Temoù
Dresañ
-
👂 🔗 met d'ar c'houlz-se ar veleien a oa kañfarded hañ, ar re-mañ a drese ac'hanomp paotr
[mɛ də 'huls:e vɛ'lɛjɛn wa kɑ̃'fɑrdəd ɑ̃ 'remɑ̃ 'dresɛ ɑ̃m pot]
mais à cette époque-là, les curés étaient des garnements hein, ceux-ci nous menaient la vie dure hein mon gars
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 hejet on bet ur wezh bennak
['hĩ:ʒɛd õ be ə we:ʒ bə'nɑ:k]
j'ai été secouée [rudoyée] une fois le temp
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 james on bet hejet
['ʒãməz õ be 'hĩ:ʒət]
je n'ai jamais été secouée [rudoyée par les instituteurs]
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un tamm bihan bennaket on bet hejet evel-se
[tãm ’bijən bə’nakəd õ be ’hĩ:ʒət və’se]
j'ai été un tout petit peu secouée [rudoyée] comme ça
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Hollande 'h a da dresañ ac'hanomp
[o’lɑ̃d hɑ də drɛs ɑ̃m]
[le président] Hollande va nous mener à la dure
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 boufonet e vez tud
[bu'fɔ̃:nə ve tyt]
des gens se font maltraiter
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù gozh gwechall zo bet dreset hañ
[rew go:z gwe'ʒɑl zo be 'dresəd ɑ̃]
les vieux autrefois ont été à la dure hein
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ezhomm e oa da dresañ o c'horf dezhe
[em wa də ’dresɑ̃ o gɔrv dɛ:]
il y avait besoin de les punir [coupables de meurtre]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 penaos e lârfen-me, masailhiñ anezhañ, maltretiñ anezhañ kwa
[pənɔ̃z 'lɑɹfɛn me ma'sɑʎĩ neɑ̃ mal'tɾɛtĩ neɑ̃ kwa]
comment dirais-je, le « maltraiter », le maltraiter quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da gaout un troad da dresañ ar paotr-kozh
[də gɑ:d ən twɑ:d də ’dɾesɑ̃ po’ko:s]
pour avoir un manche [à balai] pour corriger le vieux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an hini a vije divalav a vije ur gwall afer dezhañ kwa, e vije sachet ha boutet dre partout kwa
[n:i viʒe di'vɑ:lo viʒe gwɛl 'ɑfəɹ deɑ̃ kwa viʒe 'ʒɛʃəd a 'butəd dɾe paɹ'tut kwa]
celui qui était attardé avait la vie dure quoi, il était malmené partout quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi