Temoù
Bezañ ruz
-
👂 🔗 ma dad a oa ruz ivez, ya, ya, ya... ha ma vamm 'oa ket, nann, nann... ha d'ar c'houlz-se 'vije ket komzet te ! deus eu... il y avait... ar reoù ruz hag ar reoù wenn a vije lâret kwa, ma vamm a oa... plac'h an iliz kwa
[mə dɑ:d wa ɹy: ie - ja ja ja - a mə vɑ̃m wa kət - nɑ̃nɑ̃n - a də ’huls:e ’viʒe kə ’kɔ̃mzət te dəz e - ɹew’ɹy: a ɹew’wɛn ’viʒe ’lɑ:ɹət kwa - mə vɑ̃m wa - plah ’ni:lis kwa]
mon père était rouge aussi, oui, oui, oui... et ma mère n'était pas, non, non... et à cette époque-là on ne parlait pas pardi ! de euh... il y avait... on disait les « rouges » et les « blancs » quoi, ma mère était... dévote quoi
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 ruz-tan
[ry'tɑ̃:n]
rouge vif [couleur politique]
Gant : Rene ar Sec'h, o chom e Bear, marvet e 2019.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar gomunisted ne oa ket kalz hañ
[ə ho̞mu'nystəd wa kə kɑlz ɑ̃]
les communistes il n'y en avaient pas beaucoup hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ zo ruz evel an tan
['hemɑ̃ zo ʁy: wɛl tɑ̃:n]
celui-ci est rouge comme le feu [très à gauche politiquement]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa bern en tu-kleiz
[wa bɛʁn ɛn ty klɛj]
il y en avait plein à gauche [candidats aux élections]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met Koadaskorn a oa ruz-sivi ivez
[mɛ kwa'dɑskɔɹn wa ɹy 'si:vi ie]
mais Koadaskorn était rouge vif [litt. rouge fraise] aussi [politiquement]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn diwezhatoc'h e remonto c'hoazh, met 'soñj ket din... se 'deuio ket prim, a-benn diwezhatoc'h ar PCF a deuio... a addeuio war-grec'h c'hoazh
[be̞n di'wɛtɔh ə ɹə'mɔ̃nto hwɑs - mɛ ʒɔ̃:ʃ kə dĩ - ze 'dɛjkə pɹym - bɛn di'wɛtɔh peseɛf dɛj 'had:ɛj waɹ gweχ hwas]
plus tard il remontera de nouveau, mais je ne pense pas... ça ne viendra pas vite, plus tard le PCF viendra... remontera de nouveau:
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Bear zo bet deus... deus an tu-kleiz ordin
[...]
Bear a toujours été de... de gauche [politique]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)