Temoù
An ideoù
-
👂 🔗 lakat an dud da gaout ideoù fall
['lɑkə ndyd da gɑ:d i'deo vɑl]
faire que les gens aient des idées néfastes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze e oa deut ur soñj, mais merde alors ! ma 'h afen da brenañ ivez ! me a oa bet ivez, abretoc'h evitout moarvat, ha... ha 'oa hini ebet ken, me 'meus un toullad, reoù gozh, met pas reoù da lakat 'ba ar guizin hañ !
[a ˈnœːhe wa dœd ə ʒɔ̃ːs - mɛ mɛʁd alɔʁ - ma ˈhafɛn də ˈbʁeːnɑ̃ ie - me wa bed ie - aˈbʁetɔh ˈwitut maˈhɑt - a a wa ˈhiːni be ken - me møs ˈtulət - ʁewˈgoːz mɛ paz ʁew də ˈlɑkə bah ˈgɥiːzin ɑ̃]
et alors j'avais eu une idée, mais merde alors si j'allais en acheter aussi [ampoules de nouvelle génération] ! j'avais été aussi, avant toi sans doute, et... et il n'y en avait plus une seule, moi j'en ai plusieurs, des anciennes, mais pas celles qu'on peut mettre dans la cuisine hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'mez ket amzer da gopiañ, mais ça te donne des idées, beaucoup de choses, se a ro ideoù dit penaos ober an traoù, alies, penaos en em gemeront
[ˈme kəd ˈɑ̃mzəʁ də goˈpiːɑ̃ - ze ʁa iˈdeːo dit pəˌnɔ̃ːz ˈo̞ːbəʁ ˈtʁɛw - aˈliːɛs - pəˈnɔ̃ːz nɔ̃n goˈme̞ːʁɛɲ]
je n'ai pas le temps de copier [les recettes de la télé], mais ça te donne des idées, beaucoup de choses, ça te donne des idées de comment faire les choses, souvent, comment ils s'y prennent [les cuisiniers]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 un ideenn
[ni'deən]
une idée
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo deut un ide dit
[hẽ:s so dø ’ni:de dit]
l'idée t'est venue
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 me, ma ide a oa da lâret dezhañ
[me mə 'i:de wa 'lɑ:rət 'teɑ]
moi, mon idée était de lui dire
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'na ket moarvat an ideoù 'na egile
[na kə ma'hɑd ni'de:o na e'gi:le]
il n'avait pas sans doute les idées qu'avait l'autre
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eñ pa 'neze laket un ide 'ba e benn, n'eo ket 'ba ar penn all e oa
[a hẽ̞: pe niʒe 'lɑkə 'ni:de ba ni bɛn nɛ kə bah pɛn al wa]
et lui, quand il avait une idée en tête, il ne l'avait pas à l'autre bout [dans le derrière]
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, e oa deut da soñj dezhañ mont da welet Kariou
[fe : wa død də ʒɔ̃:z ’deɑ̃ mɔ̃n də wɛlt ka’ʁiju]
ma foi, il avait eu l'idée d'aller voir Cariou
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en o ide e oa gwelloc'h dezhe ma ne chomfent ket en-dro da... d'o bro du-hont, Plijidi, eo dont etrezek ar mor amañ
[no ’i:de wa ’wɛlɔh dɛ: ma ʃo̞mfɛɲ cəd dʁo də do bʁo ’dy:ən ple’zi:di he̞ dɔ̃n ’tʁœskə mo:ʁ ’ɑ̃mɑ̃]
dans leur esprit il ne valait mieux pas rester autour de... de leur contrée là-bas, Plijidi, mais venir vers la mer ici
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa... me a oa ma-unan neuze, a ma-unan ! 'oa ket 'merton ma-unan, daon ! me... peogwir e oan... en em echapet e oan te ! me 'ma... met me n'hallen ket ken mont... da vale pelloc'h, « arri... arriet aze emezon-me, memestra 'ma soñjet, n'in ket ken da... da derc'hen da... bellaat deus eu... deus al liberasion », tremenet un ide evel-se 'ba ma benn kwa, hag e vijen-me, emezon-me, o chom amañ da c'hortoz avat ! sur !
[me wa me wa məˌhyn 'nœ:he - a mə'hyn wa kə 'mɛɹtɔ̃ mə'hy:n - dɑ̃w me - pyn ə wɑ̃n nɔ̃n e'ʃɑpə wɑ̃n te - me ma - mɛ me na'lɛŋkə ken mɔ̃n - də 'vɑ:le 'pɛlɔχ - ɑj 'hɑjə 'ɑhɛ 'mɔ̃me̞ - mo̞s'tɾɑ ma 'ʒɔ̃:ʒət - nĩŋ kə ken də - də 'dɛɹhɛn də - bɛ'lɑ:t təz ə - dəz libe'ɹasjɔ̃n - tɾe'me:nə 'ni:de və'se bah mə be̞n kwa - a viʒɛn me mɔ̃me̞ - ʃo̞m 'ɑ̃mɑ̃ də 'hɔɹtos hat - zy:ɹ]
puisque j'étais... je m'étais échappé pardi ! moi j'avais... mais moi je ne pouvais plus aller... marcher plus loin, « arrivé... arrivé là, dis-je, quand même avais-je pensé, je n'irai plus... continuer de... m'éloigner de... de la libération », une idée comme ça m'était passée par la tête quoi, et je serais resté, dis-je, ici à attendre ! sur !
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, 'ba ma ide-me, me a implij anezhe o-daou
[ja - ba mə ˈiːde mẽ - mẽ ˈimpli ne̞ oˈdo̞w] PG
oui, d'après moi, moi je les utilise tous les deux
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi