Temoù
Al liv
-
🔗 If eo ruz e daoulagad ivez
[i:f ɛ ry: i dow'lɑ:gəd 'ijə]
Yves a les yeux rouges aussi
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 melegan eo ha daoulagad glas
[me'le:gən ɛ a dɔw'lɑ:gə glɑ:s]
il est blond et il a les yeux bleus
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 du kentoc'h
[dy: 'kentɔh]
noirs plutôt [yeux bruns]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 te eo du da vlev met me a veze du ma vizaj peogwir ne veze ket gwelet nemet gwenn da zaoulagad
[te hɛ dy: də vlɛw mɛ me viʃe dy: ma ’vi:ʒəs pu viʃe kə gwɛ:l mɛ gwɛn də zɔw’lɑ:gət]
tu as les cheveux noirs mais moi j'avais le visage noir puisqu'on ne voyait plus que le blanc de tes yeux
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne veze ket gwelet nemet gwenn e zaoulagad aze met...
[viʃe kə gwɛ:l mɛ gwɛn i zɔw’lɑ:gəd ’ɑhe mɛt]
on ne voyait que le blanc de ses yeux [tellement il était sale] là mais...
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi