnables]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bevet e veze deus an traoù a veze
['bewəd viʒe døz ən trɛw viʒe]
on vivait selon les choses qu'il y avait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ne ra ket nemet justinañ
[ʁa kə mɛ ʒys'ti:nɑ̃]
il ne fait que faire preuve d'avarice [quelqu'un qui ne paye pas de coups aux autres]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 justinañ gant an arc'hant
[ʒys'ti:nɑ̃ gɑ̃n 'nɑʁhɑ̃n]
être peu dépensier d'argent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa deuit du-mañ, moc'h ! ha pa vez debret du-se, justinañ !
[pa ded ’dymɑ̃ moh - pa ve ’dɛ:bəd ’dy:he ʒys’ti:nɑ̃]
quand vous venez chez moi, des cochons [vous vous goinfrez] ! et quand on mange chez toi, radiner !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar pennoù bras ne vezont ket o justinañ
['pɛno bʁɑz vɛɲ cə ʒys'ti:nɑ̃]
les élites ne vivent pas chichement [train de vie]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi