Temoù
Bev
-
🔗 bev eo bepred ?
[bew ɛ 'bopət]
elle est toujours vivante ?
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Mari Arc'hant zo bev c'hoazh ?
['mɑri 'ɑrhɑ̃n zo bew hwɑs]
Marie Arhant est toujours vivante ?
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 keit e vez bev an dud
[kɛjd ve bew ndyt]
tant que les gens sont vivants
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma c'hoar n'eus ket nemeti bev ken
[mɑ hwɑ:r nœs kə mɛrti bew ken]
il n'y a plus que ma sœur de vivante
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an deiz-a-herie ne vana ket nemeton ken
[a nde'hɛje 'vɑ̃:na kə mɛʁtɔ̃ ken]
et actuellement il ne reste plus que moi
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 o ! du-hont 'oa ket kestion... ne oarent ket e oan bev te ! 'da ket bet keloù diouzhin... abaoe petore miz 'oa ket bet keloù amañ ? abaoe... abaoe miz mae, pe a-raok miz mae ?
[o ’dy:ɔ̃n wa kə kɛs’tjɔ̃n - nə wa’ɹɛɲ cə wɑ̃n bew te - da kə be ’kɛ:lo ’diwĩ - bwe pə’tɛj mi:z wa kə be ’kɛ:lo ’ɑ̃mɑ̃ - bwe - bwe miz’mɛ: kwa - pe ɹo:g miz’mɛ:]
oh ! là-bas il n'était pas question... ils ne savaient pas que j'étais vivant pardi ! ils n'avaient pas eu de nouvelles de moi... depuis quel mois il n'y avait pas eu de nouvelles de moi ici ? depuis... depuis le mois de mai, ou avant le mois de mai ?
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a daon ! ya ! fasil eo... ya, ya... boued te ! me a lâr boued ivez, met añfin ! da derc'hen ni bev just-ha-just kwa, ya, ya
[a dɑ̃w ja 'vɑsil e̞ - ja ja - bwet te - me lɑ:ɹ bwed ie - mɛ ɑ̃'fi:n - də 'dɛɾhɛn nim bew ʒysta'ʒyst kwa - ja ja ja]
et bon sang ! oui ! c'est obligé... oui, oui... de la nourriture pardi ! moi je dis « nourriture » aussi [ironie], mais enfin ! pour nous maintenir tout juste en vie quoi
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi