Temoù
An doenn soul
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se e veze troc'het an ed gant an droc'herez pe gant al lieuz, hag ar re-se a veze eeun kwa, a veze... me zo bet oc'h ober, eeun... eeuniñ anezhe ha goude e vezent boutet 'ba... gant euh... gant un tamm koad aze e veze boutet 'ba... 'ba ar c'hoad aze, ha neuze war-lein e veze laket pri hag er bordoù e veze laket pri, e veze boutet ar pri... euh, ar plouz 'ba ar pri
[də ’huls:e viʒe ’trɔhə ne:d gɑ̃n drɔ’herɛs pe gɑ̃n ljøz a ’reze viʒe ɛwn kwa viʒe me zo be ho:r ɛwn ’ɛwnĩ nɛ: a ’gu:de viʒɛɲ ’butə ba gɑ̃n ə gɑ̃n tɑ̃m kwɑd ’ɑe viʒe ’butəd bah bah hwɑd ’ɑe a ’nœe war’lɛɲ viʒe ’lɑkə pɾi: a ’bɔrdo viʒe ’lɑkə pɾi: viʒe ’butəd ə pɾi: ə plu:z bah pɾi:]
à cette époque-là on coupait le blé avec la faucheuse ou la lieuse, et ceux-là étaient droits quoi, ils étaient... moi je l'ai fait, redress... les redresser [tiges] et après on les fourrait dans... avec euh... avec un morceau de bois là, on les fourrait dans... dans la charpente là, et alors sur le faîtage on mettait de l'argile et les bords on mettait de l'argile, on fourrait l'argile... euh, la paille dans l'argile
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha nann hañ, war ar plouz ne veze ket laket mann ebet, darn a rae kar a-wechoù e lakent un dreujadenn euh... orjal
[a nɑ̃n ɑ̃ war pluz viʒe 'lɑkə mɑ̃n'bet dɑrn re kar pe 'hɑje 'ɑwəl 'we:ʒo 'lɑkɛɲ drœ'ʒɑ:n ə 'ɔrʒəl]
ah non hein, on ne mettait rien sur la paille [toit de chaume], certains faisaient parfois, ils mettaient une traverse euh... de fil de fer
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 plouz kerc'h, ne oa ket ezhomm nemet se, eñ a bade ar pellañ, hag a-blasoù peogwir ne veze ket plouz partout e veze graet gant baelan
[plus'kɛrh wa kəd e:m mɛ se hẽ̞: 'bɑ:dɛ 'npɛlɑ̃ a 'blaso py'gy:r viʒe kə plus par'tut viʒe gwɛ gɑ̃n 'bɛ:lən]
de la paille d'avoine [toits de chaume], il n'y avait besoin que de ça, elle durait le plus longtemps, et par endroit, puisqu'il n'y avait pas de paille on faisait avec du genêt
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze boutet baelan 'ba an doenn aze, poup ! hag ar re-se a deue an dour warne war-draoñ
[viʒe 'butə 'bɛ:lən ban 'doən 'ɑe pup a 'reze dɛ du:r warnɛ war'drɔw]
on insérait du genêt dans le toit là, poup ! et ceux-là faisaient s'écouler l'eau vers le bas [toit de chaume]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 plouz vat a veze... ec'h ae pelloc'h evit hini fall kwa, a-wechoù an ed ne veze ket sec'het ordin evel e veze c'hoant ivez
[pluz vɑ:d viʒe hɛ 'pɛlɔh wid 'hi:ni vɑl kwa 'we:ʒo ne:d viʒe kə 'zehɛd ɔr'din wɛl viʒe hwɑ̃n ije]
la bonne paille était... faisait plus longtemps que la mauvaise quoi [toit de chaume], parfois le blé n'était pas séché tout le temps comme on voulait aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un doenn soul
['ndoən zu:l]
un toit de chaume
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un doenn blouz ya
['doən blu:z ja]
un toit de paille oui
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 toennoù soul a vije ral kaout anezhe 'ba daou estaj koura, moarvat an avel a groge
[to'eno zu:l viʒe ɹɑ:l kɑ:d nɛ: ba do̞w 'e̞staʃ 'ku:ɾa ma'hɑd 'nɑwəl 'gɹɔ:ge]
des toits de chaume, c'était rare d'en voir à deux étages quoi, sans doute que le vent avait prise
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met d'ar c'houlz-se e oa toennoù soul, a vije lâret deus se, ar re-se a oa tomm hañ, hag an ti graet gant pri, ar re-se a derc'he o nerzh paotr, 'ba an ti e vije tomm
[mɛ də 'hulse wa to'eno zu:l viʒe lɑ:d dəz ze ʁeze wa to̞m ɑ̃ a nti: gwɛd gɑ̃n pɾi: ʁee 'dɛʁhe o nɛʁs pot ban ti: viʒe to̞m]
mais à cette époque-là il y avait des toits de chaume, qu'on appelait ça, et ceux-là étaient chauds hein, et la maison faite en argile, celles-là gardaient leur énergie mon gars, il faisait chaud dans la maison
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi