Temoù
Yaouankaat
-
🔗 ha yaouankaat ne raio ket sur
[a jo'wɑ̃ŋkɑ rɛj cə zy:r]
et c'est sûr qu'il ne rajeunira pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 koshaat a ra an dud, ya 'vat, peogwir yaouankaat ne ra hini ebet
[ko'sɑ:d ra ndyd ja hat py'gy:r jɔ'wɑ̃ŋkɑ:d ra ˌhini'bet]
les gens vieillissent, mais oui, puisque rajeunir, personne ne fait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pilulennoù da yaouankaat
[ˌpilyˈleno də ˌjo̞wɑ̃ŋˈkɑ:t]
des pilules pour rajeunir
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a vije kontant da welet ac'hanoc'h euh... o kemer louzoù aze kwa hein, ar pilulennoù da yaouankaat zo lâret din e yaouankafet euh... a-benn ec'h arriin er gêr 'po yaouankaet
[me viʒe ’kɔ̃ntɑ̃n də ’wɛ:lɛd ’ɑ̃nɔh ə ’komɛʁ ’lu:zu ’ɑhe kwa ɛ̃ ˌpilyˈleno də ˌjo̞wɑ̃ŋˈkɑ:t so lɑ:d dĩ ˌjo̞wɑ̃ŋ’kɑfɛd ə a bɛn ’hɑjĩ ge̞:ʁ po ˌjo̞wɑ̃ŋˈkɑ:t]
moi je serais content de vous voir euh... prendre des médicaments là hein, on m'a dit qu'avec les pilules pour rajeunir vous rajeuniriez euh... lorsque j'arriverai à la maison vous aurez rajeuni
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 pilulennoù da yaouankaat a glejent kemer
[ˌpily'leno də jowɑ̃ŋ'kɑ:d gleʃɛɲ 'komɛr]
ils devraient prendre des pilules pour rajeunir
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 n'an ket war yaouankaat bemdez
[nɑ̃ kə war ˌjowɑ̃ŋkɑ:d 'bomde]
je ne vais pas en rajeunissant tous les jours
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 daonet e vin memestra ! se... se... se a yaouanka an nen ! hemañ n'eo ket kozh c'hoazh !
[ˈdɑ̃wnəd ə vĩ mo̞sˈtɹɑˑ - ˈze ˈze - ˈze jɔˈwɑ̃ŋka ˈneːn - ˈhemɑ̃ ˌne̞ kə ˈkoːz ˌhwɑs]
que je sois damnée quand même ! ça... ça... ça te rajeunit son homme ! celui-ci n'est pas encore vieux !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi